Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Powys a zo ur gontelezh e Kembre a-vremañ, a zo bet savet e 1974, hag a vod teir c'hontelezh kozh: Sir Frycheiniog, Sir Faesyfed ha Sir Drefaldwyn. Dont a ra hec'h anv diwar hini ur rouantelezh kozh: Rouantelezh Powys. Llandrindod eo pennlec'h melestradurel ar gontelezh.
Powys a oa unan eus ar rouantelezhioù brezhon a oa en Enez Vreizh, goude d'ar Romaned he c'huitaat, er c'hornad-bro a deuas diwezhatoc'h da vezañ anvet Kembre.
Hervez an istorour John Davies ez eus un darempred etre ar ger latin pagus hag an anv "Powys". Dywed: "Mae'n debygol bod perthynas rhwng y gair pagus a'r enw "Powys"; maent yn gytras felly â'r gair "pagan". Credir mai cnewyllyn teyrnas Powys oedd pagus neu gefn gwlad teyrnas y Cornovii ac i Bowys ehangu i gynnwys y diriogaeth honno..."[1]
Adal 1160 e voe rannet Powys etre daou.
En 1974, pa oa aet da get kontelezhioù kozh Brycheiniog, Maesyfed ha Trefaldwyn da vat, e oa bet kemeret o lec'h gant Powys, un anv deuet eus hini ar rouantelezh kozh. E 1996 e voe digresket tachenn an holl gontelezhioù, nemet hini Powys, a zo kontelezh vrasañ Kembre hiziv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.