From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar gavan-tour[1] (liester : kavaned-tour)[2],[3] a zo ur spesad golvaneged, Coloeus monedula an anv skiantel anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Corvidae | ||
Genad : | Coloeus | ||
Anv skiantel | |||
Coloeus monedula (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Anvet e voe Corvus Monedula (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[4] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778), diwar al latin moneta, "moneiz" abalamour ma vezont desachet gant traezoù skedus, dres evel ma vez ar piged[5].
War-dro 32 cm eo ment krenn al labous. Bihanoc'h eget ar vran zu hag ar frav du eo, ha gris eo e gilpenn.
Un arliv rous zo da stuc'h ar re vihan.
E miz Ebrel ha miz Mae e sav ar c'houblad laboused o neizh gant bleñchoù en un toull en ur wezenn, ur garreg, un ti, ur siminal, pe c'hoazh e toull ul lapin. En neizh e lakaont un doublenn savet diwar c'hloan, reun ha foenn. Bras-spontus e c'hall an neizh bezañ, betek 2,40 m a led, 1.20 m a hed hag 1.20 m a sav.
Ul labous strollgar eo, alies e kaver ur c'halz neizhioù tost an eil d'egile.
En neizh e vez dozvet etre 4 ha 6 vi glaswer tarchoù rous, du ha gris warno.
Hollzebrer eo ar spesad : amprevaned, biskoul, buzhug, ed, frouezh, had, melc'hwed, ploged, tousegi, vioù ha ya gantañ.
Evel ar brini all, boas eo da guzhat boued ha traoù bihan all (skedus peurliesañ) a zedenn e selloù.
Er maezioù e vev al labous e koadoù bras hag e tevennoù. Er gourliorzhoù en e gaver ivez, koulz hag er c'hêrioù hag er c'hêriadennoù, ma plij dezhañ annezañ ar savadurioù uhel (tourioù-ikiz, befrezoùhag all), alese e anv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.