From Wikipedia, the free encyclopedia
Kurd Lasswitz (Carl Theodor Victor Kurd Laßwitz ; Breslau, 20 a viz Ebrel 1848 – Gotha, 17 a viz Here 1910) a oa ur skrivagner alaman a lakaer da ziazezer ar skiant-faltazi alamanek. E romant Auf zwei Planeten ("War div blanedenn", 1897) zo unan eus oberennoù pennañ ar skiant-faltazi alamanek ; troet eo bet e meur a yezh.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Prusia |
Anv e yezh-vamm an den | Kurd Laßwitz |
Anv ganedigezh | Carl Theodor Victor Kurd Laßwitz |
Anv-bihan | Kurd |
Anv-familh | Laßwitz |
Deiziad ganedigezh | 20 Ebr 1848 |
Lec'h ganedigezh | Wrocław |
Deiziad ar marv | 17 Her 1910 |
Lec'h ar marv | Gotha |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | appendicitis |
Lec'h douaridigezh | main cemetery Gotha |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Micher | skrivagner, physicist, prederour, skrivagner skiant-faltazi, kelenner |
Bet war ar studi e | University of Wrocław |
Oberenn heverk | Two Planets |
Ezel eus | German Academy of Sciences Leopoldina, Alte Breslauer Burschenschaft der Raczeks |
Tachenn | speculative/fantastic fiction |
Lod oberennoù K. Laßwitz zo bet embannet dindan an anv-pluenn "L. Velatus".
An embreger ha politiker Karl Wilhelm Laßwitz (1809-1879) e oa e dad. Goude studiet ar matematikoù hag ar fizik e Skolioù-meur Breslau ha Berlin e tapas e zoktorelezh magna cum laude ("gant kalz meuleudioù") e 1873 a-drugarez d'e dezenn a-zivout an takennoù stag ouzh ur c'horf sonnel dindan ar c'herc'hellder
, en devoa kinniget en ur lavaret e chelle hag e ranke skiantoù an natur bezañ skignet[1]. Bloaz war-lerc'h e reas berzh en arnodennoù stadel evit bezañ kelenner er skolioù-meur war ar matematikoù, ar fizik, ar brederouriezh hag an douaroniezh.
Er bloaz 1876 e timezas gant Jenny Landsberg (1854-1936), merc'h ur marc'hadour e Breslau, hag ar c'houblad en em staias e Gotha. Eno e voe Kurd Lasswitz kelenner en ul lise. E [[1877] e voe ganet o mab Rudolf, hag e 1880 o eil mab, Erich[2]. E 1889 e voe anvet K. Laßwitz en ur skol eil-derez.
Er bloaz 1908 e c'houzañvas un darvoud gwazhiedel empenn hag e 1909 ec'h eas da gelenner prevez kent mont war e leve, klañv ma oa bepred. E Gotha e varvas e 1910 ; goude luduet e gorf e voe lakat an jarl-kañv en ur bez-enor a vez dalc'het e ratre gant kêr C'hotha.
Lakaet e vez Kurd Laßwitz da unan eus tadoù ar skiant-faltazi a-vremañ. Skrivet en deus a-zivout ar fizik, ar c'houiziadoniezh[3] hag Immanuel Kant.
Disheñvel diouzh Jules Verne ha Herbert George Wells ez eo bet K. Laßwitz war dachenn ar skiant-faltazi, p'en deus klasket kelenn ha burutellañ dre an doare istorioù-se. Heroc'h eget skrivagnerien e amzer e oa e sell war an dazont, pa glaske gwelet pelloc'h en ur anzav e veze harzet gant ar pezh a c'helled displegañ dre c'herioù e vare. E romant hir Auf zwei Planeten en devoe ul levezon vras e deroù an XXvet kantved war skrivagnerien all, re an Expressionismus [4] en o zouez : Max Brod, Alfred Döblin, Leonhard Frank, Klabund ha Franz Werfel. Ec'honoc'h e voe brud oberennoù K. Laßwitz adalek ar bloavezhioù 1920, pa voent troet e yezhoù all.
Ankouaet eo bet an darn vuiañ eus skridoù buruteller Kurd Laßwitz, berzet ma oant bet gant an nazied : anoazet e oa bet an Trede Reich gant selloù peoc'hour ha denelour ar skiantour. Ar fizikour alaman Wernher von Braun (1912–1977) avat, en e rakskrid da embannadur stadunanat Auf zwei Planeten, a skrivas bout bet levezonet gant ar romant-se en e yaouankiz[5]. A-hend-all, Kurd Laßwitz e-unan zo un dudenn hag a gar an denelezh hag an natur er romant skiant-faltazi In zwei Leben ("E div vuhez") gant Lion Obra, a c'hoarvez e Breslau pell en dazont[6].
Gant K. Laßwitz e voe ijinet ar pellgelennerezh en e arnodskrid Die Fernschule ("Ar pellgelennerezh") e 1899[7].
Roll holl skridoù Kurd Laßwitz a gavor e Levraoueg Enklask Gotha[22].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.