titl familh real Breizh-Veur From Wikipedia, the free encyclopedia
Priñs Kembre (kembraeg Tywysog Cymru, distaget [təu̯ˈəsoɡ ˈkəmrɨ] ; saozneg Prince of Wales ; latin Princeps Cambriae/Walliae) zo un titl a vez roet da gustum da bennhêr rouantelezh Bro-Saoz ha da c'houde ar Rouantelezh-Unanet. Implijet e voe goude peur-aloubadeg Kembre gant Edouarzh Iañ pa veze implijet gant tierned ar vro da gentañ.
Iskevrennad eus | pennhêr |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1301 |
Anv er yezh a orin | Prince of Wales |
Annez ofisiel | Kensington Palace |
Appointed by | monark ar Rouantelezh-Unanet |
Officeholder | William |
Lec'hienn ofisiel | http://www.princeofwales.gov.uk |
Stumm benel an dikedenn | princesse de Galles, прынцэса Ўэйлзкая, princesa de Gal·les, priñsez Kembre, princesa Walesa |
An tiern kembreat kentañ o tougen an titl-se e vije bet Gruffudd ap Cynan eus Gwynedd, e 1137, goude ma vez meneget alies e vab Owain Gwynedd evel an hini en doa krouet an titl evit embann e oa e c'halloud war Kembre a-bezh. Llywelyn Veur a vez gwelet evel an tiern galloudusañ en doa bet an titl en e ster kozh dre m'en doa dalc'het e c'halloud war ar braz eus Kembre e-pad 45 bloaz. Unan eus ar briñsed zizalc'h diwezhañ e voe Llywelyn an Diwezhañ a voe lazhet e-pad emgann pont Orewin e 1282. E vreur, Dafydd ap Gruffudd, a voe jahinet ha dibennet er bloaz war-lerc'h.
Goude marv an daou briñs dizalc'h diwezhañ e kemeras ar roue saoz Edouarzh añ kontrol Kembre ha kadoriañ a reas e vab Edouarzh a Gaernafon evel Priñs Kembre saoz kentañ e 1301. Klemm a voe war an titl-se gant Kembreiz adarre gant hêr rouaned Gwynedd Owain Glyndŵr (pe Owain ap Gruffydd) etre 1400 ha 1415 (pa greder e oa marvet) pa gasas nerzhioù Kembre a-enep an alouberien saoz. Abaoe n'eo bet dalc'het an titl nemet gant hêred kurunenn Bro-Saoz ha da c'houde Breizh-Veur.
D'an 8 a viz Gwengolo 2022, pa oa marvet ar rouanez Elesbed II, ez eas an hini a zalc'he an titl Priñs Charles da roue.[1] An deiz war-lerc'h e teroas ar roue an titl d'e vab henañ William.[2][3]
Leun a dierned e Kembre o doa embannet e oant "roue Kembre" ha lod eus outo o doa renet war ar brasañ eus ar vro. Etre 1055 ha 1063 e voe unanet tiriad Kembre a-vremañ dindan ren Gruffudd ap Llywelyn[4][5] a voe anvet roue Kembre (Rex Walensium) gant John of Worcester.[4]
Implij an titl a Briñs Kembre gant tud eus ar vro a zeuas war-wel muioc'h-muiañ adalek an XIvet kantved evel ur stumm modernaet eus Roue ar Vrezhoned, un titl a veze implijet diwar-benn penn ar Vrezhoned, hendadoù ar Gembreiz.[6] Priñsed kreiz ar Grennamzer a veze a-orin eus kornôg ar vro, Gwynedd dreist-holl. Kement a c'halloud o doa e c'hellent diskouez aotrouniezh en tu all da harzoù o rouantelezh.[7]
Evit respont da unaniezh Kembre dindan ren ar briñsed Llywelyn e kasas Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz, 15 000 soudard da Gembre d'hec'h aloubiñ. Stourm a reas Llywelyn ap Gruffudd en e enep met trapet e voe en emgann pont Orewin e-lec'h ma voe lazhet gant soudarded saoz e 1282.[8][9] E benn a voe diskouezet e Londrez en un dibunadeg a-raok bezañ lakaet war ur peul e Tour Londrez, warnañ ur gurunenn lore da c'hoapaat.[10]
Breur Llywelyn, Dafydd ap Gruffudd, a gemeras penn stourmerien Kembre met tapet e voe e 1283 a-raok bezañ krouget, adlakaet da vevañ evit troc'hañ e izili gant ofisourien saoz ha lakaet e vouzelloù an tan dirazañ. Dibennet e voe eñ ivez ha plantet e benn war ur peul e Tour Londrez, e-kichen hini e vreur.[11]
Da heul marv an daou vreur e sinas Edouarzh ordrenañs Statud Rhuddlan e 1284. Gant an destenn-se e kollas Kembre he dizalc'hidigezh evit stummañ Priñselezh Kembre e-barzh Rouantelezh Bro-Saoz.[12][13][14] Degaset e voe al Lezenn boutin saoz e Kembre evit an torfedoù tra ma chome an aferioù prevez da vezañ barnet gant lezennoù Hywel Dda.[15][13]
Pa voe drouklazhet Owain Lawgoch e 1378 ez eas linenn-henañ tiegezh Aberffraw da get.[16] Klemmet e voe an titl a "Briñs Kembre" gant linennoù all, reoù Deheubarth ha Powys. Ezel brudetañ al linennoù-se a voe Owain Glyndŵr a oa pennhêr an daou diegezh.[15][17]
Glyndŵr, emsavet a-enep roue Bro-Saoz Herri IV, a gemeras an titl a "Briñs Kembre" e Glyndyfrdwy d'ar 16 a viz Gwengolo 1400 ha tagañ a reas gant e armoù kêrioù saoznek e biz Kembre. Meur a aloubadeg a voe kaset gant roue Bro-Saoz da vougañ an emsavadeg, hep kaout bec'h avat. Pevar arme a voe skarzhet kuit gant ar Gembreiz e 1404 hepken tra ma kreñvae Glyndŵr e c'halloud war Kembre. Adalek 1407 avat e cheñchas al lanv dre ma oa brasoc'h ha gwelloc'h ekipet arme Bro-Saoz ha divoget e komañsas armeoù Kembre da vezañ. E 1409 e oa distroet ar brasañ eus ar vro dindan dalc'h Bro-Saoz. Stourm a gendalc'has Glyndŵr d'ober betek ma voe stanket e kastell Harlech. Tec'hiñ a reas e douaroù didu Kembre gant ur vandennad harperien feal ha nac'hañ a reas en em rentañ, o kendelc'her ar brezel en ur mod guerilla. Gwelet e voe evit ar wezh diwezhañ e 1412 pa vac'has unan eus harperien ar roue en ur stign e Brecon. E 1415 e voe kontet gant unan eus e harperien bet e oa marv.[18]
Ar Briñsed Kembre a oa eus ar vro a implije armoù tiegezh Gwynedd. Rannet eo tiegezh Gwynedd etre tiegezh Cunedda, koshoc'h, etre 420 ha 825 ha tiegezh Aberffraw, nevesoc'h, a zeuas war-wel adalek 844. Linenn-henañ tiegezh Aberffraw, a ziskenne eus Llywelyn Veur dre an tadoù az eas da get pa varvas Owain Lawgoch e 1378.[19]
Kemmañ a reas Glyndŵr armoù Gwynedd en ur cheñch al leoned da lakaat anezho a-skramp, o tiskouez splann neuze e tiskenne eus rouaned Gwynedd ha eus Llywelyn an Diwezhañ da zelc'her soñj eus penaos en doa difennet Kembre. Gallout a reer krediñ e oa bet levezonet ar c'hemm-se gant armoù Powys Fadog ha re Deheubarth. Tad Glyndŵr a oa priñs hêrek Powys Fadog tra ma oa e vamm brientez eus Deheubarth.[20]
Implijet e voe armoù Glyndŵr evel ur banniel en emgannoù a-enep ar Saozon. Un arouez a zisfiziañs, a zalc'husted hag a glemm eo e Kembre,[20] liammet kreñv ouzh ar vroadelezh.[20][21]
Abaoe 1301 e kustumer da reiñ an titl da vab henañ Roue pe Rouanez Bro-Saoz (da c'houde Breizh-Veur adalek 1707 hag ar Rouantelezh-Unanet abaoe 1801), ma vez pennhêr.
Ne daper ket an titl dre ret avat, ha n'eo ket deroet dre hêrezh : kendeuziñ a ra gant ar Gurunenn pa'z ar Priñs da Roue peotramant pa varv a-raok ar Roue pe ar Rouanez. Dieub eo ar ri neuze da zereiñ an titl d'ar pennhêr nevez (mab pe breur ar Priñs marvet).[22]
E 2011, asambles gant rouantelezhioù all ar C'hommonwealth, e sinas ar Rouantelezh-Unanet Emglev Perth a cheñchas al lezennoù-hêrezh, evel pellaat diouzh ar reolenn a embanne e vije ar pennhêr bugel henañ ar Roue pe ar Rouanez, nemet ma vije ganet ur mab a vezo pennhêr neuze, d'ur reolenn a embann e vije bugel henañ ar Roue pe ar Rouanez ar pennhêr pe ar bennhêrez, ne vern pe reizh e vije.[23] Votet e voe Akt 2013 hêrezh ar Gurunenn gant ar Parlamant d'an 12 a viz Kerzu 2012, embannet en deiz war-lerc'h ha degemeret asant ar Rouanez d'ar 25 a viz Ebrel 2013.[24] Lakaet e voe da dalvezout d'ar 26 a viz Meurzh 2015[25] d'ar memes koulz ma voe lakaet Emglev Perth da dalvezout er rouantelezhioù all.[26]
Abaoe an aloubadeg e oa bet an titl a "Briñs Kembre" un titl deroet gant ri Bro-Saoz pe ar Rouantelezh-Unanet d'ar mab pe ar mab-bihan a zo pennhêr ar gurunenn.
Abaoe 1301 e oa bet deroet an titl a "Earl Chester" da holl bennhêred ar gurunenn saoz, pe dost, hag abaoe ar XIVvet kantved e oa bet deroet asambles gant an titl a "Briñs Kembre". An daou ditl a vez roet gant ar roue pe rouanez ha ne vezont ket hêret.[27]
Da gustum e vez titloù pe enorioù all da Briñsed Kembre, ma vez mab henañ ar ri. An hini pouezusañ eo an titl a "zDug Kernev-Veur, a vez tapet dre hêrezh ha, kontrol da ditl a Briñs Kembre, a zeu gant douaroù hag atebegezhioù bonreizh. Krouet e voe dugelezh Kernev-Veur gant Edouarzh III e 1337 evit e vab hag hêr Edward of Woodstock (lesanvet ar Priñs Du). Ur garta a voe sinet a embanne e vije mab henañ ar roue duk Kernev-Veur.[28]
Ne'z eus perzh ofisiel ebet az a gant an titl a "Briñs Kembre", na diwar lezenn na diwar kustum. Er c'halite-se avat en doa harpet Charles ar rouanez Elesbed II meur a wezh evit seveniñ he dever. Mont a reas en he flas da zegemer kannaded e Londrez e-pad gweladennoù-Stad. Beajiñ a reas en anv ar Rouanez er Rouantelezh-Unanet ha tramor evit degouezhioù ofisiel ha lidoù evel obidoù.[29] Roet e voe da Briñs Kembre ar gwir da embann Royal Warrants (evit trugarekaat embregerezhioù o doa pourvezet dezhañ).[30]
Evel pennhêr ar ri e toug Priñs Kembre an armoù real gant ul liketenn a dri fik. Evit reprezañtiñ Kembre e toug skoed-armoù Priñselezh Kembre, kurunennet gant kurunenn ar pennhêr. Implijet e voe da gentañ gant ar Priñs Edouarzh adalek 1910 ha kendalc'het da c'houde gant an eil Priñs diwezhañ Charles.
Ar badj-armoù gant an teir fluenn eo hini dug Kernev-Veur, da lavaret eo hini pennhêr ar Gurunenn.[31] An tres teir fluenn struskañval a vez liammet ouzh ar Priñs Du. Dougen a rae – evel eilstumm e armoù real – ur skoed traezh, teir fluenn struskañval arc'hant taolennet evel e "skoed peoc'h", moarvat ar skoed a implije evit ar joutoù. Kavet a reer an armoù-se meur a wezh war e vez en Iliz-Veur Canterbury, a bep eil gant an armoù en doa bet digant e dad (da lavaret eo armoù Edouarzh III gant tri fik arc'hant). Badjoù gant unan pe vuioc'h a bluennoù struskañval a veze implijet gant ar Priñs Du en degouezhioù all.
Goude ma oa degemeret mat kadoriadur Charles e 1969 e Kembre[32] ha ma voe sellet al lid gant 19 milion a dud en Rouantelezh-Unanet hag ouzhpenn 500 milion a dud er bed a-bezh en tele, e voe dalc'het manifestadegoù a-enep ar gadoriadur en devezhioù a-raok al lid.[33][34] Kalzig a aozadurioù ha tud eus Kembre a embannas bezañ a-enep al lid, evel Dafydd Iwan[35] (kaner ha politikour), Edward Millward[36] (kelenner kembraeg hag an hini en doa kelennet ar yezh da Briñs Charles), Cofia 1282 ("Dalc'h soñj eus 1282"),[34] peotramant Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (Kevredigezh ar yezh gembraek).[33] Harzet e voe un nebeud manifestourien da zeiz ar gadoriadur.[33]
Abaoe e oa savet muioc'h a dud vrudet hag aozadurioù eus Kembre a-enep an titl a "Briñs Kembre" ha goulenn ma vije skrapet, en o zouez Plaid Cymru (en doa cheñchet e soñj abaoe),[37][38] Republic,[39] Michael Sheen,[40] ha Dafydd Elis-Thomas.[41] Da c'houde ma oa aet Charlez III da roue e miz Gwengolo 2022 e voe skignet ur sinadeg o c'houlenn ma vije skrapet an titl a "Briñs Kembre", o reseviñ 35 000 sinadur.[42] Mark Drakeford[43] (kentañ ministr Kembre), Adam Price[44] (e penn ar strollad Plaid Cymru), Jane Dodds[45] (e penn al Lib-Dem kembreat) ha YesCymru[46] o doa holl anavezet e oa danvez un tabut peotramant o doa goulennet ma vije goulennet o ali gant ar Gembreiz. D'ar 6 a viz Here e voe votet gant Kuzul Gwynedd, ar strollegezh lec'hel e-lec'h ma voe kurunennet Charlez, e save a-enep an titl "Briñs Kembre" hag a-enep delc'her ur gadoriadur all e Kembre.[47]
Ur sontadeg kaset gant BBC Wales e 1999 a gavas e oa 73% eus ar gembraegerien a-du evit ma vije kendalc'het gant titl a "Briñs Kembre".[48] Ur sontadeg all kaset gant ar BBC e 2009, da verkañ ar 40vet kadoriadur Charlez, a ziskoueze e save 38% eus ar Gembreiz a-du ma vije dalc'het ul lid heñvel evit William ur wezh aet Charlez da roue.[49] E 2018 e kavas ur sontadeg kaset gant ITV e oa 57% eus ar Gembreiz akord ma vije kaset an titl ur wezh aet ar Priñs da Roue, gant 27% a-enep. Izeloc'h e oa ar souten evit ul lid-kadoriañ gant 31% a-du, 27% a-enep ha 18% o c'houlenn ul lid disheñvel.[50]
Den | Anv | Pennhêr | Ganedigezh | Aet da bennhêr | Krouet Priñs Kembre | Diskroget bezañ Priñs Kembre | Marv |
---|---|---|---|---|---|---|---|
Edward eus Caernarfon | Edouarzh Iañ | 25 a viz Ebrel 1284 | 19 a viz Eost 1284 | 7 a viz C'hwevrer 1301[51] | 7 a viz Gouere 1307 aet da roue evel Edouarzh II | 21 a viz Gwengolo 1327 | |
Edward of Woodstock | Edouarzh III | 15 a viz Even 1330 | 12 a viz Mae 1343[51] | 8 a viz Even 1376 marvet | |||
Richard of Bordeaux | 6 a viz Genver 1367 | 8 a viz Even 1376 | 20 a viz Du 1376[51] | 22 a viz Even 1377 aet da roue evel Richarzh II | 14 a viz C'hwevrer 1400 | ||
Henry of Monmouth | Herri IV | 16 a viz Gwengolo 1386 | 30 a viz Gwengolo 1399 | 15 a viz Here 1399[51] | 21 a viz Meurzh 1413 aet da roue evel Herri V | 31 a viz Gouere 1422 | |
Edward of Westminster | Herri VI | 13 a viz Here 1453 | 15 a viz Meurzh 1454[51] | 11 a viz Ebrel 1471 diskaret e dad | 4 a viz Mae 1471 marvet | ||
Edward of York | Edouarzh IV | 4 a viz Du 1470 | 11 a viz Ebrel 1471 | 26 a viz Even 1471[51] | 9 a viz Ebrel 1483 aet da roue evel Edouarzh V | 1483 | |
Edward of Middleham | Richarzh III | 1473 | 26 a viz Even 1483 | 24 a viz Eost 1483[51] | 31 a viz Meurzh pe 9 a viz Ebrel 1484 marvet | ||
Arthur Tudor | Herri VII | 20 a viz Gwengolo 1486 | 29 a viz Du 1489[51] | 2 a viz Ebrel 1502 marvet | |||
Henry Tudor | 28 a viz Even 1491 | 2 a viz Ebrel 1502 | 18 a viz C'hwevrer 1504[51] | 21 a viz Ebrel 1509 aet da roue evel Herri VIII | 28 a viz Ge,ver 1547 | ||
Edward Tudor | Herri VIII | 12 a viz Here 1537 | c. 18 a viz Here 1537[52][53] | 28 a viz Ge,ver 1547 aet da roue evel Edouarzh VI | 6 a viz Gouere 1553 | ||
Henry Frederick Stuart | Jakez Iañ | 19 a viz C'hwevrer 1594 | 24 a viz Meurzh 1603 | 4 a viz Even 1610[51] | 6 a viz Du 1612 marvet | ||
Charles Stuart | 19 a viz Du 1600 | 6 a viz Du 1612 | 4 a viz Du 1616[51] | 27 March 1625 aet da roue evel Charlez Iañ | 30 a viz Genver 1649 | ||
Charles Stuart | Charlez Iañ | 29 a viz Mae 1630 | c. 1638–1641[51] | 30 a viz Genver 1649 titl skrapet; aet da roue diwezhatoc'h (1660) evel Charlez II | 6 a viz C'hwevrer 1685 | ||
James Francis Edward Stuart | Jakez II | 10 a viz Even 1688 | c. 4 a viz Gouere 1688[51] | 11 a viz Kerzu 1688[54] diskaret e dad | 1 a viz Genver 1766 | ||
George Augustus | Jorj Iañ | 10 a viz Du 1683 | 1 a viz Eost 1714 | 27 a viz Gwengolo 1714[51] | 11 a viz Even 1727 aet da roue evel Jorj II | 25 a viz Here 1760 | |
Frederick Louis | Jorj II | 1 a viz C'hwevrer 1707 | 11 a viz Even 1727 | 8 a viz Genver 1729[51] | 31 a viz Meurzh 1751 marvet | ||
George William Frederick | 4 a viz Even 1738 | 31 a viz Meurzh 1751 | 20 a viz Ebrel 1751[51][55] | 25 a viz Here 1760 aet da roue evel Jorj III | 29 a viz Genver 1820 | ||
George Augustus Frederick | Jorj III | 12 a viz Eost 1762 | 19 a viz Eost 1762[51][56] | 29 a viz Genver 1820 aet da roue evel Jorj IV | 26 a viz Even 1830 | ||
Albert Edward | Victoria | 9 a viz Du 1841 | 8 a viz Kerzu 1841[51] | 22 a viz Genver 1901 aet da roue evel Edouarzh VII | 6 a viz Mae 1910 | ||
George Frederick Ernest Albert | Edouarzh VII | 3 a viz Even 1865 | 22 a viz Genver 1901 | 9 a viz Du 1901[57] | 6 a viz Mae 1910 aet da roue evel Jorj V | 20 January 1936 | |
Edward Albert Christian George Andrew Patrick David | Jorj V | 23 a viz Even 1894 | 6 a viz Mae 1910 | 23 a viz Even 1910[51][58] | 20 a viz Genver 1936 aet da roue evel Edouarzh VIII; diwezhatoc'h (1937) Dug Windsor | 28 a viz Mae 1972 | |
Charles Philip Arthur George | Elesbed II | 14 a viz Du 1948 | 6 a viz C'hwevrer 1952 | 26 a viz Gouere 1958[59] | 8 a viz Gwengolo 2022 aet da roue evel Charlez III | bev | |
William Arthur Philip Louis | Charlez III | 21 a viz Even 1982 | 8 a viz Gwengolo 2022 | 9 a viz Gwengolo 2022 | en titl | bev | |
Mab ar Rouanez Elesbed a voe Priñs Kembre e-pad 64 vloaz ha 44 deiz etre 1958 ha 2022, pelloc'h eget an holl briñsed bet en e raok. Pennhêr e voe pelloc'h eget an holl re all en istor Breizh-Veur ivez.[60]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.