From Wikipedia, the free encyclopedia
Piramidenn vras Gizah eo an hini goshañ ha brasañ eus teir firamidenn bered-veur Gizah e-kichen Kaero hiziv, en Egipt. A-douez Seizh Marzh ar Bed eo an hini nemetañ hag a zo chomet en e sav. Soñjal a reer e oa savet da veziañ C'houfou, ur faraon eus ar VI tierniezh (hellenekaet e Χεωψ, C'heops). Savet e oa e-korf 20 vloaz hag echuet e-tro 2560 kent JK[1]. Bet eo bet ar savadur brasañ savet gant mab-den e-pad 3 800 vloaz. A-wezhioù e vez anvet Piramidenn C'houfou[2].
Piramidenn vras Gizah zo ul lodenn eus ur strollad savadurioù, en o zouez daou dempl kañv savet en enor da C'houfou (Unan tost d'ar biramidenn hag unan all e-tal an Nil), teir firamidenn bihanoc'h savet evit gwragez C'houfou, ha piramidennoù bihanoc'h memes, ur chaoser evit mont eus an eil templ d'egile, ha mastabaoù bihan evit an noblañs. En unan eus ar piramidennoù bihan emañ bez ar rouanez Heteferes (dizoloet e 1925), c'hoar ha gwreg Sneferou ha mamm C'houfou. Ur gêr a oa bet savet evit al labourerien e Gizah, enni ur vered, bouloñjerezhioù, ur vreserezh hag un deuzerezh kouevr. Muioc'h a savadurioù zo bet dizoloet gant ar raktres kartennaouiñ eus Gizah.
Un nebeud kantadoù a vetradoù er gevred d'ar biramidenn vras emañ Piramidenn C'hafra, un tammm bihanoc'h, Unan eus warlerc'hidi C'houfou a vez sellet outañ evel saver ar Sfiñs bras, hag un tamm pelloc'h er mervent emañ Piramidenn Menkaoura, warlec'hiad C'hafra, zo un hanter gwezh bihanoc'h war vete nebeut.
Soñjal a ra ar pep brasañ eus ar skiantourien e oa echuet e 2560 kent J.-K.[3]. Daoust ma'z a an deiziad-se a-enep ar bloaziadur dre radiokarbon, ez eo harpet gant ar fed ma ne gaver ket roudoù arkeologel eus bezañs ur sevenadurezh hag ur boblañs bras a-walc'h pe eus barregezhioù tekenek en tolead-se kent ar pevare tierniezh.
Krediñ a ra lod e vije bet vizir C'houfou, Hemiounou, a vije bet tisavour ar biramidenn[4]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.