An Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton zo ur geriadur embannet gant Al Liamm e miz Kerzu 2014, hep anv oberour war ar golo. Kemeret en deus lec'h an Dictionnaire breton-français français-breton a oa bet embannet e 2005, gant Al Liamm ivez, ma lenned anvioù Roparz Hemon ha Ronan Huon war ar golo anezhañ.
D'ar sell kentañ e tenn kalz da Geriadur Hemon-Huon e 2005, hogen un toullad mat a zisheñvelderioù zo e korf al levr.
- Ur pennad avant-propos zo (p. 3) ha ne gaved ket el levr all.
- Un toullad pajennoù "renseignements d'ordre pratique" (7-22), heñvel ouzh ar re a gaver e Geriadur Hemon-Huon e 2005, anezho :
- un evezhiadenn diwar-benn al lizherenneg (hep reiñ al lizherenneg),
- ur pennad "la prononciation" (7-8),
- ur pennad "les substantifs" (9),
- pennadoùigoù diwar-benn ar verboù, an araogennoù, penaos lenn ur skrid brezhonek (10),
- un daolenn diwar-benn al lostgerioù (11-15),
- evezhiadennoù db lostgerioù zo (16),
- taolenn ar rakgerioù (17-19),
- taolenn ar berradurioù (21-22), kresket a galz.
Ar geriadur brezhoneg-gallek
Mont a ra eus ar bajenn 23 da 845, 824 pajennad a c'herioù brezhonek, da lavarout eo 61 bajennad muioc'h eget Geriadur Hemon-Huon 2005, a yae eus 19 betek 763.
Unan eus ar perzhioù heverkañ all eo ar c'hemm sklaeroc'h etre gerioù heñvelson evel kann (anv-gwan), ha kann (anv-kadarn gourel), ha kann (anv-kadarn benel).
A
- Kemmet:
- advouladur/advoulladur, advoulañ/advoullañ, ... alc'houeder/alc'hweder, alc'houez/alc'hwez ( hag alc'houezaer/alc'hwezaer, alc'houezañ/alc'hwezañ,),
- ambac'h/ambazh, ..., Andael/Andel, Andelieg /Andolieg-Kernevez, Anglikan/anglikan, Anjev/Añjev, Anjevad/ Añjevad, añjevat/añjevat, Ankou/Ankoù, Anseniz/ Ankiniz, Aon (hiraet), Arabia-Seoudat/Arabia Saoudat, Arc'hantred/ Arc'hantred-ar-Genkiz hag Argantred-ar-Genkiz (an daou stumm hir a lenner, goude ma ne weler nemet an eil anezho en eil lodenn al levr) ...
- Azia (hiraet).
- Tennet :
- Abisinia, aerdachenn, aerdreizher, aergamp, aergi, aerlestr-stur, aerlinennek, aerloman, aerouantelezh, aerouantus, aerva, aervag, aervageer, aervageerezh, aervombezañ, aervombezer, ... ainez, ... alegentañ, a-leur, Alepo, Alfoñs, ... alumiñ
- amaer, Amaouri, amaskornenn, ambid, ambidañ, ambleudadeg, ambleudiñ, amblez, ambrioù, Ambroaz, amdudek, ameiñ, Amelia, Amerikad, amerikat ...
- Antoneta, Antren (deuet da vout Entraven), Aogust, Aorelian, Aousten, Apenninoù, Apinieg
- Arabia-Eürus, Arabia-Veinek.
- Ouzhpennet:
- Aber Benniget, ... advouezhiañ, advroañ, advugelañ, adwerzhañ, adwerzher, adwiskañ, ... aeregorel, aerlestraz, aerlestrerezh, aerlistri, aerosol, aerrikler, aez (kousk), alej, alejiñ, ... Aljerian, alkol, alkolegezh, alkolek, alkolel, allergek, allergiezh, a-lonkadoù, ...
- Andorra, angl-ha-saoz, Angola, anteller, Antilhad,
- amalgam, amatour, Amazonia, amdroc'h, ametist ... Antr, Antwerpen,
- Aod-an-Olifant, Aodoù-an-Arvor;
- Armenian hag armenianeg ; Azerbaidjan, Azereg.
- A vank :
- Gerioù : aerlestrer, aerlestrour, aervageer (a gaver en eil lodenn p. 872), alanig kof-ruz (a gaver en eil lodenn p. 1411), alegorienn, amprevaneta, amvlizidik, ... anezteziour ... ; armenian, armenianek (hag a gaver en eil lodenn); Azorez (meneget en Dictionnaire Français Breton, 1974, Inizi Azorez p. 398);
- Rummadoù zo: azen zo anv-gwan ivez (azenañ, azenoc'h zo skoueriekaet er wikeriadur).
- Sterioù zo : a-barfeted : gravement; arouez: grippe (a lenner en eil lodenn); bamus : admirable hervez an eil lodenn.
- Al liester astelloù.
- Fazioù, vioù-koukoug hag all: amprevanetaer a vefe reishoc'h.
B
- Kemmoù er skritur:
- brezhel deuet da vezañ brezhell, brizh-du /brizhdu; brizhili / brizhilli, brizhilia / brizhillia ...
- boul a oa boull betek 1993.
- Tennet :
- barz, meneget e w:Geriadur Hemon-Huon 1993, hag en eil lodenn er pennad bar (p. 918);
- Bizantad, Bizantion, Bizerta, bizour-lêr, Blaouezh, ....
- brezel-bihan, brezelekaerezh, brezelekaus, brezelel, brezeliek, brezeloniezh, brezelouriezh,
- brezhonegour, brezhonegouriezh, brezhonekaer, briad-ouzh-briad, briatadur, brid-mouch, brijañ ... brizhkistin.
- Ouzhpennet:
- ... bitouz, biz-bras, biz-gwalenn, Bizhui, Bizhui-an-Dour, bizon, ...,
- Brezhiel, briatadenn, briataenn, brichin, briegezh, Brielloù, brikoli ...
- A vank:
- (bamañ, p. 71) : ar ster admirer, a zo bamiñ en eil lodenn.
- bilgod, bilgota
- (bourk :) bourkoù
- breujoù : ar ster parlement, meneget en eil lodenn (p. 1313).
- begeien (p. 79)
CH
- Tennet :chajoù, chakodad, chal-amañ ... Charlota.
- Ouzhpennet : chadenniñ, chafotaj, chakot, chakotad, chaluter, chambarlank, chañsiñ, chao, chaos, ... .
- A vank: chatalat (a gaver en eil lodenn, dindan ar ger abrutir); chomidik (a gaver en eil lodenn, dindan ar ger sédentaire). Met leun-chouk eo pajennadoù al lizherenn-mañ.
D
- Kemmet : Duod/Duaod.
- Ouzhpennet Danad, deraouad, Devrieg, ... dikoniñ, ... divrevek, ... dron..., Drougez.'
- Tennet Dafne, Dafnis, Dahome, Damask, Danaidenn, Dardanelloù, Deneza, Denzieg, ... diweluzañ, dodje, Druzed .
- A vank:
- danat, da-vat (meur a skouer er wikeriadur), den-marc'h, despetus (a gaver en eil lodenn, p. 1391),
- dialer, diaesaat (ar ster mettre mal à l'aise), ... didal, didort, didrouzik, ... diflak (diflakañ zo), diflemmañ, difluk (evel anv-gwan) ..., difri, difur, digempoell (meneget en eil lodenn, p. 1201), digendalc'h (ar ster incohérent, meneget en eil lodenn, p. 1201), digloz ... dinec'hus, diniveradus (niveradus zo) ... disant (en eil lodenn p. 1210), diseitegañ, diskar-an-hañv, disper, dispes, ... dispredet (a gaver en eil lodenn p. 1295), ... divont (divontañ zo, p. 217), divorzhediñ (en eil lodenn p. 1125), divroueziñ (en eil lodenn p. 1047), ... diyev... dizahel, dizalc'hwez, dizanal, dizeleiñ, dizenor (anv-gwan), dizibr, dizro... doujadus (meneget en eil lodenn p. 1402);
- doujañ : mankout a ra an araogenn "da";
- droukchañs ha droukchañsus.
E
- Ouzhpennet
- è, ebeulez, ec'h (estlammadenn), ... Edig, Egineg, egoraer, egorenn, egorlestr, egorvulzun, egorwisk, Ejipt, ... Elzasad, Enorzh, esaouenn, ...
- ezkroc'hen, ezteuler, eztennañ, ezporzhiad, ezporzhierezh, eztaolet, eztaolus, eztennañ.
- Tennet
- ebenenn, ebrelek, ebu, echek, echeve, echeveat, echu (anv-kadarn), echuus,
- Eden, Ediz (Edith), Edmont, Edouarzh,
- Egnel, egorant, Elesbed, Eliaz, Eliza, Elizea, Elverneg, Elvinieg-Veur,
- Emanuel, Emil, Emilia, Enoc'h, Enora, Enori, ...
- eurc'hat ... ezwentek.
- Kemmet : e-biou, Ekuador/ Ecuador, Elien/Eliant, ...Ervored (Ervoreg-Naoned e 1993), Ervoreg (Ervoreg-Naoned e 1993)...
- A vank:
- eeunadur a zo en eil lodenn (simplification);
- emboltred, ... ersav, ersaviñ (roet gant ar gerioù réaction ha réagir en eil lodenn, p. 1382), evn-kelien (roet gant colibri en eil lodenn, p. 996), evurus, evurusaat.
F
- Tennet
- forbanisañ, forbu, forbuiñ, forc'h (anv gourel), forc'hell-lann, forc'herezh, Frañseza, furluok,
- (310) fustwareg, fustwareger, fuzeenn-vount, .
- Kemmet
- Frañsezad, Frañsizidi e frañsezad, frañsezidi.
- furlukinach (1993) e furlukinaj;
- furnez (1993, 2002) e furnezh
- Ouzhpennet : Forest-Fouenant, Forest-Landerne; formaj-gwenn, formaj-rous, formajerezh, formaj-kig,
- furiker, furmadiñ, furmel.
- A vank: feurenn ( a gaver evit manchon en eil lodenn) foukenn (liester), frañsezat.
G
- Tennet ar gerioù Galisia, galziñ, ... groll, grollañ... gwriziennadus, gwriziennus, gwrizienn-vrug, gwrizius. Koulskoude e chome kalz a lec'h er bajenn 371.
- Kemmet: gallegach en gallegaj, ha gallegachañ/gallegajañ, gallegacher/gallegajer, Gallikan/gallikan,
- A vank:
- galant (anv-kadarn, a gaver en eil lodenn), garigell; gondolenn, gouezard, gwallevurus, gwallreuz, a gaver en eil lodenn (catastrophe).
- liester ar ger gripi
- garidell : ar ster galerie (diskouezva taolennoù) merket en eil lodenn (p. ;1163); gouennlazh (meneget en eil lodenn, 1168), pa gaver lazh-gouenn (509); gwadorged (a gaver en eil lodenn).
- Ouzhpennet Galiza, Galizat, galizat, galizeg, Gall (Inizi Gall), gallaoueg, gallaouek, galloù, Galloù, galloudad, galloutaer, galoch, gwriziaouiñ, gwriziennadur, gwriziennek ...'
- Gasterezh ha gastaouerezh troet gant débauche; en eil lodenn eo troet prostitution gant gastaouerezh, ha débauche gant gastaouerezh ha gerioù all.
H
- Ouzhpennet : Hae-Foazer, Henant-Bihan, Henant-Sal, heverenn, hezougell, hiboudus, hidrokarbidenn, Hierig, hilastaler, hilastaliñ, ... humus, ...
- Tennet Hamos, hebraegadur, hemolc'hiad, hevoudek, hiket, Hilari, hollandeg ha hollandek, hollarnodel, hollarvarour, hollarvarouriezh, ... hunadus, hundi, hunegan-menez, hunlec'h, Huon, hup (estlammadell), hupañ, hupenniñ, huperiñ, hurenn hag an deveradoù (hurennaj, hurennek, hurennerezh, hurenniñ), hust;
- Kemmet : Haor-Nevez/Havr-Nevez, hed-ha-hed/hed-da-hed, Hezin/Hezin-ar-Mengleuzioù, Hazhoù/Hazhoù-Bazeleg, '... hugunodach/hugunodaj; huñvre /hunvre (ha kemend-all gant an deveradoù).
- A vank :
- heureuchin-daredek a gaver en eil lodenn;
- hon-daou (hag all), pa gaver hon-unan,
- hugenn (393): frouezhenn na gaver nemet en eil lodenn (baie, 3, 916).
I
- Ouzhpennet :
- pajenn 395 : iberek, Iberia, ibil-dorn, ibil-skoaz, ibil-stagañ, iche, idealour, idealouriezh (fazi bihan en urzh ar gerioù), ideologiezh, ideologour, iglou, igoridigezh, igwan, ijinadennañ, ...
- pajenn 402: ivin (anv-gwan), ivinad, ivineg (den), Ivineg, ivinenn, ivinell, Ivinieg, ivor, iwerzhoneger, Iz, Izeg, izek;
- pajenn 403: izelvor, Izelvroad, izelwask.
- Tennet:
- pajenn 395: ibil-houarn, ibil-tenn-tan, ignabr, ignan, Ignas, ...
- pajenn 402: italiat, ivinek (tachenn), Ivon, Ivona, ivragn, ivragnerezh,;
- pajenn 403: izellatinelezh, Izelvreizh, Izidor, Izenac'h, Izieg-Naoned, Izieg-Roazhon, izilañ;
- Kemmet:
- Sklaeroc'h ar gerioù itik (anv-gwan ha -kadarn).
- Astennet : izel
- Digresket: izelaer.
J
- Tennet : jagenn, jakoun, janabl, janabliñ, Jani, janisar, Janz, Janzieg, jaodradur ...
- Kemmet : J/jakobin, jalodach/j,
- Ouzhpennet : (jak) ober e jak, jandarmiri
K
- Tennet kadlann, kamailhon, kamaldodad, kamarenn, kanastr, kanastrennañ, kandenn, kandren, kandrenour, kanenn (bazh), kanenn-gleze, Kangor, kanistell, kanivarenn, kanivared, Kanivel, kanol-bombezer... kenthed, kentkuzuliañ, kentskeudennadur, kentskeudenniñ, kenttonkadur, kenttonkañ, kentved, kentvedel, kentveuz; kentvezañ, kentvezant, kentvezoud; kenvereuri, kenvourc'hiz, kenvreudeuriek, kenvreudeuriezh, kenvreurel, kenvuzul... kevredad (kevredidi) ...Konkaven, konson, Konstañs, Konstanza.
- Kemmet kanfantenn/kañfantenn, kanfard/kañfard, kanfardenn/kañfardenn, kanfarderezh/kañfarderezh, kanfardiz/kañfardiz, kanfr/kañfr, kanfret/kañfret, kannaddi/kannati... konsistor/koñsistor, konsistorel/koñsistorel, konsul/koñsul
- Ouzhpennet: kaletadur,kaletez, kalficherezh, kalvennig, kalzik, kamblier, kangourou, kan-ha-diskan, kaniañ, kanik, Kankaven, kann, kanoe ... karavellenn (pa gaver karavelenn en eil lodenn !), ... kenarroud, ... kentañ-derez, kentez, kentidig, kentidik, kentilitr, kentistor, Kentreg, kenvell, kenverek, keñveriadenn, kenweturañ, Kenya, ... koniri.
- Kempennet ha gwellaet: kann, kannañ, kalifelezh/kalifiezh
- A vank:
- kaeañ (411) : ar ster aborder, roet e Devri,
- kalvinour, kalvinouriezh, kangouroueta, kazetenniñ,
- kezeg-houarn,
- kleñved-red (465), a gaver en eil lodenn, épidémie (1116);
- klukad, klukadenn (468), a gaver en eil lodenn (1172),
- kolibri, kondaonad (474, meneget en eil lodenn), kondolenn, kondor, konifl,
- kozhlevrioù, meneget en eil lodenn (p. 940, bouquin);
- krampouesha, krampouezhti, (en em) grennañ.
- Doareoù disheñvel:
- p. 485 : krak ha krenn ha krak-ha-krenn.
L
- Hiraet : lavagnon, lazh
- Tennet
- 500 :Lababan, labourad, labous Sant-Martin, labous Sant-Nikolaz, ladur, laerig, laer-mor;
- 508-09-10 : lasteg, Latinamerika, latinelezh, latriezh, laz-binvioù, lazhva
- 514 : leubeurc'henniñ (met miret leubeurc'henn), ...
- 536 : luminez, Lun-Bask, Lusian, Lusifer, luskvenoz.
- Ouzhpennet
- lañsañ, lañser (war ur mekanik)..., lastezerezh, lava, Laz, leue-mor, leukemiezh, leti, letiour, ... luj, lunedeier, lunigell, lunvezhiad, luskellat, lusker (den) ... luzern, luziasenn';
- lec'hanvioù : Lanvaelvon, Lanvelor, Lanveur-ar-Marzoù, Lanwal, ... Luzron
- Kemmet
- Lanvaz e Lanvaoz, Lanvolon /Lannolon, Lanrivoare / Lañriware, Lañveog/Lanveog (dre fazi eo bet miret an daou stumm),
- lejion, e Geriadur Hemon-Huon 2005 (pajenn 1120), deuet da vezañ legion;
- Luron/ Luzron, luterat en luteriad, luteriat, luteriz en luteridi, luteregezh en luteriegezh; Luvieg en Luzevieg.
- A vank :
- langisus, a gaver en eil lodenn;
- lennerez-kartoù, lennerez-planedennoù, lestradeg, lestradeg (pa gaver dilestradeg, dilestradenn),
- lienenn al lagad, limf, a gaver en eil lodenn (iris, lymphe),
- limestra: mankout a ra violet;
- lip-revr
- luch, anv-kadarn; luchez, luchadenn.
M
- Ouzhpennet : magazin, magerezh-pesked (lec'h), magma, majoriezh, ... Marokan, mar plij, martezeadenn, Marzhan, Marzheg, ..., Matignon, Mederieg, Medrigneg, Megerieg, Megrid, Melereg-Breizh..., mesen, mesenerezh, Mesker, meskler, mesklerezh, ... Moris, morleue ...
- Tennet :
- magdi ... marmouz-golf, marmouz-gwiñver, marmouz-koad, marmouz-meur, Marokad, marradenn, Marsel, Marsilheg-Raoul, Marsilheg-Roperzh, Marta, martered, martr, marvleueañ, marzhoniezh, marzhoniour, Masen (deuet da vout Skirioù-Masen), maseron, maskl-bolz, ... Matilda, Matvan, Mazereg,
- Meeun, Melani ..., mesaerganel, morikenn, morc'hup (a gaver en eil lodenn da dreiñ albatros) ...
- Kemmet : marv-amzer en marvamzer, marvran, Marzhinieg en Marzhinieg-Houarnruz, maskl (dilec'hiet fall), Meilharz e Meilar, ha Meksik, Meksika e Mec'hiko met lec'hiet fall), Melan e Mêlann, Melez e Meled, mesa (diwall loened) e mêsa (hag heñvel gant ar gerioù deveret), meskach e meskaj, ...
- Astennet : marteze, marv, moriñ
- A vank : mad (ur vad), a zo benel; mammlazh, ... margredik (a gaver dirak fanatique en eil lodenn), marventez en div lodenn, a gaver e Devri, merioneg (a gaver en eil lodenn), mesiaz (pa gaver Mesiaz), meskalon (a gaver dirak rancoeur en eil lodenn),monark (pa gaver monarkiezh), muzelleg .
- Iskis : p. 574 mitouig ha mitouik, met mitaouik (doucereux) en eil lodenn p. 1082.
N
- Tennet: naturouriezhel, naziour.
- Ouzhpennet: naturegour, naturelour, naturelouriezh, navvet, neant.
- A vank : Norzheuropa.
O
- Oaniñ : met agneler zo oanañ en eil lodenn.
- Tennet
- oablestr, oablour, oablouriezho, oablouriezhel; oadgourelezh;
- oberiadurezh, oberiata, oberiataer, oberiataerezh, oberiataour, oberiata, oberiataer, oberiataerezh, oberiataour
- oc'haned; olifantel, olifantheñvel; oligokenel; Olimpos; oliv; opiomad, opiomadegezh, Orania, ..., Ourvez-Komborn, Ourvez-Naoned.
- Ouzhpennet
- oadouriezh; oberataer, oberier, oberiezh; oc'h (eus oc'hal), Oc'heg, oc'ho, oei, okitanek,
- oksidadur, oksidañ, oksiderezh; olavent, olgounid, olifant-mor;
- Onneg, Onnod-Raez, orolaj, orolajer, orolajerezh, orolajerezh, Oskaleg, Oudon, ouistiti, Oulmeg, Ouran. .
- Hiraet ar pennadoù oabl, orañjez.
- A vank : ofisielaat.
P
- Astennet ha sklaeraet : pad, Paganad, pakadur, ... plom, porzhiañ (met sklaeroc'h e ve gant ar ster aborder)
- Kemmet : reizh peamzer, urzh propan, prosezer/prosezañ, prokonsul/prokoñsul, prunjad/pruñjad, Puch, Purid-Plogastell/ Purid.
- Ouzhpennet
- pachpi, padadap, padventer, pafalek, paian, ... pav-kaol, pavkaoliñ, paziañ, pazinier, pebeilat, pebeiler, pebrer, pech (2), pechar, ped, pedagogel, pedennereh, pedennlec'h, ... penaoz, penalti, pennad-kaoz, pennaenn, pleger, plegfollenn, pleuskañ, pleustrad, plijusaat, polog, ... proleter, proleteriezh, propaat, propaganda, propik, proteinek, protezenn, protid, prouad, prouadiñ, pruchez, psikedelek, psikopat, psikoterapeut, psikoterapiezh, publik, puig, puilhaat, pun, Puñsel, puradur, purentez, putaat, putenn;
- anvioù-lec'hioù: Peniti-Koedrac'h, Plelin-Tregavoù, ha re all.
- Tennet ar gerioù pachaelezh, padell, padellek, paeronelezh, pakva, ... pavgen, pavliañ, pebrenn-Spagn, penent, pennad-blein, pennadenn, pennad-talbenn, pennahel-bed, pleustrva, ... plogus, ... pourc'hañ, ... punec'hiñ, punour, puñs-diskarg, puñs-glav.
- A vank:
- pal-forn, liester parpagn; patouilh-forn, penn avelet (penn-avel zo), pennlavar, lakaet evit aphorisme en eil lodenn; peuliañ : empaler; pologus, a zo vivipare en eil lodenn; psikanalizer.
- Fazi er ger pedergwe(r)zenn.
R
- Astennet: ruz, ruzenn, ruzenn, ruzer,
- Kemmet: Reverant e reverant; Ruiz / Rewiz, ru, Ruvieneg / Ruvenieg, ruzikal / ruzikat.
- Ouzhpennet: rouan, Rouantelezh-Unanet, rubiz, rummad, rummadur, rummañ, rummata, rummatadur, rummenn; runkun..., rusianek, rusianekaat, Ruskad, ruskek, Ruvelieg, ru-zall, ruzard, ruzelenniñ, ruzerezh, ruz-flamm, ruz-gwad, ruzig, ruzikell, ruz-muzelloù, ruz-revr.
- Tennet: roegañ (meneget en eil lodenn), Rumengol, rummad-kentelioù, rummad-rouaned; ruzvaen.
- A vank : renadenn-doareañ, rouelazh, rus, Rus.
S
- Ouzhpennet sa, sabatek, sabatiñ, sabl;... sacher, sacherezh, ... soviedel, spagnol, spagnoleger; spanaer, spartakour, spartakouriezh, spas; spektr, speredekaat, speredelaat, speredelour, speredelouriezh; spergellig; spern-mor, spern-ruz; spesad, ... sponsor, sponsoriñ; stad (tachenn), stadad, stadañ, stadegañ, stadegel, stadegenn, stadegoù, stadegour, stadegouriezh, stadelaat; stagell-gamm, stag-ha-stag; staj, stajiad ... sterdead ... ; suj (anv-gwan), sujidi (liester), sujed/sujedoù, sujete, sukrenn, Sulial, Sulieg, ... surf, surfer, surfiñ; susit, susitañ, susitour; sut.
- Lakaet sabat (e-lec'h sabad), ... sportour (e-lec'h sporter), sprinter, spurmantiñ e-lec'h spurmantañ, sutellat (e-lec'h sutellañ); surjianel e-lec'h surjianerezhel.
- Rannet sultanelezh ha sultaniezh.
- Tennet ar gerioù sabler, ... skuizhnez, spadoul, spadoulat; Spagnad, spagnat, spagneg, spagnek; Sparta, Spartad; speredelañ, speredour, speredouriezh; spes (anv-gwan); spesiel, spesielour; speurennaouiñ, speurenn-wele; spev, speviañ; spontouriezh, stad-den, stadion, stadour, stadouriezh, stad-pobl; stagad, ... sujad, sujenn, sulugenn, Sumatra, ..., sutell-evnetaer, suzon[1].
- Hiraet ar pennadoù sachad, spi, stal, ... sutal.
- Mankoù :
- seizel (seizek a zo)
- skañvbennegezh (skañvbennek ha pennegezh a zo)
- skouadenn, pan e gaver en eil lodenn, p. 1120;
- spazh (mankout a ra an anv-kadarn castrat, ster meneget en eil lodenn, p. 967, hag e Devri );
- stifelleg, stiogenn, meneget en eil lodenn (calamar, p. 957)
- stoikour, troet gant stoïque (mankout a ra stoïcien).
- Vioù-koukoug: skarve n'eo ket rebouteur, met rabouteur.
T
- Ouzhpennet ... Treal, ... Tregon-Poudour, Tregonveur, trehontel, trein, treinañ, treinell, treinellat, treizh (anv-gwan), treizher (benel), treizhid, treizhidañ, Trelaevern ... trumm-ha-trumm, trust, Tsigan, tsunami... tutu.
- Tennet: travelgen, trawelout, Tregidel (lakaet Tregedel), Treizh
- A vank :
- tadlazh, tadlazher (a gaver en eil lodenn), taol-emfichañ, tarluchañ, tre (anv-gwan), turk, Turkez;
- Evezhiadennoù :
- tilsam, a zo tilsamm e Devri.
- trelatañ, a zo trelatiñ en eil lodenn.
U
- Ouzhpennet uc'hek, uheladenn, uheldalm, unpiaou.
- Tennet ugeolenn, uheldalmerezh, uhellec'h, uhelloened, uheloabl, uhelrener, uherenerezh, uhelskeudenn, uhelskol, uhelskouer, uhelstad, uhelstrollad, uhelvammel, uhelvammelezh, uhelvodad, uhelvruderezh, unlean, unnaturelezh unneuz, unouenn ,unpennel, unpenneler, unroudenn, unseurt, untaolenn
- Astennet uhel, uhelvrud,
- Kemmet: uhelbal, uheldalmerezh en uheldalm, Ukrainia (e 1978 ha 1993) a zo Ukraina abaoe 2002.
- Renket mat : uhelded, uhelgompezenn.
V
- Reizhet fazioù en urzh ar gerioù : vakted, .
- Tennet: valdoad, valizenn, valizennad, vanilla, vanilleg, vanillek, Veda, vergadell, Veronika, veudadur, veudiñ, ...
- Ouzhpennet : vad, vakañsiñ, vanilhek, vanilhez, varan, variant, 'vat, vektor, vektorel, vektorelaat, veñjer... .
W
- Tennet eo bet ar gerioù warlerc'hierezh, warlerc'hius.
- Ouzhpennet eo Wallonia, waoñ, war-bign, war-dost, war-eeun-tenn, war-gelc'h, war-giz, war-hed-gwel, war-sin, war-souz, war-vaez, war-var, war-wazh, war-wel, war-well, war-zilerc'h, war-zinaou, war-ziribin, war-ziskenn.
- Kemmet ha hiraet war, war-lerc'h.
- A vank: war-bouez a zo ivez goustad.
Y
- Kresket : Yaou, yarañ, yota, you, youc'h, youl, yud (anv-gwan).
- Kemmet: Yaou-Bask/Yaoubask (fazi marteze), Yaoueneg/Yaoueneg-ar-Mousterioù, Yestel/Yestael, yezhour, yoc'had, Yodi/Yeodi, youl-uhelaat.
- Ouzhpennet : Yaoued, Yaoueneg, yaourt, yaourterez, yaouvezhiad, yariñ, Yarig-hec'h-Evned, yariñ, yar-Spagn, yar-vor, yar-zour... Yemen, Yemenad, yeot, Yestinieg, yeti, yezhadurour, yod-avaloù, yodek, yod-kerc'h, yoga, yostañ, youadeg, youadenn, youal, youc'hou, you-hou-hou, yourc'hez, yourt, Yuzev, yuzev-ha-kristen.
- Tennet: yarenn, Yerom, yeulc'h, yoc'h-kroaz, yoc'h-verien, Yugon, Yuzaz.
Z
- Tennet eo bet ar pemp ger zamid, Zenon, zepelin, Zoroastr, zrodiñ.
- Ouzhpennet ez eus dek ger: 'z, zapiñ, zebr, zebu, zen, zilofon, zodiak, zoo, zoum, zoumiñ.
- A vank : zamañ, Zac'hariaz.
Ar geriadur galleg-brezhoneg
Un tamm mat a gresk zo el lodenn-mañ ivez. Mont a ra eus ar pajenn 859 da 1518, da lavarout eo 71 bajennad muioc'h eget Geriadur Hemon-Huon 2005, a yae eus 779 betek 1367.
Petra zo dreist-holl nemet an anvioù kumunioù lakaet en un doare sistematek, ha ne oant ket gwall niverus a-raok.
A-raok kregiñ ganti
- Evel-just eo bet lamet ar bajennadig trugarekadennoù e oa sinet gant Ronan Huon en Geriadur 2005.
- Peuzdigemm eo an Introduction diwar-benn ar yezhadur (859-861).
Ar gerioù
Gerioù gallek zo ha ne gaver ket (n'eo ket ur geriadur bras):
A
Gwellaennoù ha mankoù :
- 871 : admirer : bamañ, skrivet bamiñ el lodenn gentañ
- 874 :
- affranchi : lakaet kemm etre anv-gwan hag anv-kadarn;
- Lakaet kemm etre africain hag Africain.
- Kemmet hegasus en hegazus, hegaserezh en hegazerezh,
- Kresket agaçant, agence, ...
- 883: américanophobie
- 887:
- anglophobie : saozkasouriezh, ne glot ket gant saozkasaouriezh el lodenn gentañ.
- 908 : austérité (gravder, e-lec'h garvder)
Ouzhpennet :
- 863 : Abbaretz, Aber-Benoît, Aber-Wrac'h ... .
- 864 : aborigène ... .
- 872 : aérodynamique
- 874 : Afghanistan, Afrique
- 896 : Argentré-du-Plessis (gwelout uheloc'h el lodenn gentañ).
Tennet:
A vank:
- 864 : aborder : mankout a ra kaeañ, porzhiañ;
- 874 :
- affreux : mankout a ra ar c'hemm etre anv-gwan hag an anv-kadarn (n'eo ket meneget);
- 879 : alexandrin ;
- 880 : allégorie : mankout a ra alegorienn;
- 886 : anesthésiste
- 889 : antichambre (pa gaver rakkambr el lodenn gentañ);
- 902 : assomption (pa gaver asompsion er rann gentañ).
- 909 :
- automne: skub-delioù (meneget el lodenn gentañ, p. 742)
- autoportait
--Evezhiadennoù:
- 874 : affoler, a zo trelatañ; 1052, délirer a zo trelatiñ.
B
-Gerioù a vank :
- (bagage): stalabard, a gaver koulskoude el lodenn gentañ;
- bailli, pa gaver beli el lodenn gentañ; baillage, bazar;
- biologique : ar gerioù bevoniel hag organek, a gaver el lodenn gentañ;
- bûcher : tan, tantad.
-Ouzhpennet:
- basse-fosse : ouzhpennet soubit, na gaved nemet el lodenn gentañ.
-Evezhiadennoù:
- 940 : bouleverser, a zo trelatañ; 1052, délirer a zo trelatiñ.
C
- A vank : calvinisme, châtellenie, cimeterre (pa gaver semterenn en hanterenn gentañ), Compostelle, condor, contraction, coordonnées, couille (met casse-couilles a gaver en hanterenn gentañ, p. 802), couiner ...
- complimenter a zo ivez gourc'hemennaouiñ, meneget el lodenn gentañ
- Ouzhpennet: Caden, Calédonie, Calorguen, Cambodge, cambodgien, Cambodgien, Cambout, Camoël, Campbon, Campel, Campénéac, canadien, Canadien, canadienne, Cancer, Cardroc, Carélie, Carentoir, Caro, Casson, Caulnes, Cellier, Champeaux, Champs-Géraux, Chancé, Chanteloup, Chantepie, Chapelle (ouzhpenn 20 anv), Chartes-de-Bretagne, Chasné-sur-Illet, Châteauthébaud, Châtellier, Châtillon-en-Vendelais, Chauvé, Chauvigné, Chavagne ...
- Tennet : Calan, ...
- Kemmet: Carhaix/Carhaix-Plouguer, ...
D
A vank:
- dalle
- dame de compagnie, d'honneur
- défigurer: distresañ, distummañ,
- délirer', trelatiñ, a zo trelatañ el lodenn gentañ.
- déniaiser : diseitegañ,
- doge
Kemmet:
- 864 : displetoni (e-lec'h displedoni)
Fazi:
- descente de lit: pallenn-gwele. El lodenn gentañ e lenner: pallenn-gwele: couvre-lit.
E
-A vank
- gerioù a vank : éclos (meneget el lodenn gentañ), énergique, ethnocide
- sterioù a vank : éclosion : difluk, meneget el lodenn gentañ; électorat : mankout a ra ar ster istorel; empaler: peulveriañ; évacuation : mankout a ra ar ster soudardel.
-Kemmet émeraude, équivoque, rannet an anvioù-kadarn diouzh an anvioù-gwan, sklaeroc'h.
-Evezhiadennoù:
- 1111 : enthousiasmer, a zo trelatañ; 1052, délirer a zo trelatiñ.
F
Ouzhpennet:
A vank:
- (fadaise :) plataj,
- (familiarité:) nested;
- (fausseté: ) faosoni (a gaver el lodenn gentañ),
- (fourmilière:) bodenn-verien ha merieneg (a gaver o-daou el lodenn gentañ),
- francophobie
- (fredonner:) sobonat.
G
- A vank
- (galaxie): galaksienn (a zo el lodenn gentañ),
- Galilée, Galiléen, généalogiste, germanophobie, cophobiegondolier.
- (glaner) : toc'hata (a zo el lodenn gentañ),
- (gravement) (komz); a-barfeted (a zo el lodenn gentañ).
- Vi-koukoug: (goût) blizhidigezh; (grêler) karzarc'hiñ.
H
-Gerioù a vank :
- hermaphrodisme, hermaphrodite (divrevek a gaver el lodenn gentañ, p. 219)
- homme de cinéma, d'Eglise, de loi, de paille ; hydravion.
- hindou : hindou, a gaver el lodenn gentañ, p. 386.
- humble: ar ger divalc'h, meneget el lodenn gentañ, p. 212.
- kemmoù
- hérétique : disivouder zo lakaet anv-kadarn hag anv-gwan.
I
-Ouzhpennet :
- 1220 : Inzinzac-Lochrist, Iran, Iranien, Irlande, Irodouër, Iroise, Irvillac, islamiste, islamophobie, islandais (1), islandais (2), Islandais, Islande, Israël, israélien, Israélite, Isole, Issé, Italie,
-Kemmet: irlandais, isobare, isolant, italien, ...
-A vank :
- iguane (igwan, el lodenn gentañ)
- impertinence (impertinent zo e-barzh)
- (impuissant :) disperius zo el lodenn gentañ,
- (incohérent) : hep penn na lost
- (s') informer: klask gouzout hiroc'h
- inhospitalier : dizegemerus (a vank el lodenn gentañ)
- innocence : dinammded (a weler el lodenn gentañ)
- inquisition : Inkizision, Ofis Santel, er wikipedia brezhonek.
- intemporel : anamzerel .
L
- A vank :
- languir, lèche-cul (ha lip-revr, er rann gentañ).
- lapin : konifl (1233)
- Fazi : lañgisus, e-lec'h langisus (skrivet mat div linenn uheloc'h).
M
- A vank :
- mahométan, mallette, manichéen, manichéisme, masochisme, ... Messie (pa gaver messie), miséreux.
N
- nénuphar : skudell-dour a vank (pa en kaver el lodenn gentañ)
O
- A vank : officialiser; ohé, a gaver el lodenn gentañ evit treiñ oc'ho.
P
- A vank : pandémie, pangolin, ... périgourdin, ... pénates, (porc-épic:): hoc'h-draenek (a zo el lodenn gentañ).
Q
- Ouzhpennet : quadrette, quadrille, quadruplés, quarté, quartette.
- Gwellaet: quadrupède, quantième, quarantième.
- Astennet: qualifier, quart, quarte.
R
-A vank: racket
- rassurant: diankenius, dinec'hus a vank p. 1381;
- regrettable: kerseüs a vank p. 1391, p'emañ el lodenn gentañ, p. 453.
-Kemmet :
- religieux: sklaeroc'h gant ar c'hemm etre anv-gwan hag anv-kadarn.
- rubis, a oa ruzvaen, deuet da vout rubiz.
- russophobie
-Ouzhpennet:
- roupe (fazi), evit roupie, p. 1412
-Iskis:
- respectable zo doujadus, ger a vank el lodenn gentañ, ma'z eo merket evel unan eus sterioù doujus.
S
- A vank:
- simagrées : ardoù fall, geizoù, similhoù (a gaver el lodenn gentañ);
- soyeux : seizek ( a zo el lodenn gentañ):
- sphérique : boulheñvel el lodenn gentañ, p. 104;
- stériliser (disperiañ, el lodenn gentañ)
- suivante : dimezell-a-heul, el lodenn gentañ, p. 191;
- solennellement : gant digoroù, war an ton bras, meneget el lodenn gentañ, pp. 184 ha 800.
- sous-évaluer .
T
- Ouzhpennet: toboggan
- Astennet: toile
- torche: mankout a ra flammerenn.
- A vank : tête-bêche, triton
V
- Ouzhpennet: Val d'Izé, Vendel, Vénézuélien, Vénus, Vergéal, Verger, Vern-sur-Seiche, vezin, Vicomté-sur-Rance, Vietnamien, vietnamien, Vignoc, Vildé-Guingalan, Villamée, Ville-ès-Nonais, Villepot, Visseiche, Vivier-sur-Mer, Vritz, Vue.
- Tennet : Venise.
- Kemmet : Vannetais (astennet), Vieux-Marché (ar C'hozh-Varc'had deuet da vezañ ar C'houerc'had, hervez an distagadur) ...
- A vank : evit verger, frouezheg (a gaver el lodenn gentañ).
W
Kresket ar pennad eus pevar da unnek ger.
- Ouzhpennet: wallon (1), wallon (2), Wallon, Wallonie, warning, watt, whisky.
X
- Ouzhpennet: xérophile.
- Kemmet: xylophone (sko-prenn/zilofon).
Y
- Ouzhpennet : yak, Yéménite, Yffiniac, yourte, Yvignac.
- A gaver div wech (er rann-mañ hag el lodenn war-lerc'h) : Yémen, Yougoslavie.
Z
- Ouzhpennet : ar seizh ger Zambie (ivez er rann war-lerc'h), zapper, zébu, zona, zoo, zoom, zoumer.
- A vank: Zacharie (meneget en Dictionnaire Français Breton, 1974, p. 420).
Evezhiadennoù diwar-benn ar rann galleg-brezhoneg
- Gerioù gallek meneget el levr n'int ket penngerioù el lodenn-mañ
- case-couilles
- dizunvan, dizunvaniezh: zizanie (1508) a vank;
- emmerdant, emmerdeur
- zéphir (1508) skrivet zéphyr (32); zigzag (1507), skrivet zig-zag (417), an daou skrivad zo mat.
- Gerioù brezhonek zo (pe sterioù anezho) hag a gaver er rann-mañ ha n'o c'haver ket er geriadur brezhoneg-galleg
- brizhvarc'hadourezh (1307),
- daonet (1508), daskeitadur (1323),dreog (zizanie, 1508, a vank);
- forc'hek (zigzagant a vank)
- gredeg (1508)
- kammigellat (1508) a vank; kammigelleg (1508, zigzagant a vank); kazeg (estlammadell, 1508), kigerezh-kezeg (458), kloz-kezeg, 1307,
- rodeg, roderezh, 1411; roudennadur (1508);
- saozigañ (1508),
- tamm-plusk (1508); tevgroc'henek (1307);
Anvioù-lec'hioù
- Kalz anvioù-lec'hioù eus Breizh-Uhel zo bet ouzhpennet e korf ar c'heriaoueg c'hallek.
- Deuet eo ar rann noms propres, war-lerc'h ar c'heriaoueg, da vezañ noms géographiques internationaux.
- Anvioù zo a gaver en div lodenn : Cambodge, Cameroun, Canada...
- Ur rann Noms de lieux de Bretagne zo enni anvioù n'int ket kumunioù (inizi, stêrioù, kaboù).
Taolennoù
Miret eo bet an taolennoù (847-856), re ar verboù hag an araogennoù eeun evel en embannadur Geriadur Hemon-Huon. Mankout a rafe neuze an araogennoù kevrennek.
Evezhiadennoù
Evel e Geriadur Hemon-Huon 2005 e kaver
-el lodenn brezhonek-gallek: reuzus, met ne gaver ket reuzius, a gaver da dreiñ "sinistre" el lodenn gallek-brezhonek.
-hydravion a vank bepred el lodenn gallek-brezhonek, pa gaver dournijerez el lodenn brezhonek-gallek.
Kresket eo ar geriadur gant gerioù nevez:
Skarzhet ez eus bet un nebeud gerioù eus geriadur 2005 :
- "dour-Fask m. eau bénite qu’on va chercher le samedi saint.", pajenn 207
- "leubeurc’henniñ v. s’étendre, jambes appuyées contre un mur (en plt d’un cheval)", pajenn 463.
- marc'h-kornek, pajenn 498
- mogeder-butun fumeur (de tabac)", pajenn 522