From Wikipedia, the free encyclopedia
Ffwrnais (Furnace e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e hanternoz kontelezh Ceredigion. Emañ war an hent a gas eus Machynlleth da Aberystwyth, e-kichen Eglwys Fach, nepell diouzh ar stêr Dyfi. Dont a ra anv ar gêriadenn eus ar ger ffwrnais, furnace e saozneg, ur ger kevatal d'ar gerioù brezhonek "fornez" pe "fournez", hag a dalvez "uhelforn".
Un uhelforn a voe savet eno en XVIIIvet kantved, o tennañ splet eus nerzh red ar stêr Einion, un adstêr d'an Dyfi. Degaset e veze kailh houarn gant bagoù a zeue eus Cumbria, e hanternoz Bro-Saoz, dre ar mor ha dre ar stêr Dyfi. Keuneud ar c'hoadoù tro-dro a veze implijet d'ober tan. Ne voe implijet an uhelforn nemet betek 1810. Goude-se e talvezas al labouradeg da heskennerezh, kaset en-dro gant nerzh an dour atav[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.