Boule de suif ("Soavenn") zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, skrivet e 1879 hag embannet e 1880. Da gentañ e oa bet lennet e miz Genver gant an oberour dirak e vignoned eus ar « groupe de Médan », ha goude embannet en dastumad danevelloù savet a-stroll hag anvet Les Soirées de Médan, e miz Ebrel 1880. Klenket e vez e-touez e zanevelloù a-zivout brezel 1870.
An danevell
« Boule de suif […] zo ur bennoberenn », a skrive Gustave Flaubert(Daveoù a vank). Ne oa ket danevell gentañ Guy de Maupassant, met gant honnezh ez eo bet lakaet da vestr.
Brezel 1870 : dek den zo o tec'hel en ur c'harr-post eus kêr Rouen aloubet gant ar Brusianed. En o zouez ez eus ur c'hast anvet Élisabeth Rousset, lesanvet Boule de suif dre ma'z eo tev. En em reiñ a ra d'un ofiser evit saveteiñ ar re all, a ra fae warni koulskoude.
Goude berzh an danevell e voe pedet Maupassant gant Arthur Meyer, perc'henn ar gelaouenn Le Gaulois, da skrivañ danevelloù ha kronikoù. E-pad seizh vloaz eta e kasas e skridoù d'ar gelaouenn, sinet gant e anv.
Sinema
Meur a filmaozer zo bet awenet gant an danevell, unan anezho o vezañ John Ford evit ar western Stagecoach e 1939[1].
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.