From Wikipedia, the free encyclopedia
Yerom[1] e brezhoneg, Hieronimos hag Eusebius Sophronius Hieronymus e latin, Hieronymos e henc'hresianeg, ganet etre 342 ha 347 e Stridon etre Pannonia ha Dalmatia (Kroatia hiziv) ha marvet d'an 30 a viz Gwengolo 420 e Betlehem, a oa ur manac'h hag a droas ar Bibl e latin (ar Vulgat), ma'z eo anavezet evel doktor an Iliz, hag unan eus ar pevar den a zo bet anvet "Tadoù an Iliz", a-gevret gant Ambroaz Milano, Aogustin Hippo ha Gregor Iañ, hag evelto anvet da sant.
Studier e oa e Roma, ha da 25 bloaz e teuas da vout kristen goude un hunvre kevrinus e-kerzh ur c'hleñved. Ur chomadenn a reas e Galia hag alese ez eas d'an Douar Santel e 373. Ur pennad e voe penitiour e Chalcis e Siria, er mervent da Antioc'heia, en Azia Vihanañ, ha beleget e voe eno.
E 383 e voe dibabet gant ar pab Damasus Iañ da sekretour ha goulennet digantañ treiñ ar Bibl, e yezh ofisiel an Impalaeriezh, al latin. Pa varvas ar pab e rankas Hieronimos kuitaat Roma ha distreiñ d'an Douar Santel gant Paula, ur Romanez a lignez uhel.
Mervel a reas e 420. Lakaet eo bet da sant paeron an droourien. Abaoe Bonifas VIII e 1298 ez eo bet lakaet da zoktor an Iliz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.