Roue Breizh From Wikipedia, the free encyclopedia
Salaun (?-†874), mab da Riwalon, kont Poc'her, a zo bet roue Breizh etre 857 ha 874. Dont a ra e anv eus hini Salomon, roue an Hebreed. Salamun e oa ar stumm kozh, aet da Salavun ha Salaun. Ur sant eus an Iliz katolik eo ivez
Dont a reas da vezañ roue Breizh e 857 goude bezañ muntret ar roue Erispoe, mab da Nevenoe ha kenderv dezhañ. Ne blije ket dezhañ gwelout Breizh o tostaat ouzh Bro-C'hall dre un dimeziñ. Prest e oa Erispoe da eurediñ e verc'h gant Loeiz, mab da Karl Voal, ar roue frank, diwar ali Alkmar, eskob Naoned.
E 863, dre Emglev Entrammes (Mayenne), ez eas Maine hag ul lodenn eus Anjev gantañ, diwar-goust ar Franked. E 868, dre Emglev Compiègne e c'hounezas ar c'hotentin, Bro-Avrañch hag Inizi Mor Breizh. Evel-se e tizhas Breizh ar brasañ gorread he deus bet bizskoazh.
Klask a reas Salaun distagañ eskibien Breizh eus arc'heskob Teurgn ha goulenn a reas digant ar pab lakaat eskopti Dol da vezañ un arc'heskopti. War an entremar e chomo statud Dol o vezañ ma oa gwelet evel an arc'heskopti gant ar Vrezhoned. Un asant a roas ar pab e 1076 pa gasas ur pallium, arouez ar garg, d'an arc'heskob Even. Cheñch a reas an traoù gant ar pab Inosant III pa urzhias e 1199 adlakaat beli arc'heskob Teurgn war an eskibien e Breizh.
E 853 e savas ur manati, dediet da sant Masen e Masen-Skirieg (Il-ha-Gwilen).
E dibenn e ren en em dennas en ur manati, er Merzher-Salaun pe e Lanwelan, evit goulenn pardon digant Doue eus muntr Erispoe. Eno e voe drouklazhet d'ar 25 a viz Mezheven 874 gant e zeuñv Paskwezhen harpet gant Gurwant, deuñv Erispoe : « Salaun a glaskas repu en iliz ur manati ma oa kemeret hag handeet gant ur gouezder bras-meurbet. Tennet e oa e zaoulagad gant kement a feulster ma varvas e-doug an noz »[1]).
Lakaet e voe ar roue da sant e 910 abalamour d'e verzherinti ha d'e vertuzioù (Emañ Sant Salaun e roll merzherien an Iliz katolik war lec'hienn ar Vatikan[2]).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.