Joseph Ollivier
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un dentour hag ur c'heltiegour e oa Joseph Ollivier, ganet e Benac'h d'ar 27 a viz Here 1878[1] ha marvet e Landerne d'an 13 a viz Eost 1946.
Embann a reas ur c'hatalog kanaouennoù war follennoù-nij, Catalogue bibliographique de la chanson populaire bretonne sur feuilles volantes e anv, e ti Le Goaziou, e Kemper, e 1942 (raklavar gant Pêr ar Rouz ha digoradur gant Charles Chassé).
Embann a reas un dibab eus barzhonegoù brezhonek Fañch an Uhel en ul levr anvet Ma C'horn-Bro e 1939. E dibenn al levr-se ez eus ur roll eus an holl varzhonegoù brezhonek embannet gant ar barzh, ur 120 bennak anezho.
Sevel a reas war-dro 1930 ur renabl eus dornskridoù Fañch an Uhel miret dindan an teskanv Ms. 963 e Levraoueg-Kêr Roazhon, a voe embannet dindan gant titl Les contes de Luzel e ti Hor Yezh e 1995, raklavar gant Pêr Denez[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.