From Wikipedia, the free encyclopedia
An Thyreophora (eus an henc'hresianeg Thyreophora, a dalvez « douger skoed ») zo un isurzhiad dinosaored eus strollad an ornithischia. Geotdebrerien bevarzroadek e oant ha gwarezet e veze o c'hein gant plakennoù askornek, ha broudoù. Bevañ a rejont eus deroù ar Juraseg betek diwezh ar C'hretase. Hervez ar c'herentiadoù ez ae o ment eus 1 da 10 metr.
E-touez an Ornithischia, an Thyreophora a oa ur strollad kentidik a-walc'h, dezhe karvanoù na oant ket ken kemplezh ha re ar Marginocephalia hag an Ornithopoda. Anavout a reer daou gerentiad Thyreophora disheñvel :
A-raok an daou gerentiad-se e vevas ur strollad Thyreophora all, e-doug ar Juraseg, ar Scelidosaurus, un aneval 4 metr hirder, dezhañ ur penn bihan hag ur c'hein goloet a zrein. Un Thyreophora diazez eo eta, tost da hendad boutin ar Stegosauria hag an Ankylosauria.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.