Remove ads

Ar briedelezh eo ar stad a vuhez a zo bet aozet, dre un emglev hervez al lezenn, etre daou zen en oad da zimeziñ hervez al lezenn da sevel un tiegezh. Ar pried, ar gwaz pe an ozhac'h a vez graet eus ur paotr dimezet; ar bried pe ar wreg eus ur vaouez. An dimeziñ a vez graet eus an emglev-se, ha lidet e vez peurvuiañ gant un eured.

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Arvez ...
Priedelezh
Thumb
legal institution, nominal kinship, darvoud, ensavadur
Iskevrennad eusintimate relationship, end of betrothal Kemmañ
Arvezrelijion, sexual morality, procreation Kemmañ
Raklec'hiet gantDanvez-pried, Eured Kemmañ
Heuliet gantlegal separation Kemmañ
Dezverket dretype of marriage Kemmañ
Arouezenn Unicode Kemmañ
Enebet ouzhmarried Kemmañ
Serriñ

Dimeziñ heñvelrevel

Pennad pennañ : Dimeziñ heñvelrevel

Abaoe 2001 ez eus bet degemeret gant un toullad broioù er bed dimeziñ tud gante an hevelep rev. Ouzhpenn e vez anavezet gant re all an euredoù etre tud gante an hevelep rev bet lidet e lec'h all.

Istor

Un dra a-bouez eo an emglev-se, rak bevañ a c'hall daou zen an eil gant egile hep ma vefent priedoù anavezet gant al lezenn.

Gwechall ne c'halle ket tud ha ne oant ket dimezet hervez al lezenn bevañ asamblez. Rak kement-se a dalveze e oant e-maez al lezenn, hag e c'hallent bezañ kastizet.

Mennet e oa an dimeziñ da aozañ urzh ar gevredigezh, dre reoliñ enni an darempredoù reizhel ha frouezhusted ar gwragez, ha kadarnaat an aotrouniezh (hini an ezec'h) en tiegezh.


Unpriedelezh, liespriedelezh

Komz a reer eus unpriedelezh, pe stad unpried peurvuiañ, rak en hon bro eo difennet kaout muioc'h eget ur pried pe ur bried. Ne vez ket kont evel-se en holl vroioù. E broioù arab pe afrikan zo eo aotreet ar gwaz da gaout meur a wreg: komz a reer neuze a lieswregiezh.

Ral eo liespredelezh ar merc'hed. Met e rannvroioù zo eus Azia eo aotreet ar briedelezh lieswaz, al lieswaziezh.

Eured

Kregiñ a ra ar briedelezh gant ul lid anvet eured, a c'hell bout relijiel pe nann.

Redioù ar briedelezh

Hervez al lezenn e rank an daou bried chom en hevelep ti ha bezañ feal an eil ouzh egile, da lavarout eo

  • kaout darempredoù reizhel an eil gant egile,
  • hag an eil gant egile hepken.

War an div redienn-se eo diazezet ar briedelezh hervez lezenn.

Betek kreiz an XXvet kantved dreist-holl en Europa, hag e broioù zo c'hoazh, e talveze ar briedelezh da gaout darempredoù reizhel hervez lezenn. Rak en doare-se e tlefe pep hini kaout ur vuhez reizhel hervez reolennoù ar gevredigezh. E gwirionez ez eus bet a-viskoazh ur vuhez reizhel all, kuzh alies, e-kichen an hini a oa hervez lezenn, gant an heñvelrevidi pe an dud a gave o c'hont e tier arbennik anvet fouzhlec'hioù.

Gant freuz ar reolennoù kevredigezhel kozh ez eo deuet war wel an disheñvelderioù e buhezioù reizhel an dud.

Koulskoude e chom en o sav an div reolenn a zo diazez ar briedelezh, div reolenn n'int ket bet doujet atav, met a zo bet diazez ar gevredigezh, gant doareoù un tamm disheñvel a-wechoù, en istor an darn vrasañ eus ar sevenadurioù, evel ma weler koulz er Bibl evel en oberennoù Homeros.


Remove ads

Diwezh ar briedelezh

Echuiñ a ra ar briedelezh

  • pa varv unan eus an daou bried,
  • pa vez torret an emglev sinet en eured en ur stumm bennak
    • pe dre ma ne vev ket an daou zen dimezet en hevelep ti
    • pe dre ma vez torret an dimeziñ hervez al lezenn; komz a reer neuze eus torr-dimeziñ, pe dizimeziñ.

Da viken en iliz katolik

Hervez relijionoù zo, evel ar relijion gatolik, ne echu ar briedelezh nemet da varv unan eus an daou bried, rak n'eo ket anavezet an torr-dimeziñ gant an Iliz katolik nag an Iliz anglikan.

Evit kaout an dizober eus e wragez e kave aes ar roue saoz Herri VIII kondaoniñ anezho d'ar marv, dre abeg pe abeg.

Koulskoude ez eus bet c'hoarvezet terriñ dimezioù pa ne oa ket bet gwir briedelezh a-hervez, pe pa ne oa ket bet kaset an dimeziñ da benn, da lavarout eo pa ne oa ket embaret an daou bried.

Kement-se a c'hoarvezas gant ar roue gall Loeiz XII pa fellas dezhañ addimeziñ gant an intañvez Anna Vreizh, daoust ma oa-eñ dimezet, ha bev e wreg, hag eñ bet embaret ganti dirak testoù tost da vat da noz e eured. Aotreet e voe gant ar pab Alesant VI da zimeziñ memes tra, met kerik e koustas an aotre-se.

Pa vez difennet terriñ an dimeziñ, pe dizimeziñ e vez difennet dimeziñ d'un den dimezet dija, goude ma vije dizimezet. Pa felle d'ar roue saoz Edward VIII dimeziñ d'ur vaouez dizimezet e voe nac'het ar gwir-se outañ, ma rankas dilezel e gador a roue.

Remove ads

Pennadoù kar

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.

Remove ads