Karl Voal

From Wikipedia, the free encyclopedia

Karl Voal

Impalaer ar C'hornôg e 875 ha roue Bro-C'hall (Francia occidentalis) e oa Karl II, pe Karl ar Moal[1], pe Charlez ar Moal[2], pe Karl Voal[3], ganet e 823 e Frankfurt am Main ha marvet e 877 en Avrieux. Mab e oa d'an impalaer Loeiz an Deol ha da Judit Bavaria, trede pried Loeiz. Met tri breur henañ en doa, bugale Irmingard Hespengau, hag ar re-se ne oant evit gouzañv e vije rannet an impalaeriezh e peder lodenn. A-benn ar fin, goude emgannañ enep dezho a-hed ar bloavezhioù e c'hounezas Karl an uhelgarg e diwezh e vuhez. E Breizh e voe trec'het gant ar Vrezhoned renet gant Nevenoe e 845 ha gant Erispoe e Jengland.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Karl Voal
Thumb
den
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhFrankia ar C'hornôg 
Anv e yezh-vamm an denCharles II le Chauve 
Anv-bihanCharles 
Titl noblañsemperor of the Occident, Roll rouaned Italia, king of Aquitaine, king of West Francia 
Deiziad ganedigezh13 Mez 823 
Lec'h ganedigezhFrankfurt am Main 
Deiziad ar marv6 Her 877 
Lec'h ar marvAvrieux 
Abeg ar marvmalaria 
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis 
TadLoeiz an Deol 
MammJudit Bavaria 
PriedErmentrude of Orléans, Richilde of Provence 
FamilhKarolingidi 
Yezhoù komzet pe skrivetlatin 
Michermonark, skrivagner 
Tachenn labourPolitikerezh 
Kargking of West Francia, Impalaer roman germanek 
Lec'h labourFrankia ar C'hornôg 
Urzh relijielurzh Sant Benead 
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken 
Serriñ
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Buhez

Pa oa bihan e klaskas e vreudeur lakaat o c'hrabanoù warnañ ha war e vamm, Judit. Da gentañ e voent kounnaret o welout e oa bet roet an titl a roue Alamagn (Alemenia e latin) dezhañ pa ne oa nemet 4 bloaz. Goude-se pa voe roet hini roue Akwitania dezhañ e 838 pa oa 15 vloaz. Goude marv o zad e voe gwashoc'h an tabut etre ar vreudeur. Met pa glaske Lotar Iañ, ar breur henañ, skarzhañ ar re all eus an uhelgarg e savas Karl un emglev gant Loeiz a Alamagn hag e oe trec'h an daou asamblez e Fontenoy-en-Puisaye (841). Diwar feur-emglev Verdun sinet e 843 e asantas an tri breur e vije rannet an impalaeriezh e teir rouantelezh :

  • gant Lotar Iañ ez eas Frankia kreiz (Francia mediana), eus aodoù Mor an Hanternoz betek kreisteiz Italia ;
  • gant Loeiz a Alamagn ez eas Frankia ar Reter (Francia orientalis) da lavaret eo ar Germania a zeuio da vezañ Alamagn war-lerc'h,
  • gant Karl II (lesanvet ar Moal) ez eas Frankia ar C'hornôg (Francia occidentalis) a zeuio da vezañ Bro-C'hall
Thumb

Ouzh e rouantelezh e stagas Provañs ha (dre aloubiñ pe dre hêrezh), met reiñ a rankas ul lodenn eus Lotaringia da Loeiz dre feur-emglev Mersen.

Etre 856 ha 861 e c'houzañvas e rouantelezh meur a aloubadenn diwar an Normanned ken e kavas gwelloc'h kas anezho da vont pelloc'h dre profoù arc'hant eget bountañ anezho kuit. Diwar an abeg-mann e zigargas Charlez bodadeg e wazhourien eus e uhelgarg e 856, met e adkemeras ar garg gant harp an eskibien.

E 865 pa varvas Loter II, mab Loter e oe rannet Bro-Loter etre Bro-C'hall hag Alamagn adarre.

E 875 e oe kurunennet Charlez II evel impalaer gant ar Pab Yann III war-lerc'h Loeiz II a Italia, mab henañ da Loter. Pa varvas e hantervreur, Loeiz a Alamagn, e 876, e aloubas Karl lodenn gornôg Bro-Loter, met trec'h e oe warnañ gant al lu bras kaset gant e nized (emgann Andernac'h e-kichen Koblenz, 876).

P'e doa kemeret dre laeroñsi an Akitania d'e eontr, Pepin II Akitania, e tleas ober ar brezel dezhañ meur a wech.

E 877 ec'h embannas e Quierzy ma vije legadet ar c'hontelezhioù dre hêrezh ha dre-se e krogas amzer ar c'hladdalc'helezh. Goude-se ez eas da Italia da zifenn ar Pab Yann II taget gant an Arabed, met kevout a reas e klaske Karloman, mab da Loeiz a Alamagn, aloubiñ Bro-C'hall. Mervel a reas d'ar 6 a viz Here 877 pa oa o treuziñ an Alpoù e kêriadenn Brios (Avrieux hiziv). A-hervez e vije bet lazhet an impalaer gant un ampoezon roet dezhañ gant e vezeg.


Eured ha bugale

D'ar 14 a viz Kerzu 842 ec'h euredas Karl e Quierzy da Ermentrude Orleañs, eus tiegezh an Agilolfinged, ha nav bugel o doe :

  • Judit Bro-C'hall (war-dro 843–870), a zimezas en 856 da roue Wessex Æthelwulf (marvet en 858), ha goude d'e vab Æthelbald (marvet en 860), ha goude da gont Flandrez [[Baldwin Iañ Flandrez}} ;
  • Loeiz II « ar Gag »}} (846-879), roue ar Franked,
    • dimezet en 862 da Ansgarde Bourgogn
    • addimezet en 878 da Adelaid Frioul ;
  • Karl ar Bugel (war-dro 847 – 866) roue Akitania ;
  • Karloman (war-dro 847 – war-dro 877), abad en Abati Saint-Médard Soissons ha goude en Abati Echternach ;
  • Ermentrude, abadez abati Hasnon en 877[4] ;
  • Hildegard ;
  • Rotrud ;
  • Lotar Gamm (war-dro 850 – 866), abad Saint-Germain d'Auxerre ;
  • Godehilde Bro-C'hall (war-dro 864 - 923), dimezet da Godefroi III, pe Gozlin)[5],[6] kont Maine

Goude ec'h addimezas Karl da Richild, eus tiegezh ar Bosonided, hag ur verc'h o doe :

  • Rothild (war-dro 871 – war-dro 928), dimezet da gont Maine Roger.

Bugale all o dije bet, marvet yaouank, en o zouez Peppin ha Dreux, anezho gevelled marteze, beziet en abati Saint-Amand[4].

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.