Remove ads
skrivagner gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Guy de Maupassant, Henry-René-Albert-Guy de Maupassant hervez e anv ofisiel, ganet d'ar 5 a viz Eost 1850 e kastell Miromesnil, e kumun Tourville-sur-Arques, 8 km eus Dieppe, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1893 e Pariz, zo ur skrivagner ha romantour gallek, hogen brudet e zanevelloù, un 300 anezho, dreist e oberennoù all, abalamour d'o nerzh, d'an hollwashaouriezh enne, d'ar stumm-skrivañ anezhe. Mignon e oa da Gustave Flaubert (1821-1880).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Guy de Maupassant |
Anv ganedigezh | Henry-René-Albert-Guy de Maupassant |
Anv-bihan | Guy |
Anv-familh | de Maupassant |
Lesanv | Joseph Prunier, Guy de Valmont, Maufrigneuse |
Deiziad ganedigezh | 5 Eos 1850 |
Lec'h ganedigezh | Tourville-sur-Arques |
Deiziad ar marv | 6 Gou 1893 |
Lec'h ar marv | Passy |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Kleñved Naplez |
Lec'h douaridigezh | bered Montparnasse |
Tad | Gustave de Maupassant |
Pried | talvoud ebet |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Tachenn labour | lennegezh, c'hoariva, kazetennerezh |
Bet war ar studi e | Lycée Henri-IV, Lycée Pierre-Corneille, Q123138282 |
Bet studier da | Gustave Flaubert |
Lec'h annez | Q124356325 |
Deroù ar prantad labour | 1880 |
Brezel | Brezel 1870-1871 |
Oberenn heverk | Bel-Ami, Boule de suif, Une Vie, Le Horla |
Luskad | literary realism |
Levezonet gant | Honoré de Balzac, Émile Zola |
Prizioù resevet | Vitet Prize |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
An tiegezh de Maupassant a oa deuet eus Loren da chom da Normandi, e Seine-Inférieure (Seine-Maritime hiziv) e-kreiz an XIXvet kantved. Tad Guy, Gustave de Maupassant (bet ganet Maupassant e 1821 e Bernay (Eure), marvet e 1899), a oa bet aotreet da ouzhpennañ ar rannig de gant lez-varn Rouen e 1846, a oa un den skañv, dispigner ha merc'hetaer.
D'an 9 a viz Du 1846 e timezas da Laure Le Poittevin, ganet e 1821 evel he fried. Honnezh a oa merc'h da baramantourien norman, ha c'hoar da Alfred Le Poittevin, gwellañ mignon Gustave Flaubert. He breur Alfred a zimezas er memes bloaz da Louise de Maupassant, c'hoar da Gustave de Maupassant.
E 1850 e c'hanas Laure he mab kentañ, Guy, hogen n'ouzer ket pelec'h e gwirionez : hervez lenneien zo e vefe bet e Fécamp, e ti mamm Laure, er straed Sous-le-Bois (hiriv « kae Guy de Maupassant ») daoust ma'z eo bet disklêriet ar c'hanedigezh e ti-kêr Tourville-sur-Arques.
Hervez ur vojenn eo Flaubert an hini a oa tad dezhañ, panevet ma oa ar romantour o veajiñ e broioù ar reter en amzer-se.
E 1856 e c'hanas un eil mab, Hervé, a varvas er follentez e 1889.
Un ti bras e Fécamp a oa d'an tiegezh Le Poittevin, hag alies ez ay di bugale Laure da welout o mamm-gozh.
D'ar 5 a viz Eost 1850 e voe ganet Henry René Albert Guy de Maupassant, e kastell Miromesnil, e Tourville-sur-Arques (hervez akta an ti-kêr), nepell diouzh kêr Dieppe, hogen e Sotteville-lès-Rouen, hervez akta e varv e 1893.
E 1851, d'ar 17 a viz Eost, e voe badezet Guy en iliz Tourville.
E 1854 ez eas an tiegezh da chom da gastell Grainville-Ymauville, e kanton Goderville, e-kichen An Havr-Nevez.
D'an 19 a viz Mae 1856 e voe ganet e vreur Hervé e kastell Grainville-Ymauville ; e 1889 e varvo er follentez.
E 1859, aet e stal da stalig, ez eas an tad da labourat da Bariz, er bank Stolz, hag e diegezh d'e heul : e Passy e oant o chom. E miz Here e krogas Guy da vont d'al lise Napoleon (Lycée Henri-IV hiriv) ; skoliad mat e voe. Ne chomas ket pell amzer e Pariz avat.
E 1860 e tispartias Laure diouzh he fried merc'hetaer, ha foet-boutik, da vont gant he daou vab da chom da Étretat (evel o zad e varvo-hi war o lerc'h), en un ti bras anvet Les Verguies prenet ganti war ali he breur, Alfred Le Poittevin, a-raok hec'h eured. Eno e kreskas ar bugel, etre ar mor hag ar maezioù, hag ez eas da besketa gant tud an arvor, hag e teskas normaneg gante. Skoliet e oa er gêr, gant ur beleg a deue eus Etretat, an abad Aubourg. E-pad pemp bloaz warn-ugent e labouras an tad er bank Evrard.
E 1863 ez eas d'ar skol da Yvetot, hervez c'hoant e vamm, evel lojad en ur c'hloerdi bihan anvet Institution ecclésiastique, « ur gouent trist ma ren ar veleien », emezañ. Mougañ a rae er metoù-se, ha meur a wech e klaskas tec'hel. Krog e voe da werzaouiñ, ha kas a reas e gentañ gwerzennoù d'e vamm.
En hañv 1866 en Étretat e kemeras perzh e savete ur Saoz a oa o veuziñ, ar barzh Charles Algernon Swinburne. Pedet e voe gantañ da goaniañ da di ur Saoz all ; eno e welas un dorn troc'het, danvez ar gontadenn La Main d'écorché, deuet da vout La Main e 1883.
Enebet e oa Guy de Maupassant ouzh ar relijion, hag e 1868 e voe taolet e-maez e skol abalamour d'un tamm barzhoneg skrivet gantañ ha dediet d'ur geniterv nevez-euredet, kavet re skoemp gant ar veleien.
Kaset e voe da lise Rouen, ma voe skoliad mat. Skrivañ a reas barzhoniezh, perzh a gemeras e c'hoariva ar skol. Kenskriver dezhañ e oa ar barzh Louis Bouilhet, ur mignon da Gustave Flaubert, a oa o chom e Croisset. Drezañ e reas anaoudegezh gant ar romantour, a welas evel e vestr.
E miz Gouhere 1869 e tapas e vachelouriezh, un nebeud deizioù goude marv Louis Bouilhet. En em gavout a reas gant Gustave Courbet, war an aod, o livañ La Vague.
E miz Here ez eas da studiañ ar gwir e Pariz, ma chomas er memes savadur evel e dad.
Bloaz war-lerc'h e krogas brezel 1870 ; ugent vloaz e oa Maupassant, ha mont a reas d'an arme. Perzh a gemeras e kiladenn an armeoù norman dirak ar Brusianed.
E 1871, kavet unana all da gemer e lec'h, e kuitaas an arme hag e tistroas da Étretat. Adal neuze e vagas kasoni ouzh ar brezel hag ouzh an arme.
E 1872, goude goulenn hag adc'houlenn, e kavas labour dic'hopr e Ministrerezh ar Velestradurezh. Goude ur pennad e voe gopret 125 lur bep miz, ha poan en devoe o vevañ gant ken nebeud.
E-pad eizh vloaz, etre 1872 ha 1880, e veze o roeñvat war ar stêr Seine gant merc'hed yaouank dibreder, bep Sul hag en deizioù dilabour. Mont a rae da Bezons, Argenteuil, Sartrouville, Chatou, Bougival, daremprediñ a rae ostalerioù evel ti Poulin e Bezons, ma en doa ur gambr, ar Maison Fournaise e Chatou, La Grenouillère, ur radell-ti-kibellat dirak Croissy-sur-Seine. Gant e vignoned, "Tomahawk" (Henri Brainne), "Petit Bleu" (Léon Fontaine), "Hadji" (Albert de Joinville) ha "La Tôque" (Robert Pinchon) e savas Maupassant ur vreuriezh paotred hag a gase merc'hed dispont ganto war ar stêr, en ur yolenn nevez kenbrenet anvet Feuille de rose (anilinctus e latin).
E 1875 e voe troet gant ar c'hoariva. Sevel a reas La Trahison de la comtesse de Rhune, drama istorel e gwerzennoù, na vo embannet nemet e 1927 e Le destin tragique de Guy de Maupassant, gant Pierre Borel[1],[2].
E miz Ebrel e voe c'hoariet, etre mignoned, ar fars pornografek À la feuille de rose, maison Turque.
En hevelep bloavezh e voe embannet e gentañ danevell, La Main d'écorché, sinet « J. Prunier », e L'Almanach lorrain de Pont-à-Mousson.
E miz Here 1876 e chomas en Antibes, plijet bras gant an arvor hag ar Mor Kreizdouar. Embannet e voe e varzhoneg Au bord de l'eau[3] er gelaouenn la République des lettres, renet gant Catulle Mendès.
E miz Genver 1877 e santas Guy de Maupassant kentañ efedoù an naplez. Koll a reas e vlev war e gorf penn-da-benn, poan-benn en deveze, ha fallaat a rae e zaoulagad. Mont a reas d'ur c'hurdi e Loèche, e Valais (Suis).
E miz Kerzu 1878 e roas e zilez da Vinistrerezh ar Verdeadurezh. Gant skoazell Flaubert e kavas ul labour all e Ministrerezh an Deskadurezh. Displijet e voe, ha mall e voe gantañ gwelout an deiz ma c'hallje stlakal an nor war e lerc'h da-vat.
E miz C'hwevrer 1879 e voe c'hoariet e bezh L'histoire du vieux temps. E miz Gwengolo e veajas da Jerzenez ha da Vreizh: gweladenniñ a reas kastell Susinio, Karnag, ar Vro Vigoudenn, Beg ar Raz, e-touez meur a dra. Ur veaj all a raio da Vreizh e 1882.
D'an 11 a viz Genver 1880 e voe pedet da zont dirak barner Étampes abalamour d'ur varzhoneg.
D'ar 16 a viz Ebrel e voe embannet Les Soirées de Médan. Brud a gouezhas kenkent war an danevell Boule de suif ha war an oberour anezhi. Goude berzh an danevell e voe pedet Maupassant, gant Arthur Meyer, perc'henn ar gelaouenn Le Gaulois, da skrivañ danevelloù ha kronikoù. E-pad seizh vloaz eta e kasas e skridoù d'ar gelaouenn, sinet gant e anv.
D'ar 25 a viz Ebrel e voe embannet Des Vers.
D'an 8 a viz Mae e varvas Flaubert ; glac'haret bras e voe Maupassant.
E miz Mezheven e kuitaas ar velestradurezh da-vat.
E miz Gouhere e reas e eil beaj da Vreizh.
E 1883 ez eas e weled da fall.
D'ar 27 a viz C'hwevrer e voe ganet Lucien Litzelmann, bastard kentañ Maupassant, mab da Joséphine Litzelmann, kemenerez e Châtel-Guyon, met ne voe ket anavezet ar bugel gantañ ; daou all a voe war-lerc'h : ur verc'h e 1884, ur mab all e 1887.
A-drugarez da wirioù an dastumad La Maison Tellier e c'hallas sevel ti e-tal Étretat, war un tamm douar roet gant e vamm : la Guillette e voe anvet.
D'ar 1añ a viz Du e kemeras ur Belgiad da vevel-ti, François Tassart e anv, a skrivo e eñvorennoù.
En hevelep bloavezh e voe embannet daou zastumad nevez : Contes de la bécasse ha Clair de lune, e drede ha pevare ; e romant kentañ, Une vie, a voe embannet ivez.
Ganedigezh e verc'h Lucienne Litzelmann.<br / E 1884 e voe e darempred gant ar gontez Emmanuela Potocka, ur vondianez pinvidik. Eviti e oa bet krouet ar frond Shaw's Caprice gant Guerlain. Anaoudegezh a reas gant Marie Kann, brudet he saloñs, a voe serc'heg dezhañ goude bet hini ar romantour Paul Bourget. E miz Mae ez eas Maupassant gant ur yolenn, o roeñvat, eus Maisons-Laffite da Rouen. Goude-se ez echuas e eil romant, Bel-Ami, en e di e Normandi.
E miz Genver e kuita Pariz da vont da Italia, met chom a ray a-sav e kreisteiz Bro-C'hall ma emañ he mamm o chom.
E miz Meurzh e voe embannet Contes du jour et de la nuit gant Havard. E fin ar miz e tegouezhas war e giz e Pariz.
D'ar 4 a viz Ebrel e krogas e veaj da Italia ha Sikilia, gant e vignoned Amic, Gervex, ha Legrand. Daou zevezh goude deroù ar veaj-se e krogas embannadur e romant Bel-Ami e Gil Blas, ha d'an 11 a viz Mae e voe embannet en ul levr gant Havard. D'ar c'houlz-se edo o tistreiñ dre Messina, Roma ha Genova. E Mezheven e tegouezhas e Pariz; goude da Etretat.
En hañv ez eas d'ur c'hurdi da Châtel-Guyon. E miz Du e prenas al lestr « Bel-Ami I » ha tremen a reas ar goañv e beg Antibes. Embannet an dastumad Monsieur Parent e ti Ollendorff. gwech an amzer e ra distroioù da bariz ma tarempred Marie Kahn, ar gontez Potocka, Hermine, ha Geneviève Strauss. Klask a ra reiñ skoazell d'e vreur, ha ne ra nemet sammañ dle war e chouk, da sevel ur stal liorzherezh en Antibes.
veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.
E miz Eost e veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.
E miz Kerzu e krogas da embann e romant nevez Mont-Oriol e Gil Blas.
Tremen a reas ar goañv en Antibes ha Cannes.
E 1891 e reas kurioù e Divonne-les-Bains ha Champel-les-Bains. Labourat kalz a rae, ha kregiñ da sevel daou romant: L'âme étrangère ha L'Angélus. Biken ne echuas an daou skrid-se.
Maupassant en deus bet meur a anv-pluenn.
Dre e gasoni ouzh ar gevredigezh e oa troet gant an natur, mor ha menez, hag an dud izel, met dreist-holl gant al labour, sioul ha didrouz, er gêr. Koulskoude e veajas ivez en Aljeria, en Italia, en Bro-Saoz, en Breizh, en Sikilia, en Aovergn, ha dastum a reas eno danvez danevelloù nevez. War ar mor kreizdouar e veaje gant e lestr « Bel-Ami », anvet diwar e roman embannet e 1885. Mignon e oa da Alexandre Dumas fils, d'an istorour Hippolyte Taine, a deue da chom en hañv war lez lenn Annecy, ha mont a reas Guy de Maupassant, war e hent da Aix-les-Bains, d'e welout meur a wech[4].
Mignon bras e voe ur pennad da Emile Zola ha Tourgeniev, gant ar vreudeur Goncourt avat ne badas ket nemeur : re lemm e oa e lagad ha re eeun e natur evit gouzañv gwalldeodoù ha klufanerezh an daou vreur… Dizemglev a savas etrezo abalamour d'an dastum arc'hant da sevel ur monumant da Flaubert.
E-touez he mignonezed e oa Colette Dumas Lippmann, Geneviève Straus.
Levezonet e oa e vennozhioù gant dengasoni ar prederour alaman hollwashaour Arthur Schopenhauer. Enebet e oa ouzh ar briedelezh : gantañ e vije bet distaget ar frazenn "ar briedelezh n'eo ken nemet keneskemm imorioù fall war an deiz ha c'hwezh fall diouzh an noz". Daremprediñ a rae ar fouzhlec'hioù, evel kalz eus e vignoned. Ne felle ket dezhañ kemer perzh e bodad arzel ebet.
Al loened a blije dezhañ, ar c'hizhier dreist-holl. Sot e oa gant sportoù zo : roeñvat war ar stêr, chaseal, tennañ gant ar bistolenn, neuial. Lavarout a reas e nac'he kement medalenn a oa (brokus e veze ar republik nevez gant ar c'hoarielloù, ha tapet e voe un niz d'ar prezidant Jules Grévy o werzhañ anezho), nemet hini ar saveteiñ (ha ne voe ket kinniget dezhañ) : meur a zen o veuziñ en doa saveteet.
C'hwec'h romant en deus savet :
Kontañ a reer ur mil danevell bennak diwar e zorn, darn savet evit kelaouennoù sizhuniek, hag adembannet e dastumadoù :
E 2008 eo bet embannet an dastumad Coquineries gant Lucien Souny, ennañ danevelloù diembann o tont eus ur skol-veur stadunanat, eus dastumad Claude Seignolle ha hini un den all dizanv.
A-wechoù e vez klenket e gontadennoù hervez an danvez meret enne:
Oberennoù lennegel awenet gant Maupassant:
(fr)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.