From Wikipedia, the free encyclopedia
Ul labous boutin a-walc'h eo ar frav du (liester : fraved du), heñvel-tre ouzh ar vran. Aes-tre eo kemmeskañ an daou. Du eo an holl eus e bluñv, nemet an adskedoù glas ha limestra. Ur pigos kreñv e kreiz un takadig dibluñv a zo dezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Ur frav du.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Corvidae | ||
Genad : | Corvus | ||
Anv skiantel | |||
Corvus frugilegus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Muzuliañ a ra war-dro 47 cm gant ur pouez etre 400 ha 500 g. Bevañ a ra war-dro ugent vloaz. Heñvel eo ar par ouzh ar barez.
Ar frav a zebr amprevaned, krignerien, frouezh, kraoñ ha lostajoù.
Neizhiañ a ra en tropadoù, e brankoù uhelañ ar gwez. Abaoe un nebeud bloavezhioù n'eo ket ral gwelet strolladoù fraved o chom er c'hêrioù p'eo bet distrujet meur a vodad-gwez gant korventennoù bras 1999.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.