From Wikipedia, the free encyclopedia
Kêr-benn ha brasañ kêr Serbia eo Beograd[1], pe Belgrad (Београд e serbeg), e kember ar stêrioù Sava ha Danav. Emañ en ur distrig anvet "Kêr Veograd" (Град Београд/Grad Beograd). Hervez niveradeg 2022 e oa 1 197 714 a dud o chom e kêr ha 1 681 405 a dud gant ar fabourzhioù.
Anv ofisiel | Београд, Beograd, Nándorfehérvár |
---|---|
Anv er yezh a orin | Београд, Beograd |
Yezh ofisiel | serbeg |
Kevandir | Europa |
Stad | Serbia |
E tiriad | City of Belgrade |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
War ribl | Sava, Danav |
Daveennoù douaroniel | |
Penn an aotrouniezh | Aleksandar Šapić |
Ezel eus | World Tourism Cities Federation |
Gevellet gant | Kyiv |
Yezh implijet | Sinte Romani |
Present in work | Civilization V |
Kod-post | 11000 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.beograd.rs |
Banniel (deskrivadur) | flag of Belgrade |
Ardamezioù | coat of arms of Belgrade |
Istor | history of Belgrade |
Rummad tost | Category:Belgrade-related lists |
Ekonomiezh an danvez | economy of Belgrade |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Belgrade |
Time of earliest written record | 3vet kantved kt JK |
Kod pellgomz an takad | 011 |
Kod plakenn varilh | BG |
Roll elfennoù | list of streets and squares in Belgrade |
Category for honorary citizens of entity | Category:Honorary citizens of Belgrade |
Category for the view of the item | Category:Views of Belgrade |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Belgrade |
« Kêr gwenn » a dalv he anv hag aloubet e voe 40 gwech en he hir a istor. Tro-ha-tro e voe keltiek roman, bizantion, hungarat, serb, aostrian, otoman, serb, yougoslaviat e 1918 ha kêr-benn Serbia en-dro adalek 2006.
Da gentañ e oa meuriadoù henvalkanek o chom er c'horn-bro, en o zouez an Draked hag an Daked. Aloubet e voe ar vro gant ar Gelted kozh e -279, ha kemeret e voe kêr gant ar Scordisci hag a anvas anezhi Singidūn (dūn a dalv "kreñvlec'h"). Tizhet e voe kêr gant lu ar Romaned e -54/-53, romanekaet e voe an anv ganto e Singidunum, ha laket e voe e proviñs roman Moesia. E 395 e tremenas al lec'h dindan veli Impalaeriezh roman ar Reter. En tu all d'ar stêr Sava, e-tal Singidunum, edo kêr geltiek Taurunum (Zemun) ; ur pont a oa etrezo a-hed ar mareoù roman ha bizantion.
Gevellet eo Beograd gant ar c'hêrioù amañ da-heul[2],[3],[4].
Meur a enor broadel hag etrebroadel zo bet deroet da gêr Veograd, en o zouez al Lejion a enor gall e 1920[6], Kroaz ar Brezel Tchekoslovakia, Sterenn Karađorđe hag Urzh an haroz broadel Yougoslavia[7]. An enor-mañ a voe roet dezhi d'an 10 a viz Here 1974 evit lidañ deizh-ha-bloaz dibenn an ac'huberezh nazi e-pad an Eil Brezel-bed. E 2006 e voe deroet dezhi gant ar gelaouenn Foreign Direct Investment eus ar Financial Times an titl a Gêr an Dazont en Europa ar Su[8].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.