Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Roue Breizh e oa Alan Iañ, anvet ivez Alan Veur, adalek 890 betek e varv e 907. Mab e oa d'ur priñs anvet Ridoredh, hervez un dihell eus Saint Aubin d'Angers en XIvet kantved. Ren a reas war-lerc'h e vreur Paskwezhen († 876), a oa mab-kaer d'ar roue Salaun († 874).
Alan a oa kont Gwened, Naoned ha Kerne. Goude marv e vreur e 877 e stourmas ouzh Yezekael evit tapout kurunenn Breizh. Gantañ e tivroc'has da vrezeliñ a-enep ar Vikinged avat. En Emgann Kistreberzh e trec'has anezho e 888. Lazhet e oa bet Yezekael en degouezh-se ken e chomas Alan e-unan da vont da roue Breizh.
Ur marevezh a beoc'h hag a verzh a oa e ren evit Breizh.
Gant e wreg Orgaim en doe pemp mab, ha div verc'h a voe dimezet:
N'eo ket ur mab dezhañ avat, a renas war e lerc'h, met Gourmaelon, kont Kerne.
En e raok: Paskwezhen ha Gurwant |
Roue Breizh (o stourm ouzh Yezekael) |
War e lerc'h: Gourmaelon |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.