From Wikipedia, the free encyclopedia
François-Marie Luzel, bet ganet d'ar 6 a viz Mezheven 1821 ha marvet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1895, a oa anezhañ ur gwerinoniour, da lavarout eo un den hag a studie sevenadur ar bobl (hiriv e vez lâret tudoniour gant darn), hag ur barzh brezhonek hag a oa bet graet « Barz Treger » anezhañ gant e genvroiz. Anavezet eo ivez stumm brezhonek e anv, Fañch an Uhel, implijet gantañ da sinañ oberoù zo, met sinet en deus meur a varzhoneg ivez dindan an anv Fañch ar Moal.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | François, Marie |
Anv-familh | Luzel |
Lesanv | Fañch an Uhel, Barz Treger, Fañch ar Moal |
Deiziad ganedigezh | 6 Mez 1821 |
Lec'h ganedigezh | Plouared |
Deiziad ar marv | 26 C'hwe 1895 |
Lec'h ar marv | Kemper |
Lec'h douaridigezh | Q110336096 |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg, galleg |
Micher | antropologour, barzh, tudoniour, yezhoniour, collector of fairy tales |
Ezel eus | Celtic dinner |
Prizioù resevet | Prix Thérouanne, Marcelin Guérin Prize, Marc'heg al Lejion a Enor |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Tud zo o deus bet skrivet e oa bet roet dezhañ an anvioù « Fañch an Uhel » ha « Barz Treger », « war-lerc'h e varv gant ar vroadelourien » (sic). Rak a-hervez eo ret bezañ broadelour evit mont betek brezhonekaat e anv.
« E diegez a veze hanvet An Uhel, e Plouaret ha tro-dro ; hen ivez pa ne gemere ket eul leshano bennak, a sine e soniou hag e werziou Ann Uc’hel (pe Ann Huël, pe Ann Uhel)… »
Da neuze, mard eo ret bezañ broadelour a-benn ober gant un anv brezhonek, eo ret anzav e oa « Fañch an Uhel » unan eus ar vroadelourien-se.
Ganet e oa bet e maner Keramborn, a oa neuze e parrez Plouared, p'emañ bremañ er C'houerc'had (pe ar C'hozh-Varc'had). E dad a oa François e anv hag e vamm a oa Rosalie Le Gac, labourerien-douar. E Keramborn e veze beilhadegoù alies, rak honnezh e oa plijadur tud ar maezioù, dreist-holl e-pad nozvezhioù hir ar goañv. E skol ar bourk e reas anaoudegezh gant al livour Yan Dargent, a oa da vezañ unan eus e fealañ mignoned.
Abalamour d'e eontr ar C'hwerv (Le Huerou) a oa kelenner war an Istor e Skolaj Roueel Roazhon eo e c'hallas mont di d'ober e studi ha da dremen e vachelouriezh. Sur-mat e hiraezhe, da noz e sal-gousket ar skol, d'e Vro-Dreger ha da veilhadegoù Keramborn, hag e wiske anezho en ur vantell romantel.
Deuet e-maez ar skol e soñjas mont da vedisin war vor, hag evit-se eo ez eas da studiañ da Vrest. Dilezel a reas ar studi-se avat ha klask a reas mont da gelenner. E gwirionez e oa mestr-studi (evel tudenn al levrioù Le Petit Chose, Le Bachelier, pe David Copperfield) ha ne gave ket tamm labour stabil ebet. E 1858 e kelenne e lise Naoned ha goude un nebeud mizioù e oa o labourat en ur burev e prefeti Roazhon ma reas anaoudegezh gant Adolphe Orain, a vo folklorour Bro-Roazhon.
Goulenn a reas digant Ministrerezh an Deskadurezh bezañ anvet da glask war-lerc'h dornskridoù kozh dre Vreizh-Izel, ha sikouret e voe gant an Tregeriad all Ernest Renan da gaout ur yalc'had a-berzh-stad evit se. Dont a eure a-benn da zastum evel-se un toullad mat a gontadennoù, a ganaouennoù hag a bezhioù-c’hoari kozh, ma c'hallas sevel ganto meur a levr. Ar pep brasañ avat a voe dastumet e Treger ha Marc'harid Fulup, eus Plûned, eo an hini a zegasas dezhañ ar muiañ a zanvez.
E 1868 eo e krogas da embann an danvez dastumet. Da gentañ e teuas er-maez ar c'hentañ eus ar pevar levr a ya d'ober Gwerzioù ha Sonioù Breizh Izel. Er bloaz war-lerc'h ec'h embannas al levrad kentañ a gontadennoù, Contes et Récits populaires des Bretons armoricains.
E 1872 e oa e Kendalc'h an Association bretonne (Kevredigez Breiz) e Sant-Brieg hag eno e lennas ur skrid a damalle da Gervarker, oberour Barzaz Breiz, bezañ embannet, tri bloaz ha tregont a-raok, kanoù ha n'en doa ket gallet klevout. Tabut a savas diwar-se, nac'het e voe embann e skrid gant Kevredigez Breiz, ma rankas an Uhel e embann e-unan. Ouzhpenn kant vloaz e padas tabut Barzaz Breiz. En un dezenn e skrivas Francis Gourvil e 1960 e oa bet ijinet kanoù al levr. Diwezhatoc'h e skrivas Donatien Laurent e oa bet kemmet kalz ar c'hanoù gant Kervarker, nemet atav (war-bouez nebeut) en devoa labouret diwar ganoù dastumet pe adskrivet gantañ e-unan.
Eus 1874 da 1880 e labouras evel kelaouenner politikel er gelaouenn republikan l'Avenir de Morlaix. Goude e voe barner-a-beoc'h e Daoulaz. E 1881 e kavas labour stabil a-benn ar fin evel dihellour e Dihelldi Departamant Penn-ar-Bed, e Kemper. Eno e reas anaoudegezh gant Anatol ar Braz, a oa o kelenn el lise, hag a zeuas da vezañ diskibl dezhañ pa zastumas kontadennoù ivez, nemet ne embannas ket anezho en o yezh orin, hag a reas enklaskoù eveltañ diwar-benn ar c'hoariva brezhonek kozh.
E 1888 e skrivas da Renan evit ma c'houlennje digant Ministre an Deskadurezh reiñ aotre da Anatole Le Braz da gelenn brezhoneg e lise Kemper. Goulenn a reas Renan, met nac'het e voe an aotre.
Anvet e voe an Uhel da guzulier-kêr evel republikan, ha kemer a reas perzh e Kevredigezh Hendraouriezh Penn-ar-Bed, a oa renet gant Kervarker. E 1895 e varvjont o-daou, ar republikan yaouank a-raok ar beskont kozh.
Ne gomprene ket al ‘’labour skiantel ‘’ en hevelep doare. Dezhañ ne dalveze ket ar c'hontadennoù dre ar yezh nag evit o yezh. Ne oa nemet an danvez, steuenn ar gontadenn, hag a oa enne talvoudegezh skiantel. 1° Goude skrivañ un diverrañ eus ar gontadenn klevet gantañ ec'h adsave anezhi en e gambr. 2° Diwezhatoc'h e troe ar skrid e galleg evit an embann, o klask chom tost d'an troiennoù brezhonek a-wechoù.
Siwazh ne oa ket bet notennet tonioù ar gwerzioù hag ar sonioù gantañ. Gant ar soner Maurice Duhamel e oant bet dastumet diwezhatoc'h, etre 1909 ha 1912, digant kanerien disheñvel diouzh ar re o doa kanet dirak An Uhel. Embannet en deus an tonioù-mañ, koulz ha re enrollet gant an Aotrou Vallée war bladennoù koar, en e levr "Musiques Bretonnes" deuet er-maez e 1913.
Skrivet gant Françoise Morvan er goudeskrid d’al levr Contes Bretons de Luzel (PUR/Terre de Brume, 1994).
Diskiant ar brezhoneger a soñjfe eo gallout lenn ar yezh orin anezho a ra o zalvoudegezh .
Doareoù-skrivañ zo ha n'int ket graet evit aesaat ar c'hompren.
Ha pa gomzer eus glanded ar ouenn n'emaomp ket pell, anat, eus an naziegezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.