From Wikipedia, the free encyclopedia
Moris[3] (Moris e kreoleg, Mauritius e saozneg, Maurice e galleg) zo un enezenn hag ur republik e mervent Meurvor Indez, a-vaez da Afrika, nepell diouzh Madagaskar. Port Louis eo anv ar gêr-benn.
Repiblik Moris République de Maurice Republic of Mauritius | |
---|---|
Banniel | Skoed-ardamez |
Sturienn Stella clavisque maris Indici L'étoile et la clef de l'Océan Indien | |
Kan broadelMère Patrie — Motherland | |
20°09'36" S – 57°30'36 R | |
Douaroniezh | |
Gorread | 2 040 m²[1] |
Aodoù | 177 km |
Uhelderioù • Izelañ • Uhelañ | 0 m (Meurvor Indez) 828 m (MenezPiton) |
Gwerzhid eur | UTC +4 |
Poblañs | 1 356 388 (Gouere 2017) |
Yezh ofisiel | Hini ebet Kreoleg 86,5% Bhojpurieg 5,3% Galleg 4,1% All 2,6%[2] |
Gouarnamant | |
Dizalc'hiezh | 12 a viz Meurzh 1968 Diouzh ar R.-U. |
Doare | Republik parlamantel (1 gambr hepken) |
Penn ar Stad | Prithvirajsing Roopun (2 a viz Kerzu 2019) |
Kêr-benn | Port Louis |
Melestradur | 9 distrig 3 amzalc'h |
Moneiz | MUR (Roupi morisian ) |
Kod pellgomz | +230 |
Kod Internet | .mu |
Internet | www.govmu.org |
Andon : The WorldFactbook |
Kentañ prouenn istorel eus an enez anvet Mauritius gant Europiz zo war ur gartenn bortugalat laeret gant ar spier italian Alberto Cantino e 1502[4]
War a seblant e oa anvet Dina Arobi gant moraerion arab war-dro 975, ar re gentañ marteze o teurel troad war an enez.
E 1507 e teuas moraerion eus Portugal da ober un dro war an enez didud. Anvet e voe Cirne ganto war ar c'hartennoù portugalek, marteze diwar anv unan eus o listri pe en abeg d'an evn anavezet evel dodo, a oa stank eno d'ar c'houlz. Ur moraer portugalat all, Pedro de Mascarenhas, a roas e anv d'an enezeg, Mascarenhas.
E 1598 e teuas ul lestraz izelvroat, dindan an amiral Wybrand van Warwijck, da aochañ e Grand Port, hag an amiral da envel an enezenn Mauritius, en enor d'ar priñs Maurits van Nassau, stathouder ("penngouarnour") ar Republik izelvroat. Diwar neuze e voe ul lec'h-arsav da bourveziñ dour ha boued war hent Indez Nederlandat ar Reter.
En enezeg Maskaregnez (Mascarenhas) emañ Moris, a-gevret gant ar Reünion 200 km anezhi er mervent, hag enez Rodrigues 570 km er biz dezhi. Ouzhpenn enez Moris zo er republik :
|
N'eus yezh ofisiel ebet e Moris. Kreoleg dreist-holl, bhojpurieg ha galleg eo yezhoù an dud ; gant ar saozneg e vez graet er gouarnamant.
Klask a ra renerien ar Republik diorren an douristelezh ha sachañ ar re binvidikañ.
Koz a oa bet eus vakañsoù ar prezidant gall Jacques Chirac en hañvezh 2000 en ul leti eus ar re gerañ (ar Royal Palm, 21 972 lur gall bemdez)[5].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.