Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pêr, lesanvet Brizhkloareg[1], (1191 - 1250) a oa Dug Breizh e-pad 25 bloaz, eus 1213 betek 1237, jure uxoris, ha kont Richmond hag aotrou Machecoul.
Pêr Iañ (Breizh) | |
Engravadur en Istor Breizh gant Dom Morice | |
Lezdug Breizh | |
Ren | 1213—1221 |
---|---|
A-raok | Guy de Thouars |
Dug Breizh e-karg | |
Ren | 1213 1237 |
A-raok | Guy de Thouars |
Buhez | |
Ganet | war-dro 1187 Dourdan, Bro-C'hall |
Marvet | 25 a viz Mae 1250 war vor |
Tiegezh | Dreux |
Tad | Robert II de Dreux |
Mamm | Yolande de Courcy |
Priedoù | Alis Breizh (1200, m. 1221) |
Diskennidi | Yann Iañ, dug Breizh |
Relijion | Katolik |
Ganet e oa war-dro 1187 e Dourdan. Mab e oa da Robert II, kont Dreux, ha kenderv d'ar roue gall Fulup II an Aogust.
Goude marv Arzhur Iañ eo e c'hoar Alis Breizh an hini a oa pennhêrez an dugelezh. Alis a oa bet prometet he dorn d'un aotrou breizhat (ne oa nemet 3 bloaz!), met Fulup a zimezas anezhi da Bêr Dreux, evit startaat al liammoù etre Breizh ha Bro-C'hall.
Stourmet en deus Pêr Iañ gant Fulup hag e vab Loeiz a-enep Yann Dizouar hag Herri III a Vro-Saoz, met goude marv Loeiz en em savas a-enep Gwenn Kastilha, rouanez Bro-C'hall.
N'eo ket bet dug Breizh gwech ebet, met rejant hepken, ur seurt "lezdug" eta. Ren a reas Breizh en anv e wreg, betek marv homañ e 1212, ha goude-se en anv e vab Yann, pa oa dindan oad. Pa dizhas hemañ e 20 vloaz e 1237 e lezas an dugelezh en e emell, hervez ar reizh. Betek fin e vuhez e vevas evel ur marc'heg baleant. Mont a reas d'an Douar Santel, stourmet en deus a-enep ar Saozon hag an Arabed.
Mervel a reas pa oa o tistreiñ diouzh ar Groaziadeg diwezhañ, e 1250.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.