Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un arme, ul lu (liester : luioù pe luoz gant Meven Mordiern) a reer eus ur strollad tud armet, pe eus hollad an dud armet ez-reoliek war tiriad ur riez pe ur vroad.
Koulskoude e c'heller gwelout luioù ha n'int ket bodet gant ur riez ofisiel. O vezañ er-maez eus al lezenn etrebroadel e c'hellont bezañ trec'h war lu ar riez m'emaint o stourm outañ ha dre-se sevel ur riez nevez, pe bezañ trec'het, pe tizhout ur feur-emglev peoc'h.
Ul lu a c'hell ivez bezañ nann-milourel pa dalvez ar ger kement ha kalz tud bodet diouzh o intent (Lu ar Salvidigezh da skouer) pe diouzh o stadoù (lu an dud dilabour). Hogos an holl riezoù o deus ul lu ofisiel, war-bouez ar re vihanañ (Monaco, San Marino ha Liechtenstein, da skouer) ha n'eus ket a nerzh milourel e Stad Costa Rica dre m'eo berzhet gant he bonreizh.
En ur riez ha seul vui ma vezont niverus e c'heller envel "lu" eus un nebeud korfoù milourel kenstrollet. Al luioù-se a vez roet un niver dezho hag ur pennjeneral en o fenn.
Da skouer, pep rann an talbenn brezel a zo dezhañ ul lu evit stourm war an hed termenet evitañ. War an dachenn vrezel a-bezh e c'hell bezañ ul lu tachenn rannet etre rannluioù o zo renet o obererezhioù brezel gant ur penngarter, sez ar pennjeneral. Hemañ a glask lec'hiañ mat ar rannoùluioù, kas darn anezho da lec'hioù an talbenn ma 'z eus ezhomm evit difenn ur bastell-vro pe bouezañ war an enebour.
Peurliesañ e vez rannet lu ur riez hervez an araezioù treuzdougen arveret evit brezeliñ warno.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.