From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo ar ruteniom ; Ru eo e arouez kimiek, 44 e niver atomek ha 101,7 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.
| ||||
---|---|---|---|---|
Teknetiom – Ruteniom – Rodiom | ||||
| ||||
Niver atomek | 44 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 8 | |||
Trovezh | 5 | |||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d7 5s1 | |||
Niver oksidadur | +3 | |||
Tredanleiegezh | 2,2 | |||
Skin atomek | 132,5 | |||
Tolz atomek | 101,7 | |||
| ||||
| ||||
Teskad ar palladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt. Ral-tre eo ar ruteniom, ha ne vez kavet nemet kevret gant unan eus metaloù TaP — ar platin, an osmiom hag an iridiom peurliesañ. E mengleuzioù nikel dreist-holl e kaver TaP, ha ruteniom neuze.
Nebeut-tre ag elfennoù eus TaP a vez tennet eus an douar, war-dro 400 tonennad hepken e 2011, enno un 12 tonennad rutenium hepken a vloaz da vloaz. Eus Suafrika e teu TaP dreist-holl, heuliet gant Rusia, Kanada, Stadoù-Unanet Amerika ha Zimbabwe kent Kolombia hag ar broioù all.[1]
Kent donedigezh Kristol Goulm da Amerika e veze metaloù teskad ar platin arveret gant ar sevenadurioù a oa eno, hag anavezet e oant gant kimiourien Europa adalek kreiz ar XVIvet kantved.
Gant ar c'himiour polonat Jędrzej Śniadecki e voe embannet dizoloadenn an elfenn e 1808, dindan an anv vestiom, hogen mont a reas war e c'hiz diwezhatoc'h.
E 1844 e voe hiniennekaet an elfenn 44 gant ar Rusat Karl Karlovitch Klaus, dre zielfennañ restadoù ur bloc'had platin. Eus Ruthenia, anv latin Rusia, e teu an anv ruteniom a roas d'an elfenn nevez.
Ur metal kalet liv an argant eo ar ruteniom, 12,37 g/cm3 e zouester. Da 2 334°C e teuz, ha da 4 150 °C e verv.
Oksidet e vez da ≈800 °C, ne vez taget gant trenkenn ebet. Gant halogenoù avat e vez taget e gwrezverkoù uhel, ha dileizhañ a ra e bazennoù teuz. Da zreistreüs e tro pa vez kendeuzet gant molibden e gwrezvekoù izeloc'h eget -262,55 °C.
102Ru zo unan unan ar seizh izotop a gaver en natur, ha 34 izotop all zo bet dizoloet. Pemzek skinizotop zo ivez, eus 90Ru betek 115Ru, gant un hanter-vuhez berroc'h eget 4,44 eurvezh.
Ouzhpennet e vez ruteniom d'ar c'hendeuzadoù titaniom a-benn stourm ouzh an oksiderezh.
Gouest eo lod kenaozadoù ruteniom da lonkañ ar gouloù, ar pezh a vez implijet er c'henderc'hañ gremm dre vannoù an Heol.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.