From Wikipedia, the free encyclopedia
Wolfram von Eschenbach, bet ganet war-dro 1170 e Franken (Impalaeriezh santel roman german) ha marvet e-tro 1220, a oa ur marc'heg hag ur barzh alamanek eus dibenn an XIIvet kantved. Gant an alamaneg-uhel-kozh e kenaozade e oberennoù. Barzhonegoù lourennek zo bet savet gantañ ivez (ur Minnesang a veze graet anezhoñ).
Buhez Wolfram hag a zo anavet a zeu ag ar menegoù en deus skrivet diwar e benn a-hed e oberennoù, pe gant burutelladennoù e gempredaded. Dre e anv e ouiomp e ta-eñ eus ul lec'h anvet Eschenbach. Hervez an damvenegoù skrivet gantañ en e oberenn Parzival e vefe Obereschenbach e gêr a-orin, nepell eus Ansbach (hiriv eo adanvet Wolframs-Eschenbach). En em ginnig a ra evel ur marc'heg eus Bavaria. Gouzout a reer e oa bet e meur a lez o roiñ e servijoù. Sur a-walc'h e oa e darampred gant Kont Wertheim hag al Landgrav (“Dug”) Hermann I Thüringen.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.