Judit

anv merc'hed From Wikipedia, the free encyclopedia

Judit zo un anv-badez brezhonek hag hungarek a orin hebreek, roet er relijion protestant, hag a zeu eus an Testamant Kozh.


Orin an anv

Un anv a orin hebreek eo Judit, ha furm venel Jud, pe Yehudi, anv unan eus an daouzek abostol.

Roet e vez an anv abalamour d'ar vaouez a gonter hec'h istor e Levr Judit, hag a voe trec'h war ar jeneral Holofern.

Ur santez dianav

En Italia e anavezer ur santez Judit, pe Giuditta, merzherez e Milano. Lidet e vez an anv Judit d'ar 5 a viz Mae en deiziadur kristen.

Doareoù all an anv

Implij an anv

Ne vez ket roet an anv e-touez ar vrezhonegerien. Nebeut e vez roet e-touez gallegerien Breizh, moarvat dre m'eo stag ouzh an hengoun yuzev ha protestant kentoc'h eget ouzh an hini katolik.

Er Grennamzer e veze roet an anv e-touez uhelidi frank Europa, ha ne oa ket dianav e Breizh (gwelout amañ dindan).

Tud anvet Judit

Er Bibl

  • Judit anv unan eus div wreg Esau, « merc'h da v-Beeri, an Héthien » (Geneliezh XXVI.34)

Er Grennamzer

Anv meur a briñsez frank eo bet:

Breizh

Teir maouez a renk uhel zo brudet en istor Breizh:

Meur a Judit all zo bet c'hoazh er Grennamzer.

En arzoù

  • Un homelienn hag ur varzhoneg, e saozneg kozh o-div, zo anvet Judith;
  • Ur pezh-c'hoari gallek gant Jean Giraudoux e 1931 zo bet anvet Judith
  • Ur ganaouenn c'hallek gant Serge Gainsbourg en 1959 zo anvet Judith
  • Ur film gant Daniel Mann e 1966 zo anvet Judith
  • Taolennoù (gwelout ar pennad Judit ha Holofern (arz)):
    • un daolenn gant Giorgione zo anvet Judit,
    • un daolenn gant al livour aostrian Gustav Klimt zo anvet Judith I, hag unan all Judith II (Salome) .

Implijoù all

  • War ar c'hartoù gallek eo skrivet anvioù an damizien, ha Judith eo an damez keur.

Levr Youdith

  • Levr Youdith a zo kollet e vammskrid hebreek, met un droidigezh e henc'hresianeg a zo miret er Bibl katolik (ha n'eo ket degemeret er Bibl protestant)

Brudet eo istor Youdith ha Olofern, ma ya an harozez yuzev da lorbiñ ar jeneral a zo oc'h freuz ha reuz en he bro, ha d'e lazhañ. Gwelet eo bet gant kalz livourien, abaoe an Azginivelezh, evel arouez ar Vaouez dieuberez peurvuiañ, pe spazherez a-wechoùigoù, hervez an dud.

Liammoù diabarzh

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.