Patagonia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur rannved e Suamerika eo Patagonia, hag a glot mui pe vui gant su ar c'hevandir, eus aod su Chile da hini Arc'hantina, dreist an Andoù.
Evit implijoù all, gwelet Patagonia (disheñvelout).

Dont a ra anv Patagonia eus ar Patagones, an anv a vez graet eus ar bobl degouezhet er rannved un 10 000 bloaz zo.
Arc'hantina
- Gwelout ivez: Patagonia Arc'hantina.
Enni emañ ar rannvroioù er su d'ar stêrioù Neuquén ha Río Colorado, hag ar proviñsoù-mañ:
- proviñs Neuquén, etre ar stêrioù Neuquén ha Limay,
- proviñs Río Negro,
- proviñs Chubut,
- proviñs Santa Cruz,
- proviñs Tierra del Fuego, hag ur rann eus proviñs Buenos Aires.
E dibenn an XIXvet kantved, etre 1865 ha 1912, e oa aet bagadoù Kembreiz da Batagonia Arc'hantina, evit sevel un drevadenn gembreat ha kembraek eno. Y Wladfa a reer e kembraeg eus ar c'horn-bro annezet ganto, e traoñienn ar stêr Chubut. Hiziv ez eus c'hoazh kembraegerien, diskennidi d'an drevadennerien-se, o chom e proviñs Chubut.
Chile
- Gwelout ivez: Patagonia Chile.
Enni emañ ar rannvroioù er su da ledred 42°,
- Ar skorneg Perito Moreno
- Bariloche
- Ushuaia
- Porzh Ushuaia
- Lenn Espejo, e Patagonia
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.