From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar blev zo ur seurt feur, pe foulinenn, a c'holo korf an dud, pe lodennoù anezhañ, ha hini loened zo. Graet int gant traoùigoù neudheñvel a gresk war ar c'hroc'hen, 4 milimetrad o gwriz dindanañ. Korf an dud ne vez ket goloet penn da benn; hini al loened avat a vez, war-bouez lodenn dindan an treid, ar fri, ha tro-dro d'an toull-revr.
War gern ar penn eo e vez ar stankañ hag an hirañ blev an dud. Ouzhpenn-se e vez blev ouzh an elgez pe ar groñj, a vez graet ar barv anezhe. Ar re dindan ar fri a vez graet mourroù, pe moustachoù anezhe. Re an divjod a vez graet minvlev anezhe. Blev a zo ivez e-barzh ar fri hag an divskouarn a-wechoù.
Eus ar blev a zo war gouzoug ar c'hezeg e vez graet moue, pe moueenn.
Ar c'hiz e oa touzañ blev ar re varv e Japan.
Pa yae paotred Breizh d'an arme, en XXvet kantved, en amzer ar servij-soudard ret, e veze troc'het o blev dezho, berr-berr. Eus ar soudarded blev touz e veze graet ar pennoù-touz.
Tud yaouank eus an tu dehoù pellañ a blij dezho touzañ o blev hervez giz an arme.
Blev a vez un tamm e pep lec'h war ar c'horf, met stankoc'h eo war gorf ar wazed eget war hini ar maouezed.
Plijout a ra d'ar merc'hed a-vremañ disvleviñ o divhar, un dra gozh en istor Mab-Den (graet e veze gant ar Romanezed pinvidik), met nevez evel reol-buhez evel ma'z eo deuet da vezañ. Sportourien zo, evel ar rederien war varc'h-houarn a zisvlev o divhar ivez.
A-hend-all e vez ret d'ar merc'hed a ya da heul ar c'hiz disvleviñ o divgazel, hag o gaol evit krediñ diskouez o c'horf war ar groioù.
Goloet e vez ar blev gant pennwiskoù a bep seurt abalamour d'an tommder. met e broioù zo ivez (Soudan, Arabia, ...) e vez difennet d'ar merc'hed diskouez o blev[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.