An d-Treveri pe Treviri (hervez al latin), pe Trevired[1] a oa ur bobl c’halian eus Gallia Belgica, diazezet e traoñienn ar stêr Moselle, en douaroù zo bremañ Luksembourg, gevred Belgia ha kornôg Alamagn. Augusta Treverorum (Trier hiziv) e oa o c’hêr bennañ, anvet diwarno, en amzer an Impalaeriezh roman.
Daoust ma oa keltiek o yezh[2],[3], e lavarent, hervez Tacitus, e oant a orin german[4]. Diasur eur war ar poent-se ha n’emañ ket a-du an holl arbennigourien, met moarvat e oant diskennidi da C'hermaned keltiekaet, evel pobloù all e Gallia Belgica. Hervez sant Hieronimos e veze komzet ganto, er IVe kantved, ur yezh keltiek kar da yezh Galated Azia Vihanañ.
Da vare Julius Caesar en em astenne o bro betek ar stêr Rhenus (Roen) en hanternoz. Reiñ a rejont skoazell da Caesar e deroù Brezel Galia, dindan ren Cingetorix, gant o marc'heien[5]. Met e -54 e savjont a-du gant emsavadeg enep-roman an Eburones, renet gant Ambiorix. Faezhet e voent gant an armeoù roman avat. Chom a rejont neptu goude-se e-pad emsavadeg Verkingetorix. Diwezhatoc’h, e 70, e kemerjont perzh en emsavadeg ar Vataved a-enep ar Romaned.
En IIIe kantved e voe taget o bro gant an Alemanned hag ar Franked. Diwezhatoc’h en em gavas o douaroù en Impalaeriezh c'halian.
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.