← Genver → 1añ 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Darvoudoù 871 : en Emgann Reading eo trec'het Angled-ha-Saozon Æðelred Iañ Wessex gant alouberien danat. 1248 : dont a ra Afonso III da vezañ roue Portugal. 1791 : ret eo d'ar veleien touiñ war o le d'ar Vonreizh. 1948 : dizalc'hiezh Birmania. 1964 : krouidigezh Unvaniezh Demokratel Breizh. 1970 : echu eo enrolladenn Let It Be gant ar strollad The Beatles. 2010 : digoradur ofisiel Burj Khalifa, an tour uhelañ er bed. Ganedigezhioù Sir Isaac NewtonJakob (a-zehou) ha Wilhelm Grimm 1643 : Isaac Newton, matematikour ha fizikour saoz. 1785 : Jakob Grimm, yezhour ha gwerinour alaman. 1809 : Louis Braille, ijiner gall al lizherenneg evit ar re zall. 1875 : William Crwys Williams, barzh kembraek. 1880 : Jean-Louis Chapalain, troour brezhonek. 1882 : Yoshijiro Umezu, jeneral japanat en arme impalaerel e-pad an Eil Brezel-bed. 1900 : James Bond, evnoniour stadunanat. 1940 : Gao Xingjian, skrivagner sinaek, tapet gantañ ar Priz Nobel evit al lennegezh e 2000. 1920 : Robert Lamoureux, aktour, fentigellour, filmaozer, barzh ha senariour gall. 1955 : Mark Hollis, kaner breizhveuriat, krouer ar strollad Talk Talk. 1957 : Joël Bats, melldroader (diwaller-pal e roll) gall. Marvioù Albert Camus 1248 : Sancho II Portugal, 4vet roue Portugal (1223-1248). 1424 : Giacomo Attendolo, condottiero italian. 1500 : Frañseza Dinan, gouarnerez Anna Vreizh. 1786 : Moses Mendelssohn, prederour ha doueoniour alaman. 1789 : Jean-Baptiste Ogée, ijinour ha douaroniour gall. 1825 : Ferdinando Iañ an Div Sikilia. 1918 : Frañsez-Mari ar C'hozh, troour brezhonek. 1941 : Henri Bergson, prederour gall. 1956 : Robert Williams Parry, barzh kembraek. 1960 : Albert Camus, skrivagner gall, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1957. 1887 : Erwin Schrödinger, fizikour, prederour ha damkanour skiantel aostrian, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1933. 1920 : Benito Pérez Galdós, skrivagner spagnol. 1941 : Henri Bergson, prederour gall. 1960 : Albert Camus : skrivagner gall. 1965 : T. S. Eliot, skrivagner stadunanat, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1948. 1970 : D. J. Williams, skrivagner ha brogarour kembreat. 1975 : Carlo Levi, livour ha skrivagner italian. 2002 : Pierre-Roland Giot, ragistorour gall. 2006 : Lourdes Van-Dúnem, kanerez eus Angola. 2010 : Hywel Teifi Edwards, istorour kembreat. 2011 : Gerry Rafferty, kaner-sonaozer skosat. 2015 : René Vautier, filmaozer ha saver senarioioù breizhat. Lidoù Deiz dizalc'hiezh Birmania Deiz etrebroadel ar Braille Deiziadur henroman Pridie nonas Januarias / Ludi compitalicii = deiz kentañ kent nonae miz Genver. C'hoarioù gouestlet d'an doueez Compita[1]. Deiziadur kristen Kreta : ganedigezh sant Titus, belegiet gant Paol abostol. Roma : Priscus, beleg; Priscillianus, kloareg; Benedicta, leanez; merzherien dindan Julian. Roma : santez Dafrosae, c'hoar sant Flavian merzher. Bononia / Bologna (Italia) : Hermetis, Aggaei, Caji, merzherien dindan Maximian. Adrumetum / Hamamet, pe Sousa (Afrika) : sent Aquilinus, Geminus, Eugenius, Marcianus, Quinctius, Theodotus, Tryphonus. Lingonum / Langres (Galia) : sant Gregor, eskob. Reims (Galia) : Rigobert, eskob ha kofesour. +743. Gwenvidigezh Anjela Foligno, intañvez e Trede urzh sant Frañsez (XIVvet kantved) E Breizh sant Gwiniav (VIvet kantved) sant Eovael (VIIvet kantved) Sant Madeg, abad breton, diskibl da sant Gwenneg ha niz da sant Yuzeg, kendiazezer abati Wormhoudt e Bro-Flandrez gant sant Gwenneg (VIIvet kantved) Notennoù [1]Ovidius. Fastorum, Henri Le Bonniec. Presses universitaires de France. 1969. Wikiwand - on Seamless Wikipedia browsing. On steroids.