Dun, Din (e Breizh ha Bro-Gembre dreist-holl) ha Don zo ur ger keltiek kozh hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Europa. Talvezout a ra kement ha kreñvlec'h, hag ivez torgenn. Dunum eo e stumm latin, Dūnon ar stumm galianek (gant un "u" hir).
En Enez Vreizh e seblant an dun-où bezañ erruet er VIIvet kantved kent JK, en Oadvezh an Houarn.
- London, anv saoznek Londrez (Londin-ium e latin)
- Cambodunum, ur lec'hienn roman kozh e Kornôg Yorkshire
- Din Guoaroy, Northumberland – anv kozh Bamburgh, kevatal da din-gwarae e kembraeg.
- Dinckley, ur gêriadenn e Lancashire
- Dinder, ur gêriadenn e Somerset
- Dinedor, ur gêriadenn e Herefordshire
- Dunmallard Hill, ur dorgenn e Cumberland
- Durham (Dunelm) e kontelezh Durham
- Glendinning Rigg, e Cumberland
- Londesborough, Yorkshire (Lugudunum)
- Rigodunum, Lancashire
- Segedunum, Northumberland
- Uxelodunum, Cumberland – e kembraeg ucheldin ("kreñvlec'h uhel").
- Leiden (Lugdunum Batavorum, Lugdunum ar Vataved)
- Dinas Mawddwy, hag an anv dinas, stankik er vro.
- Din Silwy, anavezet ivez evel Bwrdd Arthur .
- Chambezon e Liger-Uhel
- Castèlverdun (Castrum Verodunum), Château-Verdun e galleg, en Ariège
- Ambrun (Eburodunum), Embrun e galleg, en Alpoù-Uhel
- Verdun, en Ariège,
- Verdun, en Aveyron, hiriv e Quins,
- Verdun de Lauragués, Verdun-en-Lauragais e galleg, en Aude,
- Verdun-sur-Garonne, e Tarn-et-Garonne.
- Lugidunum, anv kozh Legnica, da lavaret eo kreñvlec'h al Lugii, ur bobl keltiek
- ul lec'hienn henoniel eus ur c'hamp roman anvet "Noviodunum" a zo e-kichen Isaccea
- Sion (Sedunum), kumun kozh bremañ e-barzh Vallières-sur-Fier
- Singidūn (Singidunum e latin), ur gêr savet gant ar Gelted kozh, bremañ e Beograd
- Drnovo, lec'h ma oa kêr Neviodunum e mare pobl keltiek al Latobici
- Canal de Berdún, en Aragon,
- Navardún, en Aragon.
- Nyon (Ny-on, Noviodunum)
- Yverdon (Eburodunum)
Kerneveureg din "Kreñvlec'h" + tagell "strizh" ; cf. (en) Mills, David. A Dictionary of British Place-Names. Oxford : Oxford University Press, 2001 (ISBN 978-0-19-960908-6)