Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur stad eus hanternoz Europa eo Sveden (Sverige e svedeg), ent-hir Rouantelezh Sveden (Konungariket Sverige), e gourenez Skandinavia. Harzoù he deus gant Norvegia er c’hornôg hag en hanternoz, ha gant Finland er biz. Ar Mor Baltel eo a ra he harzoù a-hend-all, er reter hag er c’hreisteiz. Er mervent emañ strizh-mor Kattegat etre Sveden ha Danmark (met hiziv an deiz e c’heller treizhañ ar strizh-mor gant pont-tunnel Öresund a zo etre kêrioù Malmö ha Kopenhagen).
Unaniezh Europa | |
---|---|
Konungariket Sverige | |
Banniel Sveden | Ardamezioù) |
Ger-stur ar roue För Sverige – i tiden "Evit Sveden – gant an amzer" | |
Lec’hiadur Sveden | |
Yezh ofisiel | Hini ebet (Svedeg de faco)[1] |
Kêr-benn | Stockholm |
Statud politikel | Rouantelezh vonreizhek |
Roue | Carl XVI Gustaf |
Kentañ Ministr | Ulf Kristersson |
Gorread • En holl • % dour |
450 295 km² 8,87% |
Poblañs | 10 261 767 (2021) |
Stankter | 23 ann./km² |
Moneiz | Krona (SEK) |
Kan broadel | Du gamla, Du fria |
Devezh ar vro | 6 a viz Mezheven |
Kod Internet | .se |
Kod pellgomz | 46 |
Ur vonarkiezh vonreizhek eo Sveden abaoe an XIXvet kantved. Ur roue a zo en he fenn hogen gouarnet eo gant ur gouarnamant demokratel harpet war ur parlamant (Riksdag). Ezel eo Sveden eus Unaniezh Europa abaoe ar 1añ a viz Genver 1995, evel Aostria ha Finland, a oa aet en Unaniezh d’ar c’houlz-se ivez.
E miz Gwengolo 2014 e oa bet addilennet izili ar parlamant. Setu amañ ar strolladoù o deus kannaded er Riksdag, abaoe ar vouezhiadeg-se :
Strolladoù politikel arall:
Ar gurunenn svedat (svensk krona) eo moneiz ar vro ; Sveden n’emañ ket e tachenn an "euro".
Rannet eo Sveden en 21 gontelezh (län). Pep kontelezh a zo renet gant ur c’huzul merañ (Länsstyrelsen) a zo gantañ ur galloud erounit, ha gant ur vodadenn lec’hel (Landstinget) a zo ganti ur galloud lezenniñ. E pep kontelezh e kaver kumunioù (kommuner), a sav an niver anezho da 289 en holl.
E 1634 e voe savet kontelezhioù, gant ar c’hañseller Axel Oxenstierna, a glaske modernaat ar vro. Adkemeret e voe mui pe vui bevennoù ar 25 proviñs (landskap) a oa er vro a-raok, met diforc’hioù a c’hell bezañ a-wechoù etre harzoù ar proviñsoù kozh hag ar c’hontelezhioù.
|
Un hinad kerreizh a ren e Sveden, dre vras, nemet en hanternoz pellañ e ren un hinad isarktikel. Er c’hreisteiz e kaver gwez dezho delioù dibad hag en hanternoz avalpineged evel ar pruñs ha gwez-bezv. En hanternoz da gelc’h pennahel Arktika ned a ket an heol da guzh e-pad ul lodenn eus an hañv ha gwelout a reer heol hanternoz ; e-pad ar goañv, er c’hontrol, e vez noz e-pad meur a sizhun pa chom kuzh an heol e-pad ur pennad hir pe hiroc’h diouzh al ledred. Er c’hornôg ez eus un aradennad venezioù a ra an harzoù etre Sveden ha Norvegia. Er mervent, eus tu Mor an Hanternoz, e vez klouaroc’h an amzer abalamour ma erru levezon ar Gulf Stream betek eno. En enep eo yenoc’h aodoù ar reter, eus tu ar Mor Baltel ha skornet e vez an dour a-wechoù e-pad ar goañv.
Stockholm eo ar gêr-benn. E-touez ar c’hêrioù bras all e c’heller menegiñ Göteborg (brasañ porzh ar vro), Malmö hag Uppsala (a zo brudet he skol-veur).
Gotland hag Öland eo an div enezenn vrasañ e-touez inizi Sveden.
Renk | Keoded | Poblañs | Gorread | Stankder |
---|---|---|---|---|
1 | Stockholm | 774,411 | 187.74 | 4,124.91 |
2 | Göteborg | 487,028 | 450.71 | 1,080.58 |
3 | Malmö | 272,634 | 155.56 | 1,752.60 |
4 | Uppsala | 183,911 | 2,189.10 | 84.01 |
5 | Linköping | 137,949 | 1,435.80 | 96.08 |
6 | Västerås | 132,344 | 962.78 | 137.46 |
7 | Örebro | 128,170 | 1,380.11 | 92.87 |
8 | Norrköping | 124,729 | 1,503.61 | 82.95 |
9 | Helsingborg | 122,349 | 346.25 | 353.35 |
10 | Jönköping | 121,229 | 1,488.75 | 81.43 |
11 | Umeå | 110,919 | 2,331.39 | 47.58 |
12 | Lund | 102,452 | 430.27 | 238.11 |
13 | Borås | 99,645 | 915.22 | 108.88 |
14 | Sundsvall | 94,121 | 3,208.70 | 29.33 |
15 | Gävle | 92,257 | 1,615.07 | 57.12 |
Da vare Oadvezh ar Maen (6000 kent J.K. – 4000 kent J.K.) e oa poblet Sveden gant tud a veve diwar chaseal loened ha kutuilh frouezh. Pobladoù Skandinavia a emdroas goustadik, o kregiñ gant Oadvezh an Houarn pa oa krog ar Romaned da skrivañ.
Ar meneg kentañ eus Sveden er skridoù a gaver gant an istorour roman Tacitus er Iañ kantved : skrivañ a ra hennezh e oa galloudus ar Suiones, ur meuriad a oa o vevañ e kreiz ha reter ar vro, er Svealand. Dont a ra anv Sveden eus anv ar bobl-se. Kreisteiz ar vro a oa annezet gant Goted moarvat, er vro anvet Götaland. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn ar mare-se, nemet ar pezh a zo chomet e sagaoù zo. E-barzh ar varzhoneg hensaoznek hir Beowulf ez eus anv eus emgannoù etre ar Sweonas (Suiones) hag ar C’hoted.
Da vare ar Vikinged, en IXvet hag en Xvet kantved, ez eas Vikinged eus Sveden war-zu ar reter, war-zu ar broioù a oa en tu all d’ar Mor Baltel ha Rusia. Dont a ra anv Rusia eus anv finnek ar Vikinged-se : Rus (Ruotsi eo anv finnek Sveden hiziv an deiz c’hoazh). Mont a reas lod anezho, a-hed stêrioù Rusia, betek ar Mor Du ha pelloc’h c’hoazh, betek Kergustentin hag ar Mor Kreizdouar. Disheñvel e oa Vikinged Sveden diouzh o c’henseurted eus Norvegia ha Danmark pa ne oant ket troet kement gant ar brezelioù, met muioc’h gant ar c’henwerzh. Digoret o deus hentoù ar c'henwerzh a-dreuz ar broioù slav eus goueled ar Mor Baltel betek an impalaeriezh vizantat. An alouberien svedat, anavezet dindan an anv a Vareged, o deus savet priñselezhioù evel hini Kyiv.
Kristenaet e voe ar vro er XIIvet kantved : eskopti Uppsala, da skouer, a voe krouet e 1164. Gant kement-se e voe aesaet savidigezh ur stad stabil gant he c’hreiz war aod ar Mor Baltel : e 1250 e teuas rummad ar Folkung e penn ar vro ha staliañ a rejont o c’hêr-benn e Stockholm. Gant ar Vosenn Zu e voe lakaet diaes ar vro, er XIVvet kantved, evel ma c’hoarvezas gant ur bern broioù en Europa.
Daoust d’an diaesterioù-se e voe kreñvaet ar stad tamm-ha-tamm hag en em astenn a reas ar vro war-zu an hanternoz, Laponia hag ar rannvroioù a zo bremañ e Finland. Dont a reas Finland da vezañ ul lodenn eus Sveden e 1362 (ha betek 1809).
E 1389, Norvegia, Danmark ha Sveden a voe unanet dindan ur roue hepken, en Unvaniezh Kalmar. E-pad ar XVvet kantved e stourmas Svediz a-enep ar c’hreizennañ dindan aotrouniezh ar roue danat. Goude meur a vrezel e voe kuitaet Unaniezh Kalmar gant Sveden, e 1521, pa embannas Gustav Eriksson Vasa, anavezetoc’h dindan an anv Gustav Iañ a Sveden, e oa distag Sveden adarre.
Ober a reerTad ar Vro eus Gustav Iañ. Dindan e ren e voe degemeret an Disivoud protestant gant Sveden ha dilezet ar Gatoligiezh. Sevel a reas ur parlamant (ar Riksdag), a oa ennañ dileuridi eus ar vourc’hizien.
Er XVIIvet kantved e kreskas galloud Sveden en Europa, abalamour ma kemeras perzh er Brezel Tregont Vloaz. Er c’hantved goude avat, Rusia a gemeras diganti douaroù ar reter (Österland) ha krouiñ eno, e 1809, Dugelezh Vras Finland.
Goude Brezelioù Napoleon, Danmark a rankas lezel Norvegia gant Sveden (Emglev Kiel e 1814). D’ar mare-se e klaskas Norvegia bezañ dizalc’h ha brezel a voe etre Sveden ha Norvegia e 1814. Un emglev a voe kavet, da unaniñ an div vro, pep hini gant he farlamant, dindan aotrouniezh roue Sveden. Padout a reas an emglev-se betek 1905. Ar brezel a-enep Norvegia ne badas nemet pemzektez hag ar brezel diwezhañ eo a vefe bet graet gant Sveden. Abaoe he deus bevet 200 vloaz a beoc’h.
En XIXvet kantved e kreskas kalzik ar boblañs, abalamour d’ar peoc’h-se, ha rankout a reas kalz tud divroañ da-heul da c’hounit o buhez, o vont d’ar Stadoù Unanet dreist-holl. Gant an Dispac'h greantel ez eas muioc’h-mui a dud da chom er c’hêrioù ha da labourat er greanterezh. Diwar se e kreskas un emsav sindikalour kreñv ha, goude, ur strollad sokial-demokrat ken kreñv all.
Dont a reas Sveden a-benn da chom neptu e-pad ar Brezel bed kentañ hag an Eil brezel bed, war-bouez ar skoazell a voe roet da Finland d’en em zifenn a-enep an Unaniezh Soviedel e 1939 ha 1940. Goude an Eil brezel bed e talc’has Sveden da ren ur politikerezh neptu e-keñver ar bloc’hadoù bras, betek hiziv. E 1995 e teuas da vezañ ezel eus Unaniezh Europa, met nac’het he deus degemer an euro da voneiz.
Unan eus ar broioù gant ar barr bevañ uhelañ er bed eo Sveden.
E-touez ar strolladoù sonerezh brudetañ emañ ABBA, Europe, Aha, Ace of Base, The Cardigans.
E bed al lennegezh eo brudet ar romantoù polis, da skouer Teiroberenn Millennium gant Stieg Larsson.
Er sinema e c'heller menegiñ Ingmar Bergman.
Ha pa ne vefe yezh ofisiel ebet hervez lezenn ez eo ar svedeg ar yezh nemeti a-berzh-Stad. Pemp yezh all, kaozeet gant minorelezhioù, a zo anavezet evel yezhoù minorel, abaoe ma voe degemeret, gant Sveden, Karta Kuzul Europa evit ar yezhoù minorel pe rannvroel, e 1999. Div anezho a zo anavezet war pep a dachenn resis, hag an teir all a zo anavezet dre ar vro a-bezh :
Ouzhpenn se e c’heller menegiñ daou dra all :
E Sveden, evel ma c’hoarvez e lec’h all e Skandinavia, eo ledet-kenañ an anaoudegezh eus ar saozneg: er skolioù-meur e roer kentelioù zo e saozneg (danvezioù skiantel pe teknikel) hag en embregerezhioù bras evel Ericsson ez a an traoù en-dro alies e saozneg.
Embregerezhioù bras zo evel Ericsson, Electrolux, H&M, Ikea, Spotify, Saab, Scania, Tele2, Tetra Pak ha Volvo.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.