From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Roue Arzhur (kembraeg: Brenin Arthur, kerneveureg: Arthur Gernow, galleg: Roi Arthur, saozneg: King Arthur) zo un haroz brezhon mojennel brudet dre skridoù Danvez Breizh evit bout stourmet ouzh alouberien german gant e gleze burzhudus Kaledvoulc'h, hag evit e varc'heion bodet tro-dro d'an Daol Grenn. E Kastell Kameled, a lec'hier e Carlisle, e Caerllion pe e Winchester, e vije bet o chom[1].
Darn a gred e oa ur gwir roue a veve war-dro ar Vvet kantved, met n'eus prouenn splann ebet a gement-se; a-dra-sur ez eus bet ur pennkadour brudet en Enez Vreizh, hogen bez' e c'hall Arzhur ar vojenn bout meur a vrezelour kemmesket.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Camelot |
Anv e yezh-vamm an den | Arthur |
Anv-bihan | Arthur |
Deiziad ganedigezh | 5. century |
Deiziad ar marv | 6. century |
Lec'h ar marv | Camelon |
Tad | Uthr Bendragon |
Mamm | Igraine |
Breur pe c'hoar | Élaine, Morgause, Morgana, Madoc ap Uthyr |
Pried | Gwenivar |
Bugel | Mordred |
Den heverk | Marzhin |
Micher | monark |
Karg | Impalaer |
Lec'h annez | Camelot |
Floruit | 500s |
Relijion | Celtic Christianity |
Perc'henn war | Kaledvoulc'h, Clarent |
A denn da ved ar faltazi | Arthurian universe |
Ardamezioù | coat of arms of Arthur Pendragon |
Enemy | Mordred |
Er bloavezh 43 e voe aloubet kreosteiz Enez Vreizh gant ar Romaned dindan ren an impalaer Claudius Iañ. An aloubadeg e oa echu e 84, dindan Domitianus.
E-pad ar pevar c'hantved da heul en em strewas ar Romaned en Enez hag ez astennjont o reoladur betek sevel Moger Hadrian da vevenn hanternosañ an Impalaeriezh ; darev e oant da aloubiñ Iwerzhon ivez, met biskoazh ne dostajont dezhi.
E deroù ar Vvet kantved, un heuliad tagadennoù gant Germaned deuet eus an norzh hag ar reter a redias an Impalaeriezh d'en em isrannañ ha da strishaat. E 410 ez eas ar Romaned kuit eus Enez Vreizh ; ret e voe d'ar Gelted romanekaet – da lavarout eo henvroidi an Enez – talañ o-unan ouzh strolladoù Angled, Juted ha Saksoned a oa o krignat o riezoù.
Er mare-se e voe pennoù milourel o tifenn Enez Veur diouzh an alouberien varbar, ha marteze e voe Arzhur unan anezho evit gwir ; d'an hini galloudusañ anezho eo bet lakaet, bepred, ha da Salver Enez Vreizh a-feur ma yae ar c'hantvedoù hebiou.
Nebeut-tre a zitouroù solius zo deuet betek ennomp diwar-benn ar salver-se, ha ken c'hwezhet eo bet ar vojenn a-hed an amzer ma kredas d'an darn vuiañ eus an istorourien ne voe biskoazh eus ur "roue Arzhur" kig hag eskern, pa ne welent ennañ nemet danvez gwengelioù ha mojennoù.
Dre studiañ pizh ar bruzun fedoù a zo stlabezet en dornskridoù a zo deskrivet amañ da heul ez eur deuet avat da anzav ez eus bet eus ur penn meur evit gwir – Arzhur e anv pe get – anez ne c'heller ket pegañ an anadennoù kenetrezo.
Er varzhoneg kembraek anvet Y Gododdin bet aozet e deroù ar VIIvet kantved gant ar barzh Aneirin e kaver ar meneg kentañ eus an anv Arthur. Kontañ a ra Y Gododdin penaos e voe 300 kadour deuet eus tiriad Gododdin – e Bro-Skos ar Su hiziv – o stourm ouzh un armead Angled en Emgann Catraeth e dibenn ar VIvet kantved. Dik goude an emgann e voe aozet ar varzhoneg, a voe treuzkaset dre gomz a rumm da rumm e-pad kantvedoù a-raok bout skrivet e deroù an IXvet kantved[2].
Pa zisplegas kurioù ur brezelour galloudus anvet Gwawrddur e kontas Aneirin, hervez poz 102 an dornskrid nemetañ a zo deuet betek ennomp, bet aozet e-tro ar bloaz 1265 :
|
|
E deroù ar VIIvet kantved neuze e oa Arzhur anavezet dija evel ur c'hadour meur harozek.
Kalz muioc'h a vunudoù zo deuet betek ennomp a-drugarez da Historia Brittonum ("Istor ar Vrezhoned") Nennius, ur manac'h a veve e Bangor (Kembre) e deroù an IXvet kantved. Gantañ ez eo deuet danevell gentañ kurioù Arzhur en Enez Vreizh. Goude ma oa deuet goprsoudarded sakson war an Enez, pedet ma oant bet gant ar roue trubard Vortigern, e rankas Arzhur hag ur bagad roueed heñvel o skarzhañ kuit. Petra bennak ma oa ar roueed kevatal an eil d'egile e vez atav kinniget Arzhur evel dux bellorum, "pennkadour", evel ma veze graet anax andrôn, "roue an dud" eus Agamemnon en Ilias Homeros hag Ard Rí na hÉireann eus Roue Uhel Iwerzhon.
Setu amañ ar pezh a skrivas Nennius :
« Arzhur ha roueed Enez Vreizh a stourmas outo en deizioù-se, met Arzhur e-unan e oa an dux bellorum. An emgann kentañ a vrezelias a voe e genoù ar stêr C'hlein. An eil, trede, pevare ha pempvet a voe war ur stêr all, anvet Dubglas gant ar Vrezhoned, er rannvro Linuis. Ar c'hwec'hvet, war ar stêr Vassas. Ar seizhvet e koadeg Celidon, a vez graet Cat Coit Celidon anezhañ gant ar Vrezhoned. An eizhvet a voe e-kichen Gurnion, ma tougas Arzhur skeudenn ar Werc'hez Santel, mamm Doue, war e zivskoaz[4], ha dre c'halloud hon Aotrou Jezuz Krist, ha Maria Santel, e lakaas ar Saksoned da dec'hel, hag e kasas war o lerc'h gant lazhadeg veur. An navvet a voe e Keoded Lejion, a anver Caer Llion. An dekvet a voe war glannoù ar stêr Drat Treuroit. An unnekvet a voe war ar menez Breguoin, a anvomp Cat Bregion. An daouzekvet a voe un emgann eus ar re daerañ, pa'z eas Arzhur da dorgenn Badon. En emgann-se, 940[5] a gouezhas diwar e zorn hepken. »
– Nennius, rann 50 ha 56 an Historia Brittonum
Astennet e voe danevell Nennius gant an Annales Cambriae, "Bloazdanevelloù Kembre". Dianav eo o aozer, petra bennak ma oant bet lakaet dindan anv Nennius ivez e-pad ur mare. Er bloavezhioù 960-980 e voent skrivet, met diskouez a reont ditouroù a zeu eus kronikoù koshoc'h hag a zo bet kollet, kalzik mammennoù iwerzhonat en o zouez. Dre ma ne oa ket bet aloubet Iwerzhon gant ar Germaned e oa chomet un hir a ouiziegezh eno adalek ar Vvet betek an VIIIvet kantved.
Setu amañ ar pezh a lenner en Annales diwar-benn Arzhur :
« AD 516 : Emgann Badon, ma tougas Arzhur Kroaz hon Aotrou Jezuz Krist e-pad tri devezh ha teir nozvezh war e zivskoaz[4] ha trec'h e voe ar Vrezhoned.
AD 537 : Emgann Camlann, ma kouezhas Arzhur ha Medraut[6]. »
Betek-henn e hañval Arzhur bout ur roue eus ar re voutinañ : brezeliñ a ra, c'hwezañ a ra e drec'hoù, ha koll a ra a-wechoù. Met e deroù an hengoun kembreat emañ lod eus an elfennoù hud kentañ a droas da berzhioù pennañ istorioù Arzhur hag e varc'heien.
Kement-se a weler en ur varzhoneg kembraek verr a voe aozet war-dro ar bloavezh 900 hag anvet Preiddeu Annwfn, "Preizhoù Annwn", a zo bet treuzskrivet e Levr Taliesin. Ar bed all kembreat eo Annwn, rouantelezh ar boudiged ha tiriad ar re varv kemmesket.
En istor-se e veaj Arzhur hag e wazed betek Annwfn war vourzh Prydwen, lestr Arzhur ; eno e kavont ur chaodouron hud a vez tommet gant anal nav gwerc'hez evit awenañ ar varzhed, hag ar chadouron-se a nac'h poazhañ boued d'an digaloned.
Arzhur zo meneget 25 gwech d'an nebeutañ er strollad dornskridoù kembraek anvet Trioedd Ynys Prydein, "Triadoù Enez Vreizh", bet aozet en IXvet kantved d'an diwezhatañ met a orin eus ar VIvet pe VIIvet kantvedoù[7]. Enno e kaver munudoù a-zivout ar brete etre Arzhur hag e niz Mordred ha diskar Kamelod.
Setu amañ a pezh a lenner en Driadenn 52, "Tri Den Dizenoret en Enez Vreizh" :
« An trede ha gwashañ e oa Mordred. Pa lezas Arzhur gouarnamant Enez Vreizh dezhañ, pa dreuzas ar mor da stourm ouzh Lles[8], impalaer Roma[9] . . . Mordred a glevas penaos e oa stlabezet armead Arzhur. Treiñ a reas enep Arzhur, hag ar Saksoned hag ar Bikted hag ar Skoted a gevredas gantañ da zerc'hel an tiriad-mañ ouzh Arzhur. Pa glevas Arzhur kement-se e tistroas gant holl zreistbevidi e armead, ha dre feulster e teuas a-benn da zouarañ en Enez-mañ en enep da Vordred. Ha neuze e voe dalc'het Emgann Camlann etre Arzhur ha Mordred, hag Arzhur e-unan a voe gloazet d'ar marv. Ha diwar-se e varvas, hag e voe beziet en ur sal en Enez Avalon. »
E deroù an XIvet kantved e voe savet istor Culhwch ac Olwen, a gaver e daou zornskrid : tammoù anezhañ e Llyfr Gwyn Rhydderch (c. 1350), hag en e bezh e Llyfr Coch Hergest (c. 1382) ; e 1837 e voent bodet e Mabinogion Lady Charlotte Guest.
E Culhwch ac Olwen e voe strobinellet Culhwch yaouank : ne c'hellje dimeziñ nemet da Olwen, merc'h ar ramz Ysbaddaden Pencawr ; hogen tonket e oa ar ramz da vout dibennet da zeiz eured e verc'h, setu ec'h aozas 40 kur da vout sevenet gant kement pleustrer. Ken dic'hoanaget e voe Culhwch ma c'houlennas skoazell digant Arzhur hag e varc'heien, pa ranke lazhañ an tourc'h-gouez meur Twrch Trwyth ha saveteiñ an doue yaouank Mabon fab Modron. Sevenet e voe an holl gefridioù-se gant Culhwch, Arzhur hag e harozed, en o zouez Cei ha Bedwyr.
Kent an XIIvet kantved neuze e oa anat e oa bet war Enez Vreizh ur c'hadour meur o kas emgannoù niverus a-enep alouberien sakson, ha penn e oa d'ur strollad rouaned unanet.
Art(h)ur(i)us e oa anv latin an den-se, Arthur e kembraeg[10] ; deveret eo an daou anv eus ar wrizienn art(h), kar da arzh, ha neuze e c'hellfe Arthur bout arth "arzh" + (g)wr "gwaz", evel ma c'hoarvez gant an doueez c'halian Dea Artio "Doueez Arzh"[11].
Dibaot e oa an anv Arthur e deroù Istor an inizi keltiek ; adalek ar VIvet ha VIIvet kantvedoù e teuas poblekoc'h e Breizh-Veur, Kembre, Bro-Skos ha zoken en Iwerzhon. Da Roue Meur ar Vrezhoned e voe lakaet Arzhur e gwirionez. En XIvet kantved, ar roue marvus-se en devoa gounezet perzhioù gwengelek, pa veze kaset da stourm ouzh ramzed kembreat ouzhpenn kadourien sakson.
"Roue Meur" Brezhoned Enez Vreizh e voe Arzhur eta, nemet e deroù an VIIIvet kantved e c'hoarvezas un darvoud hag a uhelaas a-galz an dreuzellenn dirak an holl rouaned a lakaed da harozed : Karl Veur (742-814), roue meur ar Franked e 772, a astennas e c'halloud war Europa a-bezh kent daeañ Impalaeriezh Bizantion ha bout lakaet e penn an Impalaeriezh santel roman german da zevezh an Nedeleg 800 gant ar pab Leon III. Ar roue Arzhur o kas Emgann Badon ne voe ket evit mont e kevezh outañ.
Neuze, en XIIvet kantved e skrivas Gruffudd ap Arthur – Geoffrey of Monmouth e saozneg, Jafrez Menoe e brezhoneg – e Historia Regum Britanniae, "Istor Rouaned Enez Vreizh", a voe echuet e 1136 ; ennañ e ya ar roue Arzhur da zaeañ ha da faezhañ impalaer Roma.
Pouezus eo labour Jafrez Menoe abalamour ma'z eo kentañ "buhezskrid" Arzhur, eus e engehentadur betek itrikadennoù hud Myrddin, aloubidigezh Europa, e varv diwar dorn e niz Mordred ha treuzdougen e gorf da Enez Avalon[12].
Diwar Historia Regum Britanniae e voe savet kement danevell da zont a-zivout Arzhur.
Jafrez Menoe ne oa ket un istorour : diazezet war Aeneis Vergilius eo e Istor Enez Vreizh kent donedigezh Arzhur, pa skrivas e voe repuidi eus Troia annezidi kentañ an Enez ; kalz elfennoù eus ar gwengelouriezhioù roman ha keltiek zo en e bennoberenn ; pa voe erru gant mare Uthr Bendragon, anezhañ tad Arzhur, ez eas da buñsañ e mammennoù kembraek evel Culhwch ac Olwen ha Trioedd Ynys Prydein.
Div elfenn a bouez a voe ouzhpennet gant Jafrez Menoe d'an Driadenn 52 meneget amañ a-us : niz Arhur e oa Mordred ; un itrikadenn gant Gwenivar, gwreg Arzhur.
« Pa zeuas an hañv en em brientas Arzhur da vont da Roma . . . pa zeuas keloù dezhañ eus e niz Mordred, a oa bet fiziet Enez Vreizh ennañ, o lakaat ar gurunenn war e benn-eñ. Ouzhpenn, an tirant trubard-se a oa o vevañ en avoultr hag e-maez ereoù ar briedelezh gant ar rouanez Gwenivar, he devoa torret gouestloù he dimeziñ kent. »
Teir rouanez meur Arzhur
Gwenhwyfar merc'h Cywryd Gwent,
ha Gwenhwyfar merc'h Gwythyr mab Greidiawl,
ha Gwenhwyfar merc'h Gogfran ar Ramz.
Mar geller meizañ Mordred ga Gwenivar en hengoun ketiek ez eo gwall ziaesoc'h kompren Jafrez Menoe pa gont aloubadeg Europa gant Arzhur. Daou zen gwirion zo bet kinniget evel patrom da Arzhur en endro-se :
Aes eo heñvelekaat Riothamus ouzh Arzhur, hogen arabat eo ankouaat ne voe krouet an "impalaer" Arzhur nemet tremen 300 vloaz diwezhatoc'h, evit talañ ouzh Karl Veur. E Le Morte d'Arthur a-hend-all e teskriv Thomas Malory ar pezh a c'hoarvezas goude trec'h Arzhur e Roma :
« Met dizale goude, d'ur Sadorn, e teuas davet Arzhur an holl senedourien a oa bet lezet bev, hag ar gardinaled noblañ a oa o chom e Roma da neuze, hag e bediñ a rejont evit ar peoc'h, ha brud ec'hon a rejont dezhañ, hag e c'houlennjont digantañ evel gouarnour reiñ an aotre evit c'hwec'h sizhunvezh a-benn bodañ an holl Romaned, ha neuze e gurunenniñ evel impalaer gant olev peogwir e oa a wad ken uhel.
Asantiñ a ran, eme ar roue, evel m'hoc'h eus divizet, da vout kurunennet da Nedeleg, ha da zerc'hel ma Zaol Grenn gant ma marc'heien evel ma plij din.
Ha neuze e prientas ar senedourien e gadoridigezh. Ha d'an deiz merket, evel ma kont an danevell, ez eas-eñ tre e Roma, hag e voe kurunennet gant dorn ar pab. »
Dik evel Karl Veur er bloaz 800, Arzhur a voe kurunennet impalaer gant ar pab e Roma da zeiz an Nedeleg.
Peogwir e oa Arzhur o laerezh klod Karl Veur e voe ret d'ar C'hallaoued e biaouañ en-dro, ar pezh a voe graet en XIIvet kantved gant ar mojennoù arzhuriek gallek, a zo ul lodenn eus Danvez Bro-C'hall.
Dereat e oa ar c'hantved-se evit an darempredoù lennegel etre ar sevenadurioù keltiek o yezhoù hag ar re a gomze galleg kozh, rak e 1152 e timezas Eleanora Akitania da Herri II (Bro-Saoz). Eus he lez e Poitiers e tegasas troubadoured a gomze yezhoù oc ha trouvered a gomze yezhoù oil ; ouzhpenn, Herri II a oa ivez dug Normandi ha dug Anjev. Biken ne vije ar sevenadurioù gall ha breizhveurat ken tost an eil d'egile.
Eus al lez-se e teuas Wace ha Chrétien de Troyes da voueta mojenn ar roue Arzhur.
Ur barzh norman e oa Wace (c. 1110 - c. 1183). En e Roman de Brut[15], un Istor eus Enez Vreizh 14 866 gwerzenn ennañ a echuas e 1155, e kont penaos e profas Gwenivar an Daol Grenn da Arzhur da-geñver o eured evit ma c'hellje e holl varc'heien azezañ outi gant o rouez en ur parder klok. Ar meneg kentañ eus an Daol Grenn eo.
Gant ar barzh Chrétien de Troyes (c. 1130 - c. 1185) eus Kontelezh Champagn e voe aozet 5 romant arzhuriek, en o zouez Lancelot ou le Chevalier de la charrette ma ijinas Lanselod, ar marc'heg hag a vije disi mar ne vije ket serc'h e rouanez Gwenivar. Da lavarout an aozer e resevas danvez ar romant digant Marie de Champagne.
Robert de Boron (dibenn an XIIvet – deroù an XIIIvet kantvedoù) a voe ur barzh gall hag a zo anavet dre an div varzhoneg eizhsilabennek Li romanz de l'estore dou Graal ha Merlin. War un dornskrid hepken emañ an div oberenn, 3 514 gwerzenn en hini gentañ ha 503 en eil[16].
Li romanz de l'estore dou Graal zo ur c'hristenadur eus Klask ar Graal : hervez ar barzh, Jozeb Arimatia e voe diwaller ar Graal hag ar c'halir-se e zalc'has bev e-pad ma oa bac'het. Pa voe lakaet en e frankiz e voe heuliet gant diskibled hag a gasas ar Graal da Enez Vreizh. Hervez romantoù gallek a voe skrivet war-lerc'h, evel Perlesvaus (Parzival), ez eas Jozeb ivez da Enez Vreizh en ur zegas relegoù gantañ, hag eñ e voe ar sant kentañ eno. Er C'helc'hiad Lanselod-Graal (1215) – a zo awenet gant oberenn Robert de Boron – ez eo mab Jozeb a ya da Enez Vreizh.
Ur c'hristenadur eus Historia Regum Britaniae, Roman de Brut hag oberennoù Chrétien de Troyes eo Merlin Robert de Boron.
Daoust da baourentez e skridoù en devoe Robert de Boron ul levezon vras war gwengel Arzhur, pa gristenaas divezh-kaer an hengoun keltiek.
E 1485 e voe moullet pennoberenn Thomas Malory Le Morte Darthur, ar gentel saoznek diwezhañ eus mojenn Arzhur ha marc'heien an Daol Grenn : 504 pennad a-hed 21 levrenn, savet diwar kement mammenn a oa bet en o raok, labourioù Chrétien de Troyes en o zouez.
Pa lenner an danevell e verzer ne oa ket aet perzhioù hen ar Graal da get ; setu amañ ar pezh a skrivas Malory el levrenn XII, pennad VII, p'en em ziskouezas ar Graal e lez Kamelod da zevezh ar Pantekost :
« Ha goude e teuas ar roue hag an holl renkoù d'ar gêr e Kamelod, ha neuze ez ejont da c'housperoù en iliz-veur, ha goude-se da goaniañ, ha pep marc'heg a azezas en e lec'h evel kentoc'h. Dizale neuze e klevjont strakadennoù ha leñvadennoù an taran, ken e soñjjont e kouezje al lec'h en e boull. E kreiz an darzhadenn-se e teuas tre ur bann seizh gwech sklaeroc'h eget n'o devoa biskoazh gwelet er gouloù-deiz, hag an holl anezho a voe sklêrijennet gant gras ar Spered Santel . . . Neuze e teuas tre er sal ar Graal Santel goloet gant samit[17] gwenn, met den e c'hallas e welout, na gwelout piv a oa ouzh e zougen. Ha leuniet e voe ar sal gant c'hwezhioù-mat, ha pep marc'heg en devoe ar c'higoù hag an diedoù a gave matañ er bed. »
Neuze e chomas ar Graal ur pourchaser boued mat evit marc'heien vat, zoken e kentel gristen ar c'hlask.
Pa savas Chrétien de Troyes e romantoù arzel ez ijinas marc'heien nevez a vije anavazet evit o aferioù karantez kentoc'h eget o c'hurioù en emgann.
N'eo ket souezhus e trofe danvez mojenn Arzhur eus ar brezel hag an talvoudegezhioù milourel a gaver er mammennoù brezhon d'ar garantez ha d'an tenergan a zo er gentel c'hallek, rak Eleanora hag he merc'h Marie o devoa staliet el lez giz an amour fin, ar garantez romantel : merc'hed al lez a veze broudet da glask an amour fin, ha da gastizañ ar wazed da zereent ket.
Ar pezh a zo souezhusoc'h eo e krogas Arzhur e-unan da steuziañ, rak istorioù an Daol Grenn a droas mui-ouzh-mui tro-dro d'an Daol, marc'heien Arzhur o vout an tudennoù pennañ. Arzhur a droas da roue landreant, evel ar Veroveed adalek 639, pa azezas Sigebert III war an tron : ur roue hag a chom en e gastell tra ma ya e varc'heien da glask chañsoù. Aet an dux bellorum da get, ne chomas nemet ur skeudenn anezhañ, pa c'hoarveze gwerzioù-meur pell dioutañ, gant harozed ha klaskoù nevez.
Ar c'hlask pouezusañ e voe hini ar Graal, a zo gwriziennet-don en hengoun keltiek[18] : adkemeret hag adstummet e voe e doare ar C'hallaoued. Kristenaet e voe chaodouron hud Preiddeu Annwfn, pa voe troet da unan eus listri ar Goan Diwezhañ pe d'ar c'halir ma tastumas Jozeb Arimatia gwad ar C'hrist goude ar C'hroazstagadur.
Istor ar c'hlask e-unan a reas monedone etre ar bed keltiek hag ar bed roman. Goude Preiddeu Annwfn en IXvet kantved e teuas en XIIIvet kantved tri istor skrivet e krenngembraeg, Y Tair Rhamant, a zo bet lakaet er Mabinogion. Pa oa bet awenet Chrétien de Troyes en XIIvet kantved gant ar mammennoù kembraek ez eo diwar e labour e voe savet Y Tair Rhamant kant vloaz diwezhatoc'h ; setu amañ anvioù an tri istor, keñveriet gant istorioù bet skrivet gant ar Gall :
Y Tair Rhamant, XIIvet | Chrétien de Troyes, XIIvet |
---|---|
Owain, neu Iarlles y Ffynnon | Yvain ou le Chevalier au lion |
Peredur fab Efrawg | Perceval ou le Conte du Graal |
Geraint ac Enid | Érec et Énide |
Gant Chrétien de Troyes e voe krouet ar marc'heg Perceval, a zo Peredur er gentel gembraek, met sur a-walc'h e oa bet awenet ar Gall gant ur vammenn vreizhveurat, pa gaver en daou istor un dudenn hag a zo boutin en hengoun geltiek : ar vaouez heugus, anvet Cailleach Bhéirre en iwerzhoneg, Cilleach Beinne Bric e skoseg ha the loathly lady e saozneg. Bez' emañ ivez en hengoun ar Vikinged, p'he c'haver en Hrólfr Kraki's saga ; en istor-se end-eeun ez adkaver perzh pennañ ar vaouez heugus : mard asant ar paotr d'he goulennoù e tro-hi da genedusañ koantenn en deus biskoazh gwelet[19].
Da vare Thomas Malory e oa bet kaset da get gwengelioù pagan klask ar Graal gant an argeladurezh kristen.
A-hed ar c'hantvedoù ez eus bet skrivagnerien o kavout o awen e mojenn ar roue Arzhur, darn evit he adkontañ, darn evit he astenn.
Adkemeret eo bet ar vojenn gant ar sinema hag ar skinwel. E-touez ar filmoù awenet gant ar vojenn e c'haller menegiñ :
Daou gan arzhuriek zo e Barzhaz Breizh.
Evel m'eo bet meneget amañ uheloc'h, tri levr brezhonek hag a bled gant mojenn ar Roue Arzhur zo bet embannet : re Langleiz, Tristan hag Izold ha Romant ar Roue Arzhur, troet gant an aozer diwar e skridoù gallek hag embannet gant Al Liamm, ha hini Molly Perham, Ar Roue Arzhur – Marc'heion an Daol-Grenn, lakaet e brezhoneg gant Herve Seubil Gernaudour hag embannet gant An Here.
Pempvet istor Le Morte Darthur Thomas Malory eo hini Tristan, eo The Fyrst and the Secunde Boke of Syr Trystrams de Lyones e ditl orin ; en henvoulladur William Caxton (1485) e ya d'ober al levrioù VIII betek XII, 201 pennad en holl ; istor Sir Tristram eo, n'eo ket hini ar garantez etre ar marc'heg hag ar goantenn : e pennad XI an XIXvet levr (Sir Launcelot and Queen Gwenyvere) e tesker diwezh Tristram ha La Beale Isoud.
Pemzek pennad zo e romant Langleiz. Ar pevar fennad kentañ a heuilh tamm-pe-damm red an darvoudoù evel kontet gant Malory ; adal ar pempvet pennad e tistroas Langleiz diouzh an doare klasel, pa lakaas matezh Izold d'ober avoultriezh gant ar roue Marc'h a Gernev-Veur. Goude-se e lakaas an aozer e ijin da labourat en ur veskañ gwengelioù kristenaet betek dibenn an istor.
Ur melodrama kristen kentelius eo doare Langleiz, pa 'z eo devoudel stil Malory.
Pa 'z a 504 fennad da sevel Le Morte Darthur ez eo bet krennet mojenn Arzhur da 15 pennad[38].
Gant stil Tristan hag Izold e chomas Langleiz en e gentel eus mojenn ar roue Arzhur : kerkent ha pennad kentañ al levr, « Marzhin an Diouganour », e lenner ez eo Marzhin frouezhenn gwallerezh ur plac'h dinamm gant an Diaoul, hogen dre c'hras an Aotrou Doue e vo kuzulier ar roue Arzhur ; setu amañ levezon Marzhin war ar roue Arzhur, hervez Langleiz :
« Deuet da vezañ kuzulier bras Arzhur, e tiskouezo d'ar roue ha d'e heuliad an hent reut ha risklus a gas da Rouantelezh an Neñv.
War e ali e vo e tilezint kement tra a garent evit klask AR GRAAL SANTEL ; ar skudell brizius a zalc'has, gwechall, gwad ar Salver. »– LANGLEIZ, Romant ar Roue Arzhur, pennad I.
Seitek pennad a ya d'ober mojenn Arzhur e levr Molly Perham, a heuilh red klasel an darvoudoù. Al levr tostañ da Le Morte Darthur eo, petra bennak ma'z eus ennañ darvoudoù hag a zeu eus skourroù all ar vojenn sanket don en amzer hag ec'hon-bras-se.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.