From Wikipedia, the free encyclopedia
Pen-y-bont-fawr, skrivet ivez Penybontfawr, zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ war lez ar stêr Tanad, er gwalarn da gêriadenn Llanfyllin. Eus Pen-y-bont-fawr e oa an delennourez Nansi Richards (Telynores Maldwyn).
Er gumuniezh emañ ivez kêriadenn Hirnant, a oa kêr vrasañ an tolead gwechall.
Savet e voe an iliz Sant Tomos war lez ar gêriadenn e-kreiz an XIXvet kantved hag eus ar c'hantved-se eo ar gêriadenn a-bezh. Kreskiñ a reas buan abalamour ma oa e kroashent daou hent pouezus : an hent a gas eus kornôg Kembre da Groesoswallt hag an hent da vont eus Y Bala da Shrewsbury (Amwythig)[1].
E 2011 e oa 440 a dud o chom e kumuniezh Pen-y-bont-fawr ha 213 anezho a oa kembraegerien (50%)[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.