Ar Gozh Yeoded a zo bremañ ur gêriadennig e kumun Ploulec'h e Treger – Aodoù-an-Arvor, anvet ar Yeoded e brezhoneg (ha "Le Yaudet" e galleg).
Ur chapel a zo eno anvet Itron-Varia ar Gozh Yeoded hag ur pardon brudet a vez dalc'het d’ar 15 a viz Eost.
Er chapel-se ez eus un delwenn eus ar Werc'hez astennet en he gwele, ar pezh a zo ral-bras, hag a laka an dud da soñjal eo un aspadenn eus amzer ar Romaned, hag eus ur relijion rakkristen.
Furchadegoù a zo bet graet war al lec'h hag a ro da c'houzout e oa al lec'h-se un oppidom. Da vare ar Romaned e oa lakaet ur gwarnizon eno ivez betek ar IVre kantved.
Levrlennadur
- GALLIOU, Patrick, CUNLIFFE, Barry. Le Yaudet, un site majeur de l´archéologie armoricaine. Armen, 1997, Nnn 82. Douarnenez, Le Chasse-Marée-Armen, p. 16-25.
- GALLIOU, Patrick. "Le Yaudet et le Trégor à l´époque romaine". Bulletin de l´Association bretonne et URB, tome CIX, 127vet congrès, Guingamp 2000. Bannalec : Association Bretonne, URB, 2001, .
- LE CLEC´H, Louis, Abbé. Le Yaudet. Paris : Éditions Montsouris, 1956.
- SECLEN (Service des espaces naturels du Conseil général des Côtes d'Armor). Le site historique du Yaudet. Saint-Brieuc : Conseil général des Côtes d'Armor, 1990.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.