From Wikipedia, the free encyclopedia
An dinosaored (Dinosauria o anv skiantel) zo loened eus klad ar Sauropsida, a vod an holl stlejviled a-vremañ (ar gevrennad Reptilia), an holl evned a-vremañ (ar gevrennad Aves) hag ul lodenn hepken eus an henstlejviled, an holl anezho o tiskenn eus un hendad hepken. Kalz spesadoù dinosaored a oa, liesseurt ha disheñvel-kenañ an eil re diouzh ar re all. Ar re vrudetañ a vevas adalek diwezh an Triaseg (-251 milion a vloavezhioù/Mav) betek fin ar C'hretase (-65,5 Mav), e-pad an oadvezh Mezozoeg pe Eil hoalad (-251 Mav – -65,5 Mav).
Kavadennoù graet nevez zo a laka da soñjal ez eus bet dinosaored abaoe an Triaseg Izel (deroù : -251 Mav) pe an Triaseg Kreiz (diwezh : -228 Mav), pe zoken adalek ar Permian (-299 Mav – -248 Mav). Trevadennet eo bet an holl gevandiroù gant an dinosaored abalamour ma ne oa ket dispartiet c'hoazh ar c'hevandir nemetañ, Pangea e anv, da vare an Triaseg, ha ma'z int en em strewet dre-holl d'ar mare-se hep kaout ezhomm da dreuziñ mor ebet.
Dinosauria | |
---|---|
Relegoù Allosaurus ha Stegosaurus Denver Museum of Science and Nature Denver, Colorado, SUA | |
Rummatadur klasel | |
Riezad | Loened |
Skourrad | Chordata |
Is-skourrad | Vertebrata |
Kevrennad | Sauropsida |
Iskevrennad | Diapsida |
Dangevrennad | Archosauromorpha |
Usurzhad | |
Dinosauria Owen, 1842 | |
Kladoù izeloc'h | |
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Abred pe abretoc'h eo aet an holl zinosaored da get – war-bouez an evned – e-kerzh ar Mezozoeg ; e-pad enkadenn ar C'hretase hag an Trede hoalad (anvet ivez « enkadenn K-T ») ez eo steuziet an dinosaored a veve da vare ar C'hretase uhel (-99,6 Mav – -65,5 Mav)[1],[2].
E miz Ebrel 1842 e voe kinniget an anv dinosaor gant ar paleontologour saoz Richard Owen (1804-1892), diwar an henc'hresianeg saura "glazard, stlejvil" ha deinos "spontus, braouac'hus" abalamour ma oa bras-kenañ (en tu all da 15 m) ar pep brasañ eus an dinosaored a oa bet dizoloet gantañ. Daoust d'an dra-se e c'halle an dinosaored bezañ bihan-kenañ o ment, betek un nebeud kantimetroù.
Kerkent ha kreiz an XIXvet kantved ha betek ar bloavezhioù 1970, an dinosaored a veze gwelet gant ar skiantourien evel loened yen o gwad, dizampart ha goustad, aet da get abalamour d'o sotoni. E 1969, ar paleontologour stadunanat John Ostrom (1928-2005) a roas lañs da « azginivelezh an dinosaored », a sachas evezh ur bern tud war studi an dinosaored, a voe gwelet adalek neuze evel loened oberiant, emwrezek gant emzalc'hioù kevredigezhel kemplezh.
Abaoe ma voe anavezet ar c'hentañ dinosaor, en XIXvet kantved, al loened-se o deus desachet ur bern tud er mirdioù e pep lec'h war an Douar, da welet ar relegoù adsavet eno. Plijout a reont kenañ d'ar vugale koulz ha d'an oadourien. Deuet int da vezañ ul lodenn eus sevenadur pobl an XXvet hag an XXIvet kantved, hag o c'havout a reer taolennet e levrioù hag e filmoù stank-kenañ. Danvez pennañ levrioù ha filmoù brudet ez int, evel Jurassic Park pe Ice Age 3, ha kaoz a vez ingal eus ar c'havadennoù nevez diwar o fenn er media.
Alies e vez implijet ar ger "dinosaor" war ar pemdez evit komz eus stlejviled all eus ar ragistor, evel ar genadoù Dimetrodon, Ichthyosaurus, Mosasaurus, Plesiosaurus ha Pterosaurus, petra bennak ma ne oa ket dinosaored anezho tamm ebet.
Hervez ar renkadur filogenetek e vez termenet an dinosaored evel strollad diskennidi an hendad nevesañ boutin da Driceratops ha d'an evned a-vremañ[3]. Lavaret eo bet ivez e c'hallfe strollad an dinosaored bezañ termenet evel diskennidi hendad nevesañ Megalosaurus hag Iguanodon, abalamour ma'z int daou eus an tri spesad a zo bet meneget gant Richard Owen p'en doa goveliet ar ger dinosaurus[4]. Gant an daou dermenadur avat en em gaver gant ar memes strollad loened anvet "dinosaored". Savet eo bet an termenadurioù-se a-benn klotañ gant meizadoù ar skiantourien kent implij ar filogenetik a-vremañ, kuit da zroukveskañ talvoudegezh ar ger "dinosaor".
Rummatadur an dinosaored a laka kemm etre daou glad bras hervez neuziadurezh lestr o c'horf : Ornithischia ("listri evned") ha Saurischia ("listri stlejviled") eo ar c'hladoù-se.
Emglev zo etre hogos an holl baleontologourien da lâret e tiskenn an evned diouzh an dinosaored Theropoda. Hervez termenadur rik ar c'hladoù e ranker lakaat holl ziskennidi ur memes hendad boutin er memes strollad evit ma vefe savet ar strollad e-giz ma tere : dinosaored eo an evned ha n'eo ket aet an dinosaored da get eta. Renket e vez an evned gant ar pep brasañ eus ar baleontologourien er c'hlad Maniraptora, anezho Coelurosauria, da lâret eo Theropoda, a zo ivez Saurischia, dinosaored anezho[5].
Dinosaored eo al laboused eta, hervez termenadur ar c'hladoù ; er yezh pemdez avat ne vez ket anv eus al laboused pa gomzer eus "dinosaored". A-benn bezañ sklaeroc'h e vo implijet ar ger « dinosaor » er pennad-mañ evel heñvelster « dinosaor n'eo ket un evn ». Implijet e vo « dinosaor n'eo ket un evn » pa vo ezhomm pouezañ war ar fed-mañ.
Reizh eo en un doare teknikel evel-just lakaat an dinosaored da strollad disheñvel pa implijer renkadur Carl von Linné, ar reizhiad koshañ evit renkadur skiantel ar spesadoù, a zegemer taksonoù parafiletek na endalc'hont ket holl ziskennidi ur memes hendad.
Gaou eo lavaret ez eo an dinosaored loened ragistorel. Ar ger "ragistor" a dalvez da envel ar prantad a ya eus anadur Mab-Den d'ar c'hentañ skridoù. Hervez an termenadurioù resis a vez implijet e krog ar ragistor 5 milion a vloavezhioù zo. An dinosaored ha n'int ket laboused avat zo aet da get 65 milion a vloavezhioù zo. N'o deus ket bevet eta e-pad ar ragistor ha Hominideg ebet ne'n em gavas gant unan anezhe. Loened eus er Mezozoeg int, ha loened ragistorel n'int ket.
Diouzh ar c'harrekaennoù a zo bet kavet e c'haller lavaret e oa ur strollad loened bras eus an dinosaored daoust ma kemmas o ment keitat e-pad an Triaseg, ar Juraseg hag ar C'hretase[6]. Hervez ar paleontologour Bill Erickson (1928-1987) emañ keidenn o fouez etre 9 kg ha 5 tonenn. Ur studiadenn nevez diwar-benn 63 genad dinosaored he deus roet ur geidenn a 850 kg (ur pouez a c'haller keñveriañ ouzh hini un arzh louet) hag ur pouez etre eus tost div donenn, da lâret eo kement hag ur jirafenn. Da 863 g e sav pouez keitat ar bronneged, da lâret eo hini ur c'hrigner bras. Brasoc'h evit an div drederenn eus ar bronneged a-vremañ e oa an dinosaored bihanañ. Brasoc'h e oa ivez ar pep muiañ eus an dinosaored evit 98% eus ar bronneged a-vremañ[7].
N'eus nemet ul lodenn vihan eus al loened marv a ya da garrekaennoù, hag ul lodenn vihan hepken eus ar re a vez dizoloet zo klok. Eskern hepken a gaver peurliesañ. Ral-kenañ eo roudoù ar c'hroc'henoù pe ar gwiadennoù. Un arz diresis eo adsevel relegenn ur spesad dre geñveriañ ment ha morfologiezh an eskern gant re ur spesad all, ha gwall ziaes eo klask adsevel organoù ha kigennoù. Biken eta ne ouiimp en un doare asur petra e oa ment an dinosaored brasañ ha bihanañ.
E-touez an dinosaored, ar Sauropoda a oa loened bras-meurbet, ar re vrasañ a oa brasoc'h evit an holl loened o deus bevet war an Douar abaoe. Korred en o c'hichen e oa bronneged ragistorel evel Indricotherium pe ar mammout kolombian. N'eus ken un dornadig loened-mor hiziv zo dezhe tost ar memes ment pe unan vrasoc'h, evel ar balum glas a zo 180 tonenn a bouez ennañ hag a dizh 31 metr hirder d'ar muiañ.
Ar brasañ hag ar pounnerañ dinosaor anavet diwar relegoù klok pe dost eo Brachiosaurus brancai (anvet ivez Giraffatitan)[8]. Daouzek metr e oa e uhelder, 22,5 metr e hirder, ha pouezet en dije etre 30 ha 60 tonenn – un olifant afrikan, al loen brasañ a vev war an Douar hiziv, a bouez 7,7 tonenn well-wazh. An dinosaor hirañ en deus lezet ur garrekaenn glok eo Diplodocus a oa 27 metr e hirder ; emañ e Carnegie Museum of Natural History, Pittsburgh, Pennsylvania abaoe 1907.
Dinosaored brasoc'h a oa, met ne chom anezhe ken un nebeud karrekaennoù diglok peurliesañ. An darn vrasañ anezhe a oa geotdebrerien a zo bet kavet er bloavezhioù 1970 pe diwezhatoc'h, Argentinosaurus en o zouez, en dije tizhet etre 80 ha 100 tonenn. An hini uhelañ, Sauroposeidon, a oa 18 metr, en dije gallet tizhout ur prenestr er 6vet solier.
Un dinosaor brasoc'h c'hoazh, Amphicoelias fragillimus, anavet hepken dre un nebeud karrekaennoù melloù-kein dizoloet e 1878, a c'hallje bezañ tizhet 58 metr hirder ha 120 tonenn a bouez[9]. An hini pounnerañ a c'hallje bezañ bet Bruhathkayosaurus, anavezet fall ha danvez breutadennoù etre an arbennigourien anezhañ c'hoazh, a vije bet dezhañ etre 175 ha 220 tonenn. Peurliesañ e lavarer hiziv ne oa ket en tu all da 139 zonenn, evit 34 metr hirder da Vruhathkayosaurus matleyi.
Ar c'higdebrer brasañ e oa Spinosaurus, dezhañ etre 16 ha 18 metr ha 9 zonenn[10]. Kigdebrerien bras all e oa Giganotosaurus, Mapusaurus, Tyrannosaurus rex ha Carcharodontosaurus.
Pa ne gemerer ket e kont an evned a-vremañ evel an evned-kelien, an dinosaored bihanañ e oa dezhe ment ur vran pe ur penn-yar. An Theropoda Microraptor ha Parvicursor a oa nebeutoc'h evit 60 cm hirder dezhe.
Diazezet e vez ar preder war emzalc'h an dinosaored war ar c'harrekaennoù kavet, metoù al loened, adsavadennoù dre urzhiataer eus o bevmekanikerezh, ha keñveriadennoù gant al loened a-vremañ a vev er memes log ekologel. Diwar kalz martezeadennoù ez eo diazezet ar pezh a soñjomp diwar-benn emzalc'h an dinosaored eta, ha breud a vo diwar-benn lod anezhe e-pad pell c'hoazh moarvat. Emglev zo etre ar skiantourien avat da soñjal e kaver emzalc'hioù boas e-touez ar c'hrokodiled hag al laboused a c'haller adkavout ivez e-touesk an dinosaored.
E 1878 e voe kavet e Bernissart, Belgia, ar c'hentañ prouenn eus bagadoù dinosaored. Eno e voe kavet 31 Iguanodon a oa ar stumm warne da vezañ marvet goude bezañ kouezhet en un toull don hag int beuzet en dour[11]. Petra bennak ma voe dizoloet da c'houde e teue an dilerc'hioù-se diwar tri darvoud disheñvel[12], e voe kavet lec'hioù all ma oa marvet dinosaored a-vagadoù.
Ar roudoù karrekaet niverus a laka da soñjal e oa paot-kenañ ar bagadoù hag ar strolladoù e kalz spesadoù. Roudoù kantadoù pe miliadoù a c'heotdebrerien a ziskouez e c'halle an Hadrosauridae bale a-vagadoù bras, evel ar bizoned pe ar springboked hiziv. Roudoù Sauropoda o deus diskouezet e veaje al loened a-vagadoù a vode meur a spesad a-wezhioù[13], ha re all a zalc'he o re vihan e kreiz ar bagad d'o gwareziñ, diouzh ar roudoù dizoloet e Davenport Ranch, Texas.
Pa voe dizolet e 1978 un neizh Maiasaura ("dinosaor mamm vat") gant ar paleontologour Jack Horner (*1946) e Montana e voe diskouezet e talc'he loened an isurzhiad Ornithopoda d'ober war-dro o re vihan goude ma oa digloret ar vioù[14]. Prouennoù zo ivez en em zalc'he heñvel dinosaored all eus ar C'hretase, evel Saltasaurus, bet dizoloet e 1997 e Patagonia, hag en em vode al loened-se a-viliadoù er memes lec'h da neizhañ, evel ar Manked impalaerel.
Oviraptor Mongolia a voe dizoloet e 1993 gant ur relegenn o tozviñ evel ur yar, ar pezh a dalvez e oa warnañ ur gwiskad pluñv a domme ar vioù[15]. Roudoù karrekaet o deus kadarnaet an emzalc'h a vamm e-touez ar Sauropoda hag an Ornithopoda eus Enez Sgitheanach[16]. Kavet ez eus bet vioù ha neizhioù eus ar pep brasañ eus ar strolladoù dinaosored, gwirheñvel eo e kehente an dinosaored gant o re vihan en un doare heñvel ouzh hini an evned hag ar c'hrokodiled a-vremañ.
Lod eus an dinosaored a save o neizhioù e-kichen mammennoù havel, ar pezh a roe an tu da gaout ur wrez azas hag ingal evit ar vioù[17].
Re vresk evit an emgannoù e oa krib lod eus an dinosaored, evel re ar c'hlad Marginocephalia, re isurzhiad Theropoda ar c'hlad Eusaurischia, ha re ar genad Hadrosaurus ; moarvat e talveze o c'hrib da sachañ ar parezed pe da spontañ an enebourien, daoust m'hon eus nebeut a elfennoù diwar-benn emzalc'h tachennoù ha paradur an dinosaored.
N'ouzer ket kennebeut penaos e kehente an dinosaored etrezo, met kavadennoù nevez a laka da soñjal e laboure marteze krib kleuz ar spesadoù Lambeosaurinae evel ur c'hef-dasson implijet evit leuskel kriadennoù a bep seurt.
Unan eus ar c'harrekaennoù pouezusañ a voe kavet e gouelec'h Gobi e 1971. Bez' e oa ur Velociraptor hag a dage ur Protoceratops. Dizoloadenn an daou loen krog-ha-krog a brou kalz martezeadennoù[18] Diskouez a ra e tage hag e tebre an dinosaored an eil re ar re all, petra bennak ma ne oa ket ur souezhadenn evit ar pezh a sell ouzh an Theropoda[19]. Kadarnaet eo bet gant roudoù dent war ur garrekaenn Majungatholus e Madagaskar e 2003[20].
Hervez an dizoladennoù graet hiziv an deiz ne vije bet spesad dinosaor turier ebet, ha nebeut a zinosaored kraper. Evel ma'z eus bet kavet ur bern roudoù spesadoù bronneged a durie hag a grape er C'henozoeg, an diouer a brouennoù diwar-benn spesadoù dinosaored heñvel zo un tamm souezhus.
Un doare mat da gompren emzalc'h ar spesadoù dinosaored eo deskiñ penaos e tilec'hient. Ar bevmekanikerezh peurgetket en deus pourchaset kalz elfennoù evel, da skouer, gouzout pegen buan e rede an dinosaored diwar studi labour ar c'higennoù ha levezon ar c'herc'hellder war framm o relegoù[21],[22], gouzout hag eñ e ranke an Theropoda ramz mont goustatoc'h pa vezent o redek war-lerc'h o freizh kuit da vezañ gloazet[23], ha gouzout hag-eñ e oa gouest ar sauropoda da chom war-neuñv[24].
Betek-henn e lavare ar skiantourien e oa an dinosaored loened a veve diouzh an deiz, e-skoaz ar bronneged kentañ a oa loened bihan a rene o buhez er beuznoz pe diouzh an noz kuit da vezañ taget[25].
E 2011 e voe renet ur studiadenn baleontologek diwar-benn framm lagad an dinosaored : muzuliet e voe hirder poulloù-lagad ha treuzkiz lagadenn sklera 33 spesad Archosauria, keñveriet gant re 164 spesad a hiziv, en o zouez stlejviled, evned ha bronneged. Diskouezet e voe e veve an dinosaored kigdebrer hanter diouzh an noz, an dinosaored a nije ha Pterosauria diouzh an deiz dreist-holl, hag e veve an dinosaored geotdebrer koulz an noz hag an deiz.<0ref>(en) Lars Schmitz & Ryosuke Motani, Nocturnality in Dinosaurs Inferred from Scleral Ring and Orbit Morphology, Science, 14 EBR 2011</ref>
A-zivout kennevid an dinosaored, ur studiadenn c'hall diwar-benn aozadur izotopek an oksigen e dent hag eskern 80 dinosaor eus ar C'hretase (Theropoda, Sauropoda, Ornithopoda ha Ceratopsia[26]) hag a zeue eus Norzhamerika, Afrika, Europa hag Azia he deus diskouezet e rankent kaout korfoù emwrezat. Feur an 18O e-keñver hini an 16O — a zo diouzh gwrezverk diabarzh al loened bev — a oa heñvel ouzh hini ar bronneged hag an evned, a zo emwrezat, ha disheñvel a-grenn diouzh hini ar stlejviled a-vremañ, loened gwreztaolus anezhe, diouzh hini Chelonii ha hini Crocodilia karrekaet eus ar C'hretase.
Bezañs frammoù Havers, anezho mikrokanolioù gronnet gant ur gwiskad eskern kengreiz e-barzh ar relegoù, en eskern karrekaet a vefe un elfenn ouzhpenn a lakafe da soñjal o doa korfoù emwrezat[27].
Ur skipailh eus Florida en deus jedet e oa kenfeur ar gwrezverk ouzh an tolzennad hag ouzh ar feur kreskiñ, eus 25 °C evit an dinosaored bihan betek 41 °C evit ar re vrasañ[28]. Implijet o deus ur patrom niverel da jediñ gwrezverk ar c'horf diouzh ar ment hag ar feur kreskiñ, evit 8 spesad, eus Psittacosaurus mongoliensis, 12 kg ennañ, betek Apatosaurus excelsus, 2 6000 kg ennañ. Hervez ar skipailh e tizhe gwrezverk diabarzh Sauroposeidon proteles, ar pounnerañ eus an dinosaored anavet (60 tonenn), betek 48 °C moarvat. Prouiñ a rafe ar patrom-se e vefe tommaet an dinosaored bras dre « emwrezadezh anniñvel ».
N'eus ket keit-se e renked Ichthyosauria, Pliosaurus, Plesiosauria (3 strollad stlejviled dour) ha Pterosauraia (stleviled-nij) e strollad an dinosaored ; hiziv e vez sellet oute evel lignezioù disheñvel diouzh an dinosaored.
Ur strollad loened liesseurt e oa an dinosaored. Hervez ur studiadenn eus 2006 e oa bet deskrivet 527 genad asur disheñvel, hag ouzhpenn 1 844 genad a chom c'hoazh da renkañ[29],[30].
Hervez ar Kod Etrebroadel Rummatadur al Loened[31]Patrom:'[32] e c'haller anavout etre 630 ha 650 genad dinosaored, gant meur a viliadoù spesadoù ; deskrivet e vez war-dro tregont spesad nevez bep bloaz. Un tamm muioc'h evit an hanter eus ar spesadoù n'int anavezet ken gant ur standilhon, diglok peurliesañ, ha nebeutoc'h evit 20% eus ar spesadoù zo anavezet gant muioc'h evit 5 standilhon.
An daolenn hollek da-heul a ro liammoù etre ar strolladoù dinosaored pennañ. Kavout a reor un nebeud genadoù da reiñ un alberz eus an urzhiadoù hag eus ar c'herentiadoù meneget.
Saurischia |
| ||||||
Theropoda |
| ||||||
Neotheropoda |
| ||||||
Tetanurae |
| ||||||
| |||||||
Sauropodomorpha |
| ||||||
Sauropoda |
| ||||||
Neosauropoda |
| ||||||
| |||||||
Ornithischia |
| ||||||
Genasauria | Thyreophora |
| |||||
Eurypoda |
| ||||||
| |||||||
Cerapoda | Marginocephalia |
| |||||
| |||||||
Ornithopoda |
| ||||||
|
Diwanet eo an dinosaored e-barzh usurzhad ar stlejviled Archosauria, ur strollad stlejviled bihan diapsidek a veve e diwezh ar Permian ha dreist-holl e deroù an Triaseg.
E diwezh ar Permian, war-dro -250 milion a vloavezhioù zo, e voe un enkadenn drumm hag a gasas war-dro 90% eus spesadoù ar mare da get, ar pezh a roas o zu d'ar spesadoù loened ha plant a chome da vleuniañ ha da emdreiñ da c'hounit tachennoù nevez, an amnioted peurgetket. E-touez ar re-se edo hendadoù an dinosaored, ar stlejviled hag ar bronneged a wezhall hag a vremañ.
Ar stlejviled bihan diapsidek, da lâret eo dezho daou goublad prenestradenn en o c'hlopenn, a-drek poulloù o daoulagad, o deus eskern rakdentel e lodenn a-raok o c'harvanoù hag, evel holl stlejviled ar mare-se, izili a-dreuzkiz pe hanter-savet. Anvet int Thecodontia abalamour d'ar c'hentañ perzh-se. Aloubiñ a rejont an holl veteier, ha rannet e vezont e tri c'herentiad bras :
Kigdebrerien eo an dinosaored koshañ a anavezer, etre 225 ha 230 milion a vloavezhioù dezho : Eoraptor ha Herrerasaurus. Arbennikaet eo an daou dija, rak Saurischia int, ur strollad a zo diwanet goude ma savas kemm etre an dinosaored Ornithischia ha Saurischia. Homodontek evel ar stlejviled all eo an holl zinosaored.
Herrerasaurus zo ezel eus an urzhiad Saurischiea, met ivez eus an isurzhiad Theropoda[35].
Anavout a reer roudoù pavioù karrekaet koshoc'h, ha lezet gant dinosaored moarvat. Lezet e oa bet ar re goshañ war-dro 248 milion a vloazioù zo gant « stlejviled bihan pevarzroadek, a vent gant ur c'hazh, a lezas o louc'hoù er pri e-tro 250 milion vloaz zo [...]. Dizoloet e oa ar pazioù-se e mervent Polonia, er menezioù Kroaz-santel. [...] Lezet e oa bet al louc'hoù [...] gant stlejviled eus ar genad Prorotodactylus, loened pevarzroadek dezho pemp biz, ha sanket donoc'h eo louc'h an tri biz kreiz el leur. Tost an eil re diouzh ar re all, ar roudoù-se zo disheñvel diouzh re stlejviled all eus strollad ar c'hrokodiled hag ar stlejviled ».[36]Patrom:'[37]
« 246 milion a vloavezhioù eo oad roudoù all bet kavet gant [...] skipailh Grzegorz Niedzwiedzki eus Skol-Veur Warszawa. Brasoc'h int, war-dro 15 kantimetr, ha lezet e vijent bet gant dinosaored eus ar genad Sphingopus daoudroadek[36] ». Ar roudoù-se a laka moarvat ar c'hentañ spesad dinosaored hep kemm etre Ornithischia ha Saurischiea da vevañ un nebeud milionoù a vloavezhioù abretoc'h, da lâret eo adalek diwezh ar Permian.
Steuzidigezh an Triaseg-Juraseg en deus roet an tu d'ar spesadoù nevez-se da baotañ ha da gemer al logoù ekologel dieub.
Steuzidigezh an dinosaored, war-dro 65 milion a vloavezhioù zo, he deus lakaet an dud da sevel meur a vartezeadenn d'he displegañ abaoe ar bloavezhioù 1970, lod anezhe droch-pitilh evel distruj an dinosaored gant arallvediz, lod gwirheñveloc'h hag a c'haller gwiriañ en un doare skiantel. Ret eo derc'hel soñj avat ez eo « steuzidigezh an dinosaored » un doare da gaozeal ha netra ken : n'eo ket aet an dinosaored da get penn-da-benn peogwir e chom evned c'hoazh hiziv an deiz.
Daoust da se ez eus bet un enkadenn veur e diwezh ar C'hretase, 65 milion a vloavezhioù zo. Honnezh avat he deus bet un efed bihanoc'h war ar vevliesseurted dre vras evit enkadenn veur ar Permian-ha-Triaseg pe zoken hini an Ordovisian) ; diouennet he deus loened ha plant mor dreist-holl, evel ar skourrad Foraminifera, pe an isurzhiad Ammonoidea, ha pas kement a organegoù hag a veve war an douar. Kalz izeloc'h eo feur ar spesadoù douar-se a ya da get evit hini ar spesadoù-mor. Abalamour da donkad an dinosaored avat ez eo deuet an enkadenn-se da vezañ brudet.
Setu amañ abegoù gwirheñvelañ an enkadenn K-T.
E miz Gwengolo 2007, ur skipailh klaskerien amerikan renet gant William Bottke eus ar Southwest Research Institute e Boulder, Colorado, ha skiantourien dchek a implijas drevezadennoù dre urzhiataer da c'houzout eus pelec'h e teue an asteroidenn he doa krouet krater Chicxulub. Jedet o deus gant 90% gwirheñvelder e oa bet darc'haouet war-dro 160 milion a vloavezhioù zo un asteroidenn ramzel anvet (298) Baptistina, dezhi tro 170 km treuzkiz, e kelc'htro e gourizad asteroidennoù a zo etre Meurzh ha Yaou, gant un asteroidenn vihanoc'h ha dizanv dezhi 55 km treuzkiz. Drailhet e voe (298) Baptistina gant ar stokadenn, ha krouet e voe ur strollad asteroidennoù anvet « tiegezh Baptistina ». Hervez ar jedadennoù, lod eus an drailhennoù a oa kaset e kelc'htroioù a dreuze hent an Douar. Unan anezhe e oa ar maen-kurun 10 km led a skoas ledenez Yucatán 66 milion a vloavezhioù zo[41]
Diazezet eo an teir damkaniezh-se war fedoù solut hag enkadenn veur ar C'hretase a c'hallfe bezañ c'hoarvezet goude degouezh an tri darvoud-se d'ar memes mare.
E 1861 e voe kavet e Bavaria ar garrekaenn evn gentañ, an arkeopteriks, ur spesad eus ar Juraseg uhelañ. Dre ma oa heñvel-kenañ ouzh an dinosaored bihan daoudroadek, evel Compsognathus, ec'h anadas diouzhtu an damkaniezh e tiskenne al laboused eus ur strollad dinosaored e-touez ar c'hlad Cœlurosauria.
E-pad ur c'hantved e voe ur rendael diwar-benn an damkaniezh-se, a voe distaolet gant lod klaskerien. Ibilioù-skoaz zo d'an evned, emezo, padal n'eus ket da Cœlurosauria. Re a bouez a voe roet da ezvezañs an ibiloù-skoaz, koulskoude, pa n'eus reoù ebet d'ar bronneged kigdebrerien, n'int stlejviled evit kement-se.
Abaoe ar bloavezhioù 1970 ez eus bet kavet Cœlurosauria gant ibiloù-skoaz, ha zoken e strolladoù na oant ket emdroet ken : trec'h war ar re all e voe damkaniezh an dinosaored hendadoù d'an evned.
Er bloavezhioù 1990 e voe kavet kalz karrekaennoù dinosaored pluñvek e Sina, e bro Liaoning ; kreñvaet o deus an damkaniezh-se. A-wezhioù ez int evned kentidik, hag a-wezhioù dinosaored pluñvek pe kentpluñvek ha na oant ket evned.
Abalamour d'an dizoloadennoù-se e soñjer e tiorroas perzh nevez ar pluñv en unan pe e meur a spesad Cœlurosauria, en hendad ar C'hœlurosauria e-unan zoken, hep implijout anezhañ da nijal war a seblant, hag engehentet en deus spesadoù niverus a-walc'h a zinosaored pluñvek. Diwar unan eus ar spesadoù dinosaored pluñvek-se e vije diwanet hendad an holl laboused, meur a vilion a vloavezhioù diwezhatoc'h.
Petra bennak ma'z eo degemeret an damkaniezh-se gant ar pep brasañ eus ar skiantourien ez eus un nebeud klaskerien a sav a-enep c'hoazh.
Kalz stlejviled a veve d'ar memes mare hag an dinosaored, ha kemmesket int bet gante er sinema hag el lennegezh, daoust ma n'int renket evel-se gant ar skiantourien : Pterosauria ("stlejviled-nij", en o zouez Pteranodon ha Pterodactylus), Plesiosauria, Pliosauridae, Mosasauridae hag Ichthyosauria (stlejviled mor) eo ar re vrudetañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.