Kêr-Is

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kêr-Is

Kêr-Is, Kêr-Iz, ar Gêr a Iz zo ur gêr vojennel e Kernev hag a vije bet koñfontet gant ar meurvor er Vvet kantved da heul dibalamour ar briñsez Dahud, merc'h ar roue Gradlon.

Thumb
« Liñvadenn gêr Is » Barzhaz Breizh

C'hwec'hvet kan Barzhaz Breizh Théodore Hersart de la Villemarqué eo Liñvadenn Gêr Is[1].

Hervez ar skrid koshañ (1636) e vije bet kêr Is e pleg-mor Douarnenez[2] ; meur a lec'h all zo bet kinniget abaoe a-feur ma voe brudet ar vojenn, an darn vuiañ anezho er-maez eus Kernev war-bouez Beg ar Raz ha pleg-mor Gwaien – unan anezho eo Ar Yeoded, en abeg d'an anv moarvat, ha da zismantroù un oppidum a zo bet kavet eno.

Istor « Liñvadenn gêr Is »

Thumb
Liñvadenn Gêr Is en iliz Kerlaz, nepell diouzh Douarnenez

Is e oa kêr-benn rouantelezh Kernev pa oa Gradlon Meur o ren. Gant ur puñs[3] divent e veze diwallet diouzh an aloubadegoù hag ar reverzhioù bras. Un nor guzh a oa d'ar puñs-se, a veze digoret pe brennet diouzh ma troe an traoù ; gant ar roue e veze an alc'hwez aour-se bepred.

Sant Gwenole, kuzulier Gradlon, en deveze poan o kendrec'hiñ ar roue da lakaat termen da emzalc'h diroll ha dizoue ar briñsez Dahud ; diouganañ a reas e vije liñvet Is en abeg dezhi.

D'un noz end-eeun e teuas Dahud da laerezh alc'hwez ar puñs p'edo he zad o kousket, kement-se evit difinañ war un dirolladeg he devoa kaset en enor d'he c'haredig. Pa voe digoret ar skluz ez eas ar mor tre e kêr.

O tec'hel war varc'h e oa Gradlon, e verc'h gantañ war an talier, pa c'hourc'hemennas Gwenole dezhañ divarc'hañ Dahud abalamour ma oa re garget ar jav : « Diabenn an droukspered hag a zo a-dreñv dit ! »[4] Sentiñ a reas ar roue, ha lonket gant an donn e voe ar briñsez.

Abaoe al liñvadenn e vez klevet kleier-galv Is o vrallañ ha Dahud o c'hlac'hariñ pa vez ar reverzhioù brasañ.

Gwrizioù ar vojenn

Keltiek eo orin mojenn kêr Is, pa vez kanet e Breizh, e Kembre hag en Iwerzhon, pep hengoun o lec'hiañ Is en e vro. Pa gan Breizhiz a-zivout ur puñs ez eo feunteunioù a liñv kêr er broioù all.

Bepred e vez lakaet bugel ar roue – priñs pe briñsez – da atebek war ar reuz, ha bewech e vez kastizet gant an doue kristen, dre veuziñ pe dre dreiñ d'ur vorganez – ar pezh a zo pagan[5].

Ar vojenn skrivet

Hêrezh

Fedoù berr-ha-berr
Thumb
Tec'h ar roue GradlonÉvariste-Vital Luminais, 1884
Eoul war lien – 200 x 310 cm • Mirdi an Arzoù-kar, Kemper
Serriñ

Lennegezh

  • En doare bet skrivet gant Charles Guyot e 1926 e ra dave an darn vuiañ eus an dud pa vez meneg eus mojenn kêr Is.
  • (fr) Henri Quéffelec (1962), Tempête sur la ville d'Ys (ASIN : B003X85AGU)
  • (fr) Michel Le Bris (1985), Ys, dans la rumeur des vagues (ASIN : B0014JVX1G)
  • (en) Poul & Karen Anderson (1986-1988), The King of Ys
  1. Roma Mater (ISBN 978-0-6716-5602-7)(fr) (ISBN 978-2-7021-3645-4)
  2. Gallicenae (ISBN 978-0-6716-5342-2)(fr) (ISBN 978-2-7021-3645-4)
  3. Dahut (ISBN 978-0-6716-5371-2)
  4. Roma Mater (ISBN 978-0-6716-5396-5)

Istorioù evit ar vugale

Bannoù-treset

  1. La folie Gradlon (ISBN 978-2-2050-5879-6)
  2. Morgane la Rouge (ISBN 978-2-2050-6630-2)

C'hoariva

Levrlennadur

• Librairie académique Perrin, (1867) 1963, (ISBN 978-2-7071-1241-5)
• Mouladurioù Hor Yezh, 1988 (ISBN 2-86863-038-3)
• Coop Breizh, 1999 (ISBN 2-909924-85-8)

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.