Treiñ ha troidigezh

From Wikipedia, the free encyclopedia

Treiñ ha troidigezh

Treiñ diwar ur yezh d’ur yezh all, pe en ur yezh all, zo lakaat komzoù pe skridoù a zo en ur yezh orin en ur yezh estreget ar yezh orin. "Treuzyezhañ" a reer ivez eus an ober-se.

Thumb
Maen Rosetta, skrivet e div yezh hag e tri doare-skrivañ

Bez' ez eus ivez troidigezhioù diwar stumm kozh ur yezh e stumm a-vremañ an hevelep yezh, pa ne c'hall mui an dud nann-arbennik lenn ar skrid orin. Setu amañ ur skouer : eus an hensaozneg d'ar saozneg a-vremañ.

Cædmon's Hymn (VIIvet kantved)[1]

Nū scylun hergan hefaenrīcaes Uard,
Metudæs maecti end his mōdgidanc,
uerc Uuldurfadur, suē hē uundra gihuaes,
ēci Dryctin ōr āstelidæ
hē ǣrist scōp aelda barnum
heben til hrōfe, hāleg scepen;
Þā middungeard moncynnæs Uard,
ēci Dryctin, æfter tīadæ
fīrum foldu, Frēa allmectig

Now we must praise heaven-kingdom's Guardian
the Creator's might and his mind-plans,
the work of the Glory-Father, when he of wonders of everyone,
eternal Lord, the beginning established.
He first created for men's sons
heaven as a roof, holy Creator;
then middle-earth, mankind's Guardian,
eternal Lord, afterwards made
for men earth, Master almighty.

En un doare strizh-kenañ ne vez troet nemet skridoù ; jubenniñ a reer eus an ober dre gomz ha gant ur jubennour(ez) e vez graet.

Al labour treiñ komzoù pe skridoù, pe an treiñ hepmui, an treuzyezhañ, a vez graet gant un troer pe un droerez. Un troour, un droourez a vez lavaret ivez eus neb a ra al labour en un doare ampart pe vicherel, goude ma n’eo ket ar memes tra na tost.

Kemm a lakaer etre treiñ lennegezh (an treiñ lennegel) ha treiñ kalvezouriezh (an treiñ kalvezel). Da neuze e verker peseurt danvez a zo da dreiñ, penaos e ranker e dreiñ, ha gant piv e vo troet, rak disheñvel eo al labour hag ar barregezh a zo rekis en daou rumm troidigezhioù-se.

Un tamm istor

Un ober hollvedel eo an treiñ, a zo bet ezhomm a-viskoazh etre pobloù disheñvel o yezh.

Skridoù skiantel zo bet troet a-gozh, evel labourioù an Arabed war ar gimiezh hag ar vezhegiezh (eus an arabeg e teu ar gerioù "algoritm" hag "alkool") ; skridoù relijiel zo bet treuzyezhet ivez, evel an Testamant Kozh e henc'hresianeg, ar Bibl e latin (ar Vulgat), ar Bibl c'hoazh en alamaneg gant Martin Luther pe e kembraeg gant William Morgan, hag e brezhoneg gant meur a zen.

E brezhoneg ez eus un hengoun diazezet war treiñ ar skridoù relijiel, a-raok kregiñ gant ar skridoù politikel gant an Dispac'h gall.

Treiñ lennegezh an Henamzer diwar an henc'hresianeg hag al latin zo bet a-bouez ivez en istor al lennegezh, e hini Bro-C'hall peurgetket. Da-heul treiñ ar skrivagnerien gozh e teuas c'hoant da sevel oberennoù pimpatrom-heñvel, evel re Jean de La Fontaine pa gemere skouer diwar Aisopos ha Phaedrus. E Breizh e voe diouzh ar c'hiz sevel fablennoù e doare Jean de La Fontaine, ken e skrivas Roparz Hemon komzoù garv ouzh ar marmouzerezh-se[2].

Labour an treiñ

Evit treuzyezhañ ez eo ret gouzout an div yezh, hag evit treiñ mat ez eo gwelloc'h o gouzout mat. Evit o gouzout mat ez eo ret o deskiñ mat, ober gante alies, ha gouzout ne vo biken echuet deskiñ. N'eus doare ebet da zeskiñ mat nemet dre ober, rak dre ober e tesker ha dre zeskiñ e ouzer ober.

Troourien vat ha troourezed mat n'eus ket anezho dre natur : treiñ a reont skridoù, faziañ a reont a-wechoù, ha gwellaat a c'hallont evel ar gwin kozh. Un troer mat zo un den hag en deus desket treiñ dre ober, a zo kustum da dreiñ, hag a zo barrek da ziwall a ober fazioù a vije graet gant unan diampartoc'h. Evit ober labour vat ez eo ret kaout binvioù mat, da lavarout eo ar gwellañ geriadurioù ha yezhadurioù — en div yezh, pa n'eus geriadur Yezh A – Yezh B klok ebet.

Ar skrivagner skosat Alexander Fraser Tytler, Lord Woodhouselee (1747-1813) a embannas e 1791 un arnodskrid a-zivout pennaennoù an treiñ (Essay on the Principles of Translation) ma roas teir reolenn-diazez[3]

  • First General Rule: A Translation should give a complete transcript of the ideas of the original work.
Kentañ reolenn-diazez : un droidigezh a rankfe reiñ un dreuzskrivadenn glok eus mennozhioù an oberenn orin.
  • Second general Rule: The style and manner of writing in a Translation should be of the same character with that of the Original.
Eil reolenn-diazez : stil ha doare un droidigezh a rankfe bezañ heñvel ouzh re an oberenn orin.
  • Third general Rule: A Translation should have all the ease of original composition.
Trede reolenn-diazez : un droidigezh a rankfe bezañ ken helenn hag an oberenn orin.

Skoilhoù

Goude pourchaset ar binvioù rekis (deskiñ an div yezh, kaout yezhadurioù ha geriadurioù en div yezh) e c'hall an den boulc'hañ an droidigezh. Meur a skoilh a gavo war an hent, ar re vrasañ o vezañ ar c'heriaoueg, live ar yezh, stumm ar skrid, hag ar bommoù didroüs.

Ar c'heriaoueg
Lod yezhoù o deus gerioù dibar na c'heller ket treiñ ger-evit-ger en ur yezh all : (de) Schadenfreude zo ur skouer brudet ; en degouezh-se ranker treiñ dre veur a c'her pe dre ur frazenn-dro : kement ha "levenez fall" e talvez Schadenfreude, da lavaret eo al levenez a santer pa vez enket ur mignon ha pa ne vezer ket en hevelep plegenn fall. Meur a skouer all a gavor er pennad Meizadoù estren.
Live ar yezh
Dav eo chom an tostañ ma c'heller da live ar yezh orin : ne droer ket ur pezh-c'hoari gant Shakespeare (1564-1616) e yezh ar pemdez a glever hiziv, nag ur romant skrivet e luc'haj evel Trainspotting Irvine Welsh en ur yezh akademikel.
E lod skridoù e kaver meur a live yezh : klasel hini an daveller(ez), poblek hini an tudennoù pa gomzont ; ur skouer eo The Grapes of Wrath John Steinbeck, ma komz an tudennoù gant troiennoù Oklahoma, hep luc'haj ebet.
Stumm ar skrid
Dav eo ivez chom feal d'ar stumm a zo bet roet d'ar skrid : komz-plaen (an darn vrasañ eus ar skridoù), barzhoniezh gant klotennoù (ar c'hanaouennoù en o zouez), lizhiri (Dracula Bram Stoker).
  • Ar pep diaesañ dre vras eo treiñ barzhonegoù, e komz-plaen pe dre werzennoù : ret eo deouzañ ar pezh a zo barzhonius er skrid (ar skeudennoù divoutin a zeu da spered al lennerien dre ar gerioù), mirout lusk ar skrid, ha kavout klotennoù er Yezh B pa vez er Yezh A. Ken diaes e vez ar gefridi ziwezhañ-mañ ma ne vez sevenet nemet gant an droerien hag an droerezed ampartañ.
Bommoù didroüs.
Bez' ez eus : c'hoarioù gerioù ha bommoù daou ster dezho. Gwech e c'heller o zreiñ digudenn, gwech e ranker tremen dre ur frazenn-dro, alies e ranker lakaat un notenn evit displegañ ar bomm orin.
Ha c'hoarvezout a ra ne c'heller ket treiñ feal e mod ebet, kaer zo klask. Setu amañ ur skouer ma'z eus ur c'hoari gerioù, luc'haj ha daou ster en ur bomm : (fr) C'est la débandade chez les hommes et les femmes sont paniquées.

= Steuñv evit treiñ ha lakaat emban e brezhoneg lennegezh ar bed

Ur steuñv evit treiñ eus ar brezhoneg da veur a yezh (anvet programm-treiñ lennegel) a zo war ober gant Ofis publik ar brezhoneg goude m’eo bet divizet gant Rannvro Breizh reiñ yalc’hadoù arbennik abaoe 2013 ha displeget evel-se : {quotation|Lañset eo bet ar programm-mañ abalamour da ziazezañ plas ar brezhoneg evel yezh kehentiñ ha yezh a sevenadur. Dav eo d’al lennerien vrezhonek, ar re yaouank peurgetket, gallout ober anaoudegezh gant lennegezh ar bed-holl war-eeun dre ar brezhoneg}[4].
War lec’hienn an Ofis, e penn ar bloavezh 2025, e kaver 49 goloenn-levr evit diskouez ar pezh a zo bet embannet gant ar skoazelloù dasparzhet. E-touez an oberourien e weler anvioù Marjane Satrapi, Margaret Atwood, Oscar Wilde, John Steinbeck, George Orwell, Ray Bradbury, Jack Kerouac, John le Carré, Stephen King, J. K. Rowling, Joseph Roth, Franz Kafka, Primo Levi, Italo Calvino, Alessandro Barrico, Jules Verne, Albert Camus, Jean Giono, Gabriel García Márquez, Nikolaz Gogol… ha e weler ivez roll ar 67 oberenn a zo kinniget evit ma vint troet e bloavezioù a zeu (Chinamanda Ngozi Adichie, Nelle Harper Lee, Joyce Carol OatesGeorge Sand, André Brink, Terry Pratchett, Yukio Mishima, Kazuo Ishiguro, Salman Rushdie, Anton Tchec'hov, Thomas Mann, Naguib Mahfouz

Stummadur an droourien e Breizh

Goude ma vez lakaet ar studierien d'ober troidigezhioù er skol-veur n'eus ket a wir stummadur evit danvez troourien ha troourezed. Setu perak n'eus ket kalz a droidigezhioù embannet e brezhoneg, e-skoaz ar pezh a weler e Kembre pe e Katalonia en ur bloavezh.

Levrlennadur

  • {{fr} Arroudenn Per-Jakez Helias, « Cela revient à faire des gammes, mais, les gammes n’ont jamais fait un concert ». E-barzh Per-Jakez Helias, Lettres de Bretagne, Pariz, Galilée, p. 47. (ISBN 2718601051)
  • (br) Anna Mouradova, Kudennoù an treiñ diwar ar rusianeg e brezhoneg’’, Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1999 (ISBN 978-2-86863-103-9)
  • (fr) Zauberman, Yolande & Spiechowicz, Paulina. Les mots qui nous manquent - Encyclopédie. Paris : Calmann-Lévy, 2016 (ISBN 978-2-7021-5746-6)
  • (br) Erwan Hupel, « Atlas ar bedoù troet ». E-barzh Al Liamm, niv. 467, Du-Kerzu 2024, p. p. 66-75.

En-dro d'an treiñ

C'hoari videoElsaFerrante,  
  • (en) (fr) Chants of Senaar (2023), savet gant Rundischag embanet gant Focus Entertainment – En un hollved kar da vojenn tour Babel e ranker adsevel an darempredoù yezhel etre pobloù dre dreiñ yezhoù ha diskoulmañ luziadelloù[5].
Lennegezh
  • (en) Kuang, Rebecca F. : Babel, or The Necessity of Violence – An Arcane History of the Oxford Translator's Revolution. London : Harper Voyager, 2022 (ISBN 978-0-00-850185-3)
Sinema
  • (fr) Les traducteurs (2019), film sevenet gant Régis Roinsard – Nav den zo bac'het evit treiñ, dre guzh ur best-seller ; reuz a sav etrezo p'en em gav an dek pajenn gentañ war an Internet.
  • (en) (fr) Arrival / Premier contact (2016), film sevenet gant Denis Villeneuve – Daouzek lestr-egor arallvedat a brad e daouzek lec'h war an Douar ; ur yezhoniourez zo karget da vont e darempred gant an nevezdeuidi dre gompren en o yezh.

Pennadoù kar

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.