Ysbyty Ystwyth (Ospital Ystwyth e brezhoneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre e Kontelezh Ceredigion. Ur 4 lev bennak (war-dro 15 km) diouzh Aberystwyth emañ, er reter, etre Pontrhydygroes ha Pontarfynach, en hanternoz da Bontrhydfendigaid. Tremen a ra ar stêr Ystwyth dre eno.
E 2011 e oa 409 a dud o chom e kumuniezh Ysbyty Ystwyth ha 173 anezho a oa kembraegerien (43,8%)[1].
Istor
Er Grennamzer e oa un ospital, dalc'het gant Urzh an Ospital, pe Urzh Sant Yann Jeruzalem, evel e meur a lec'h en Europa (evel en Ospital e Breizh).
Skol
Ur skol gentañ zo (Ysgol Gynradd Ysbyty Ystwyth).
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.