From Wikipedia, the free encyclopedia
Eisteddfa Gurig zo ur gêriadenn vihan eus Ceredigion[1], war harzoù Powys, e Kembre. Emañ hanter-hent etre Aberystwyth er c'hornôg ha Rhaeadr Gwy er reter.
Redek a ra an Afon Tarenig war-zu ar reter, dre Eisteddfa Gurig, hag en em deurel er stêr Gwy, izeloc'h en draoñienn.
Anvet eo Eisteddfa Gurig diwar sant Curig. Kontañ a reer e oa bet eno, deuet eus e beniti e Llangurig, pemzek kilometr izeloc'h er reter.
Darempredet e vez Eisteddfa Gurig gant baleerien a ya da gerzhet betek lein Pumlumon.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.