Ginea Bissau (Republik Ginea Bissau ent-hir, República da Guiné-Bissau e portugaleg, yezh ofisiel ar vro) zo ur stad eus kornôg Afrika, paket etre Senegal en hanternoz, Republik Ginea er c’hreisteiz hag er reter, hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg.
- Evit sterioù all ar ger Ginea, gwelet amañ.
República da Guiné-Bissau Republik Ginea-Bissau | |||||
| |||||
Ger-stur : "Unidade, Luta, Progresso" (Portugaleg) "Unvaniezh, Stourm, Araokadur" | |||||
Kan broadel: Esta é a Nossa Pátria Bem Amada (Portugaleg) | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Bissau | ||||
Yezh(où) ofisiel | Portugaleg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Umaro Sissoco Embaló | ||||
- Kentañ Ministr | Rui Duarte de Barros | ||||
Dizalc'hded | diouzh Portugal | ||||
- Diskleriet | 24 Gwengolo 1973 | ||||
- Anavezet | 10 Gwengolo 1974 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 36.125 km² (136vet) | ||||
- Dour (%) | 22,4 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur Gouere 2005 | 1.586.000 () | ||||
- niveradeg 2002 | 1.345.479 | ||||
- Stankter | 44/km² (154vet) | ||||
PDK (PGP) | 2005 (istimadur) | ||||
- Hollad | $1,167 miliard (165vet) | ||||
- Keidenn | $736 (177vet) | ||||
FDD (2004) | 0,349 (izel) (173) | ||||
Moneiz | Lur CFA (XOF ) | ||||
Gwerzhid-eur | (UTCGMT) | ||||
Kod kenrouedad | .gw | ||||
Kod pellgomz | +245 |
En em ledañ a ra war 36 120 km2 ha poblet eo gant ouzhpenn ur milion a dud (1 345 479 a annezidi e 2002). Bissau eo ar gêr-benn.
Izel eo ar braz eus douaroù ar vro : e 300 metr uhelder emañ al lec’h uhelañ. Dirak aberioù ar stêrioù Geba ha Corubal en em astenn an inizi Bijagós.
Gwechall e oa eno rouantelezh Kaabu (Gabú), un tamm eus Impalaeriezh Mali, a gaver roud anezhañ betek an XVIIIvet kantved. Tamm-ha-tamm e voe trevadennet an arvor gant Portugaliz, a rae kenwerzh ar sklaved eno. Met ne voe ergerzhet an diabarzh nemet en XIXvet kantved. Neuze e teuas an douaroù a ya bremañ d’ober Ginea-Bissau hag ar C'hab Glas da vezañ un drevadenn eus Portugal, kelc’hiet gant trevadennoù gall. E 1956 e krogas stourm ar Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde (PAIGC) evit an dizalc’hiezh. Dont a reas Ginea-Bissau da vezañ ur stad dizalc’h d’ar 24 a viz Gwengolo 1973, hag anavezet e voe ar stad nevez gant Portugal e 1974.
Ar portugaleg eo yezh ofisiel ar vro met ne vez kaozeet nemet gant un niver bihan a dud. Fula ha Mandinka zo yezhoù a vez kaozeet gant kalz tud, dreist-holl en hanternoz ar vro. En arvor e vez kaozeet kreoleg Ginea-Bissau (kriol), gant tud a bep seurt, en o zouez diskennidi Portugaliz hag Afrikaned (Mestiços) ha tud deuet eus Makao.
Rannoù melestradurel
Rannet eo Ginea-Bissau en 8 rannvro hag un tolead emren :
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.