Remove ads

Arzhur I, pe Arthur Plantagenêt, ganet d'an 29 a viz Meurzh 1187 e Naoned ha marvet d'an 3 a viz Ebrel 1203 e Rouen, a voe Dug Breizh eus 1201 betek e varv. Dibabet e oa da bennhêr gant e eontr Richarzh Kalon Leon, a oa divugel, ha dezhañ e tlee bezañ kurunenn e eontr.

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
  • Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Muioc'h a ditouroù Ren, A-raok ...
Arzhur Iañ (dug Breizh)
Thumb
Arzhur Breizh skeudennet en XIIIvet kantved
Dug Breizh
Ren 11961203
A-raok Konstanza
Goude Alis
Guy de Thouars (e-karg)
Kont Richmond, Roazhon ha Naoned
Ren 11961203
A-raok Konstanza
Goude Alis
Guy de Thouars (e-karg)
Buhez
Ganet 29 a viz Meurzh 1187
Marvet 3 a viz Ebrel 1203

Tiegezh Plantagenêts
Tad Jaffrez II, dug Breizh
Mamm Konstanza Breizh, dugez Breizh
Relijion Katolik

Serriñ

Mab e oa da Jafrez II Plantagenêt, dug Breizh, breur da Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar, rouaned Bro-Saoz, ha da Koñstañsa Breizh, merc'h d'an dug Konan IV.

E vuhez

Mab dalif e oa pa oa ganet daou viz goude marv e dad, e 1187. E vamm, Koñstañsa Breizh, intañvez, a oa dugez Breizh.

Eñ an hini a dlee bezañ roue Bro-Saoz war-lerc'h Richarzh.

E 1196 e voe embannet gant he mamm e oa dug Breizh

Buhez

Thumb

Fulub II an Aogust, roue Bro-C'hall a glaske digreskiñ beli an tiegezh Plantagenet en e rouantelezh hag broudañ gwizien ar Saozon da stourm outo. Arzhur, hag eñ hêr yaouank dug Breizh, a oa spi ar Vrezhoned evit ma vije dieub an dugelezh, met Richarz Kalon Leon a yeas da aloubiñ Breizh hag a vac'has an dugez, met trec'h a vo warnañ gant ul lu brezhon e Karaez (1197). Kaset e oe ar bugel davet Filip Aogust evit ma vije diwallet-mat. Goude marv Richarzh e 1199 ez eas Yann Dizouar, e vreur, war tron Bro-Saoz. Mignon e oa bet da Fulup evit klask freuzañ galloud Richarzh, met enebourien e oant en taol-mañ. Broudet gant Fulup Aogust e embannas diouzhtu Arzhur bezañ hêr gwirion Bro-Saoz koulz hag hini Breizh, Normandi hag Akwitania hag an darn-vuiañ eus an noblañsed c'hall a eas d'e heul.

Neuze e aloubas Yann Dizouar Bro-C'hall e 1202. Pa oa Arzhur o sezizañ Mirebeau, e-lec'h ma oa e vamm-gozh, Eleanora Akitania, o chom, e oe trubardet gant Guillaume des Roches ha, diwar urzhioù Yann Dizouar, kaset d'an toull-bac'h da Falaise hag alese da Rouan. N'eo ket sklaer penaos e varvas Arzhur e miz Ebrel 1203. Brud a zo bet e voe lazhet gant e eontr Yann e-unan, met ne c'heller ket en asuriñ.

Remove ads

Efedoù marv kriz Arzhur

Pa oe kaset keloù an torfed e c'houlennas ar Vrezhoned ma vo tamallet Yann Dizouar evel trubard ha karlazher hag evitañ da vezañ koñdaonet da vezañ dizouaret e kollas Akwitania, Anjev, Normandi ha Breizh (orin e lesanv eo). Er c'hontrol e c'hounezas Filip Aogust bezañ mestr war dugelezh Breizh pa oa hanter-c'hoar Arzhur, Aziliz, ur vinorez ha ne oa ket e dad, Guy de Thouars, "baillif" an dugelezh, evit mont a-enep ar roue. E 1212 e terras Filip Aogust an emglev-dimeziñ en doa aotreet evit Aziliz hag Herri a Bentevr hag e kavas gwelloc'h reiñ evel pried da Alis unan eus ar briñsed kapetian, Pêr a Dreux, a zeuio da vezañ Pêr I a Vreizh.

Remove ads

Arzhur Iañ e sonerezh

Savet ez eus bet ur ganaouenn diwar-benn buhez Arzhur I gant ar strollad-sonerezh folk breizhat Tri Yann an Naoned.

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.

Remove ads