From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo ar rodiom ; Rh eo e arouez kimiek, 45 e niver atomek ha 102,905 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.
| ||||
---|---|---|---|---|
Ruteniom – Rodiom – Palladiom | ||||
| ||||
Niver atomek | 45 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 9 | |||
Trovezh | 5 | |||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d8 5s1 | |||
Niver oksidadur | +3 | |||
Tredanleiegezh | 2,28 | |||
Skin atomek | 134,5 | |||
Tolz atomek | 102,90550 | |||
| ||||
1 gram poultr, 1 g gwasket, 1 g poultr adteuzet
| ||||
Teskad ar palladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat 45Rh, 44Ru, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt.
Unan eus ar metaloù ralañ en Douar eo ar rodiom, alese e briz uheloc'h eget hini an aour ; diaes eo e dennañ eus kailhoù ma vez kemmesket gant palladiom, platin, argant hag aour.
Nebeut-tre ag elfennoù eus TaP a vez tennet eus an douar, war-dro 400 tonennad e 2011, enno un 20 tonennad rodium hepken a vloaz da vloaz. Eus Suafrika e teu ar rodiom dreist-holl (war-dro 80 %), heuliet gant Rusia.[1]
Diwar skiriadur derc'hanel izotop an uraniom-235 235U e teu rodiom, neuze e c'hallfed e genderc'hañ dre implijout uraniom kozh ar c'hreizennoù nukleel ; ret e vije avat mirout izotopoù skinoberiek ar rodiom degadoù-pad a-benn izelaat o skinoberiegezh, ar pezh na dalvezje ket ar boan hervez reolennoù an armerzh.
Gant ar c'himiour saoz William Hyde Wollaston e voe hiniennekaet ar rodiom e 1803, diwar un tamm kailh platin deuet eus Suamerika. Eus an henc'hresianeg ῥόδον rhodon, "liv roz" e teu an anv rodiom.
Ur metal kalet liv an argant eo ar rodiom, 12,45 g/cm3 e zouester. E 1 964°C e teuz, en ur lonkañ oksigen a vez advannet en aergelc'h pa zistro ar metal da galet. E 3 695 °C e verv.
Uhel eo disvannusted ar rodiom, da lavaret eo ez adkas an darn vuiañ eus ar gremm a sko outañ (gwarellvaez pe c'houloù.
Ne c'haller ket oksidañ ar rodiom, zoken dre e dommañ ; ne vez taget gant trenkenn ebet, hogen tu zo d'e zileizhañ un tammig en dour real (HNO3 + 3HCl).
Petra bennak ma 'z eo + 3 niver oksdidadur ar rodium peurliesañ ez eus bet gwelet stadoù + 0 betek + 6.
103Rh eo an izotop nemetañ a gaver en natur a-douez ar 25 skinizotop a anavezer, eus 93Rh betek 117Rh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.