Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Uthr Bendragon, pe Wthyr Bendragon, a oa un tiern ag ar Vrezhoned e Breizh-Veur er VIvet kantved. Tad ar roue Arzhur hervez ar mojennoù.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Uther |
Tad | Constantine |
Breur pe c'hoar | Ambrosius Aurelianus, Digain, Meirchion, Erbin of Dumnonia |
Pried | Igraine |
Bugel | Roue Arzhur, Madoc ap Uthyr |
Micher | monark |
Karg | Roue |
Dezerc’her | Anthony Head, Gabriel Byrne, Eric Bana, Mark Lewis Jones, Sebastian Koch |
Present in work | Historia Regum Britanniae, Le Morte d'Arthur |
Un dave berr da Uthr a gaver er varzhoniezh hengembraek, mes e vuhez a voe skrivet en XIIvet kantved gant Galfridus Monemutensis en e levr anvet Historia Regum Britanniae ("Hannes Tierned Breizh"). Un denenn amduek e hañval bout el lennegezh hogen un tiern kreñv ha difennour e dud.
Er varzhoneg Pa Gwr yw y Porthawr, e Levr Du Caerfyrddin ez eus kaoz eus Mabon fab Modron, gwaz da Uthr. En ur varzhoneg all, Ymddiddan Arthur a'r eryr, ez eus anv eus un ni da Arzhur, anvet Eliwlad, a zo mab da Madog fab Uthr : breur da Arzhur eo Madog eta.
Meneg zo eus Uthr en unan eus Trioedd Ynys Prydain ivez, "Tair Prif Hud Ynys Prydain" (niv.28), ma lavarer dezhañ deskiñ da Venw fab Teirgwaedd (un den a zo kaoz anezhañ en danevell Culhwch ac Olwen) unan eus tri zra hud pennañ Preden.
En Historia Regum Britanniae eo kontet e istor gant Jafrez Menoe war un dro gant hini Arzhur. Mab eo Uthr d'ar roue Cystennin II ha breur eo da Emrys Wledig. E Breizh eo bet maget evit e ziwall diouzh kasoni Gwrtheyrn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.