From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur sikofant (συκοφάντης / sukophántês e gregach) a oa un tamaller a vicher en Aten an Henamzer. Meneget eo e obererezh e meur a oberenn lennegel, evel komediennoù Aristofanes (war-dro -450 pe -445 - -385), en De Mysteriis gant Andokides (war-droioù -440 - -390), gant Ksenofon (-430 - -355) ha Platon (-427 - -348).
Ne oa ket a bolis, ha ne oa ket kalz a brokulored, hag ar prosezioù a veze savet gant tud prevez. War-dro ar Vvet kantved kent JK e kaved e veze re a brosezioù diabeg gant ar sikofanted, ha ne oant ket karet[1], dre ma klaskent sachañ arc'hant digant ar re a damallent : pe gant ar prosezioù a zegase dezho arc'hant an dud kondaonet, pe evit ehanañ ar prosezioù boulc'het. Ar re a save prosezioù a veze graet sikofanted anezho. Bezañ tamallet da sikofant a zeuas da vout un tamall grevus, ha daou brezegour o deus laosket pep a brezegenn ma tinac'hont bezañ sikofanted : Lysias, gant "A-enep ar varc'hadourien greun", ha Lykourgos gant "A-enep Leokrates" dre ma prosezont evel keodeourien brevez, ha n'o deus gounit personel ebet da dennañ eus an tabut, kontrol d'ar sikofanted.
Splann eo aozadur ar ger, a zeu eus σῦκον / sũkon, « fiezenn », ha φαίνω / phaínô, « dizoloiñ ». Hogen teñval eo an orin, ha meur a zisplegadur zo bet roet.
Koulskoude e ranke bezañ difennet peogwir e veze flatret ar re a werzhe gant ar sikofant, a oa deuet da vezañ un tamaller a vicher, gaouiad ivez. Bevañ a rae diwar flatrañ an oberoù e-maez al lezenn, ha bodenn dezhañ a veze roet gant ar stad. Pa c'houneze e brosez e reseve war-dro an hanter eus priz an telloù-kastiz paeet gant an dud kondaonet.
Meneget eo ar ger e Kriton, gant Platon, diwar-benn marv Sokrates : ma varv Sokrates e vo tamallet da Griton, a zo pinvidik, endra ma n'en devo ket bet c'hoant da baeañ sikofanted. Implijet e vez ar ger sikofant diwar-benn tud izel a vez oc'h ober al lez da dud c'halloudus evit kaout ur renk uheloc'h er gevredigezh. E pezhioù-c'hoari Aristofanes e vez anv eus seurt tud.
Meneget eo ar ger ivez
Hiriv e kaver ar ger sikofant bepred e gresianeg hag e galleg, gant ur ster all avat, pa dalvez kement ha flatrer, e-skoaz e saozneg e talv kement ha lip revr.
E gevatal en deus ar ger en holl yezhoù ma venner komz eus ar garg. Koulskoude n'emañ ket er geriadurioù brezhonek. E geriadurioù Frañsez Vallée, Reun ar Glev ha Frañsez Favereau e vez troet gant "flatrer" ha "hibouder" : n'eo ket ster ar ger istorel en Henc'hres, ma oa ur seurt prokulor[2].
Ne gaver ket ar ger gallek sycophante e geriadurioù galleg-brezhoneg a-raok an XXvet kantved. Gwir eo ne bledont ket alies gant kargoù Henc'hres.
Goude-se e vo adkavet ar ger (ral e galleg) meur a wech :
E yezhoù zo (saozneg, galleg) e vez implijet ar ger sycophante er yezh a-vremañ, en ul live-yezh uhel (evel alies gant ar gerioù gregach), evel flatrer. Sterioù all avat a vez roet d'ar ger hervez ar yezhoù, an oberourien, ar marevezh.
E saozneg e talvez kement ha lubaner, er varzhoneg The Sycophantic Fox and the Gullible Raven e Fables for the Frivolous, gant Guy Wetmore Carryl, e 1898.
E meur a yezh e vez graet anvioù skeudennusoc'h eus ar sikofanted : lip-revr, e brezhoneg, brownnoser, bootlicker hag ass-kisser e saozneg, lameculos e spagnoleg. Anat eo emaomp gwall bell eus sikofant Aristofanos.
(de)
(en)
(es)
(fr)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.