From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo ar meitneriom, Mt eo e arouez kimiek, 109 e niver atomek ha 268,17 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo ar meitneriom.
Hasiom – Meitneriom – Darmstadtiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 109 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 9 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | [278] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f14 6d7 7s2 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 15, 2[1] | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | (stlenn ebet) | |||
Tredanleiegezh | (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 801 kJ/mol 2 : (stlenn ebet) 3 : (stlenn ebet) | |||
Skin atomek | 122 pm (brasjedet) | |||
Skin kenamsav | 129 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled (diouganet) | |||
Douester (≈20 °C) | 28,2 g/cm3 (brasjedet) | |||
Teuzverk | (stlenn ebet) | |||
Bervverk | (stlenn ebet) | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
|
E 1982 e voe kevanaozet un atom hepken eus izotop 266 an elfenn 109 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt (R.K. Alamagn d'ar mare-se), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg, dre vombezenniñ bismut-209 gant houarn-58.
An anv meitnerium eo an hini nemetañ a voe kinniget evit an elfenn nevez, en enor d'ar fizikourez aostrian Lise Meitner (1878-1968) a zizoloas ar protaktiniom 91Pa kevret gant Otto Hahn ; unan eus dizoloerien ar skiriad derc'hanel e voe Lise Meitner ivez. E 1994 e voe erbedet an anv gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) ha lakaet da anv ofisiel etrebroadel e 1993[3].
A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije ar meitneriom ivez neuze, marteze eus familh ar platin.
Gortozet eo perzhioù ar meitneriom evel par da re elfennoù all ar strollad 9 (26Co, 45Rh hag 77Ir), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl[4] e vije ar meitneriom war a hañval.
N'eus izotop stabil ebet eus Mt, en natur pe gevanaozet. Pemzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho, 278Mt (kevanaozet e 2009) o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 7,6 eilenn.
Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.