Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Frañsez Favereau, pe Francis Favereau hervez e anv ofisiel, ganet d'an 21 a viz Mezheven 1948 en Plelin-Tregavoù (Aodoù-an-Arvor), a zo ur geriadurour, yezhoniour ha skrivagner brezhonek ha gallek.
Pa voe skolveuriet war ar saozneg en 1971 ez eas da lise publik Karaez da gelenn. Goude ez eas da Wengamp da gelenn brezhoneg, eus 1982 da 1989. Kelenner war ar yezh hag al lennegezh vrezhonek, rener an unvez klask "Brezhoneg - Keltieg" en Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon 2 abaoe 2002.
Prezidant Kuzul skiantel Ofis publik ar brezhoneg eo.
En e yaouankiz e voe ezel eus ar strollad politikel Emsav Stadel Breizh, betek 1969. D'an 8 a viz Kerzu 1968 e voe prezegenner da-geñver un devezh-studi e galleg aozet gant Kelc'h Debauvais e Roazhon, a-gevret gant prezegennerien all evel Youenn Olier[1].
Goude se e kemeras perzh er strollad politikel EBV.
Kenlabouret en deus gant ar gelaouenn Imbourc'h, renet gant Youenn Olier :
Anvet e voe da gelenner saozneg, ha kaset da Garaez. Eno e kenlabouras gant UDB. Ezel eus Unvaniezh Demokratel Breizh eo bet, ha kenlabouret en deus gant ar gelaouenn Pobl Vreizh[2]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.