From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwadorged ( incestus e latin) pe gwadserc'h a vez lavaret eus an darempredoù revel c'hoarvezet etre tud hag a zo kar-nes[1],[2], un ober hag a ya a-enep al lezenn en darn vrasañ eus ar broioù ha kevredigezhioù, ma vez sellet outañ evel un tabou.
Cheñch a ra ar seurt darempredoù rev ha naoutur al liamm kerentiezh etre an dud a ra anezhañ un ober a-enep al lezenn pe un tabou sokial hervez ar sevenadur hag al lezennoù. E kevredigezhioù zo e vez graet gwadorged eus an darempredoù rev etre an holl dud zo o chom dindan ar memes toenn, pe zo izili eus ar memes klan pe lignez. Evit kevredigezhioù all ez eo an darempredoù rev etre tud kar dre ar gwad. E kevredigezhioù all e talvez ivez evit an darempredoù rev gant ar re o deus liammoù kerentiezh abalamour ma'z int bet advabet pe euredet er memes tiegezh[3].
Sellet e vez ouzh gwadorged an dud en oad gour gant ar re zo dindan oad an darempredoù rev hervez al lezenn evel ur seurt kammober revel gant ur bugel[4],[5] a zo bet diskouezet anat evel unan eus ar seurtoù kammober gant ar vugale a oa eus ar re c'hrevusañ. Heuliet e vez alies gant un trauma psikologel hir ha pounner, pa vez sevenet gant tud ar vugale peurgetket.[6] Diaes eo gouzout pet den a vev darempredoù a seurt-se, met an enklaskoù o deus istimet e oa bet 10–15% eus holl ar boblañs o vevañ d'an nebeutañ un hevelep "stokadenn" revel, ha nebeutoc'h evit 2% ma oa bet darempredoù rev pe ma oa klasket o seveniñ[7]. E-touez ar maouezed e istimer an dregantad da 20%[6].
Ar gwadorged tad-merc'h a oa e-pad meur a vloavezh ar seurt gwadorged diskuliet ha studiet ar muiañ.[8] Nevez zo ez eus bet diskouezet gant studiadennoù e oa kalz stankoc'h ar gwadorged etre breudeur ha c'hoarezed, dreist-holl hini breudeur-henañ o doa darempredoù rev gant breudeur pe c'hoarezed yaouankoc'h. E gwirionez lod eus ar studioù a zisklêr e c'hoarvezfe ar gwadorged etre breudeur ha c'hoarezed aliesoc'h evit ar seurtoù gwadorged all[9],[10],[11],[12],[13],[14],[15],[16],[17],[18]. Lod eus ar studioù a zamveneg e vez choazet gouzañverien yaouankoc'h gant ar grennarded a seven seurt kammoberoù revel war o breudeur ha c'hoarezed. Kammober a reont e-pad prantadoù hiroc'h, hag implijout ar feulster aliesoc'h hag en un doare pounneroc'h evit ar wadorgederien en oad gour[19]. Ar seurt gwadorged en deus ur feur uheloc'h a oberoù sankadur evit er gwadorged sevenet gant an tadoù pe al leztadoù. Heuliet e vez ivez ar gwadorged gant an tadoù hag ar breudeur koshoc'h gant brasoc'h strafuilh evit ar gwadorged gant leztadoù[20],[21],[22].
Ar gwadorged etre tud en oad gour zo un torfed ivez er pep brasañ eus ar broioù[23], daoust ma vez sellet outañ gant lod evel un torfed dinoaz,[24],[25] ha dre se ne vez ket tamallet alies ouzh an dud e kaoz.
Ar pep brasañ eus ar c'hevredigezhioù o deus lakaet berz ouzh ar gwadorged[26],[27]. Tabou ar gwadorged zo bet unan eus ar re voutinañ eus holl an tabouioù sevenadurel, er c'hevredigezhioù a vremañ koulz hag e kevredigezhioù an amzer dremenet,[28] gant kastizoù lezennel e kevredigezhioù zo. Ar pep brasañ eus ar c'hevredigezhioù a-vremañ o deus strizhadurioù lezennel pe sokial war an euredoù etre tud kenwad[29].
Gwadorged a zo anv anezhañ en istor adal an Henamzer.
Hervez mojennoù du e voe anv eus gwadorgedoù pibien
Kaoz zo bet eus gwadorged etre breudeur e tiegezh ar politikour gall Philippe de Villiers[30] hag etre leztad ha lezvab en hini ar gwiraour Olivier Duhamel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.