From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar mammouted a oa bronneged en urzhad Proboscidea hag er c'herentiad Elephantidae.
| |||
---|---|---|---|
Mammout | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Proboscidea | ||
Kerentiad : | Elephantidae | ||
Genad : | Mammuthus | ||
Anv skiantel | |||
Mammuthus Brookes (1828) | |||
Annezva | |||
Afrika, Europa, Asia, Norzhamerika | |||
Prantad | |||
Plioken, Pleistoken, -4,8 da -0,0037 Ma AK | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bronneged etre 1 ha 4,3 m o uhelder, etre 310 ha 9 000 kg enno e oant, dezhe ur penn tuzum gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, gant izili stummet evel pileroù ha pemp biz dezhe. Aet e oa bihan ment o divskouarn ha hini o lost.
Tri gwiskad kroc'hen a oa dezho evit en em zifenn diouzh an diavaez : 8 cm evit ar gwiskad lard, 2 cm evit ar c’hroc’hen ha tri seurt blev, ar re ziwezhañ 1 metr hirder evit en em zifenn diouzh an amzer.
En Afrika e voe kavet ar c'houenn goshañ anezhe, Mammuthus africanavus.
Bevet o deus adalek mare ar Plioken (5 milion a vloavezhioù zo) betek an Holoken (war-dro 3 700 vloaz zo). Ar mammouted diwezhañ a oa c'hoazh o treistbevañ en Enez Wrangel a-vaez da Siberia p'edod o sevel Piramidenn vras Gizah en Henegipt.
Anver(ez) | Maread | Notennoù | |
---|---|---|---|
Mammuthus africanavus | Arambourg, 1952 |
-3 da -1.65 Ma[1] |
"Mammout-you Afrika" |
Mammuthus columbi[2] | Falconer, 1857 |
-1.5 da -0.0115 Ma |
"Mammout Kristol Goulm" ; eus Norzhamerika ar Su betek Costa Rica |
Mammuthus creticus | Bate, 1907 | Pleistoken | Mammout Kreta ; ar bihanañ mammout a zo bet (1 m, 310 kg) |
Mammuthus exilis | Stock & Furlong, 1928 |
-0.06 da -0,011 Ma |
Mammout korr Channel Islands Kalifornia |
Mammuthus lamarmorae | Forsyth Major, 1883 |
-0,45 da -0,04 Ma |
Mammout Sardinia |
Mammuthus meridionalis | Nesti, 1825 |
-2,5 da -1,5 Ma |
"Mammout ar Su" ; en Europa hag Azia ar C'hreiz |
Mammuthus primigenius | Blumenbach, 1799 |
-0,4 da -0,004 Ma |
Mammout gloanek ; Europa, Azia an Norzh, Norzhamerika an Norzh |
Mammuthus rumanus | Ştefănescu, 1924 |
-3,5 da -2,6 Ma |
"Mammout Roumania ; Europa ar Reter |
Mammuthus subplanifrons | Osborn, 1928 |
-5 da -2.58 Ma |
"Mammout Afrika ar Su" ; en Ethiopia, Afrika ar Reter ha Suafrika |
Mammuthus trogontherii | Pohlig, 1885 |
-1,8 da -0,126Ma |
"Mammout ar stepennoù" ; Eurazia an Norzh |
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.