Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Llanllugan zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e hanternoz Powys, e Sir Drefaldwyn kozh. E kumuniezh Dwyriw emañ, er mervent da Llanfair Caereinion hag en hanternoz da gêr Y Drenewydd. Er Grennamzer e oa e kantrev Cedewain.
Ne ouzer ket gwall vat petra eo an anv llugan a gaver en anv-lec'h-se. Marteze ez eo un adstumm eus anv santez Lluan.
Ur manati bihan a voe savet e Llanllugan e dibenn an XIIvet kantved. Meneg zo eus ar manati-se e skridoù Gerallt Gymro ha Dafydd ap Gwilym. Ur manati sistersian e oa, ha savet e voe gant Maredudd ap Rhobert etre 1170 ha 1190.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.