Impalaeriezh roman

From Wikipedia, the free encyclopedia

Impalaeriezh roman

Impalaeriezh Roma (latin: Imperium Romanum [ɪmˈpɛri.ũː roːˈmaːnũː]; gresianeg: Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων, treuzlizherennadur. Basileía tôn Rhōmaíōn) eo an anv a reer eus ar Stad a gemeras lec'h ar Republik roman adalek ar bloaz 27 KJK.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Anv er yezh a orin ...
Impalaeriezh roman
Thumb
marevezh istorel, bro istorel
Rann eusHenroma 
Anv er yezh a orinImperium Romanum, Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων 
Relijionancient Roman religion, state church of the Roman Empire 
Perzhiad emilitary history of ancient Rome 
Anvet diwarRoma, proviñs Imperia 
DiazezerAogust 
Yezh ofisiellatin, henc'hresianeg 
KevandirEuropa, Afrika, Azia, Afro-Eurasia 
Kêr-bennRoma, Kergustentin, Ravenna, Milano, Roma 
Daveennoù douaroniel 
Renad politikelunveliezh, unpenniezh, Roman Tetrarchy, triumvirelezh, monarkiezh hollveliek 
Office held by head of stateimpalaer roman 
Penn an aotrouniezhtalvoud ebet 
Korf lezenniñSenate of the Roman Empire 
Diplomatic relationTierniezh Han, Germania, Hibernia 
MoneizRoman currency 
A zo stok ouzhPartia 
Raklec'hiet gantMarevezh hellenadek 
Bet erlec'hiet gantImpalaeriezh roman ar C'hornôg, Impalaeriezh roman ar Reter 
Erlec'hiañ a raRepublik Roma 
Yezh implijetlatin, henc'hresianeg 
Deiziad kregiñ27 BCE 
Deiziad echuiñ395 
Prantadclassical antiquity 
Deiziad divodañ17 Gen 395 
Banniel (deskrivadur)vexillum 
Ardamezioùvexillum, Lejion roman 
Istorhistory of the Roman Empire 
Relijion ofisielancient Roman religion, kristeniezh, Paganiezh, Arianegezh 
Ekonomiezh an danvezeconomy of the Roman Empire 
Poblañsouriezh an danvezdemographics of the Roman Empire 
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of the Roman Empire 
Thumb
Serriñ
Thumb
An impalaeriezh Roman en he barr pa oa marvet Trajan, e 117 goude Jezuz-krist
Fedoù berr-ha-berr
Thumb
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter
Serriñ

Ledet e oa an Impaleriezh roman war tiriadoù ramzel tro-dro Mor Kreizdouarel, gant Norzh Afrika, Kornôg Azia. Renet e oa an implaeriezh gant impalaerien. Kalon an impalaeriezh roman a oa Italia ha kêr-benn a oa Roma. An impalaeriezh a zo bet renet goude-se gant meur a impalaerien war ar memes-tro, o vezañ rannet etre Impaleriezh roman Kôrnog hag Impaleriezh roma Reter. Goude freuzadenn Impaleriezh roma Kornôg e 476, ne chome nemet Impalaeriezh roman ar Reter gant Kergustentin evel kêrbenn.

An anv

Daou dra war un dro a roer da intent gant al lavarenn Impalaeriezh roman (latin : imperium rōmānum, gresianeg krennamzerel : Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων Vasileía tón Romaíon "Rouantelezh ar Romaned" , italianeg : Impero romano) :

Istor

Staliet e voe ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), gourniz hag advab Caius Julius Caesar, goude ar brezelioù diabarzh a c'hoarvezas er Republik roman e dibenn ar Iañ kantved kent JK. Peurvuiañ e lakaer ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist da zeroù renad an impalaeriezh roman, ar bloaz ma voe roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ.
Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel saviad ar riez abaoe Emgann Actium pevar bloaz a-raok, e 31 kent Jezuz-Krist, pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh abaoe mare diktatouriezh Caius Julius Caesar.

Biskoazh n'eus bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell ec'h eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o deveze ar Romaned ma vije renet ur c'hemm enep an henvoazioù hag enep youl an doueoù marteze.
Hervez an istor ofisiel, diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps senatus ("penn ar sened") e oa e ditl boutinañ, ha ne oa nemet hini ar senedour en doa aotre da gomz a-raok an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa grede ar Romaned e oa an den kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet pizh outañ.
Abalamour d'an aon rak ar c'hemm e vezed kustum ivez er mareoù kentañ da reiñ d'ar princeps an titl a gonsul, a oa ar rezhaouer uhelañ er Republik.

Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv caezar ("impalaer") a-raok e anv-familh, ha diwar ar skouer-mañ ec'h eo bet graet heñvel gant an impalaerien a voe war e lerc'h. Un titl eo deuet da vezañ, ha tsar, pe c'hoazh ksar, zo anvioù a enor a veze roet da impalaerien Rusia, Bulgaria ha Serbia, ha kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.

Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps, hag imperator en o zouez ; eus ar ger imerator e teu impalaer. D'ur jeneral trec'hour e veze roet gant e soudarded a-raok ar boaz d'e reiñ d'ur senedour.

An Impalaeriezh roman e voe ar Stad galloudusañ a-fed armerzh, sevenadur, politikerezh hag arme en e vare. Chomet eo unan eus ar brasañ impalaeriezhoù a zo bet biskoazh. En e barr dindan ren an impalaer Trajan e oa ledet war 5 milion a gilometradoù karrez. En e zalc'h e oa e-tro 70 milion a dud, 21% eus poblañs ar bed er mare-se.
Dre ma padas pell ha war un tiriad bras ez eo chomet an impalaeriezh roman un diazez evit ar yezhoù gresian ha latin, a-fed sevenadur, relijion, ijinerezh, savouriezh, prederouriezh, Gwir ha stummoù gouarnamantoù evit kantvedoù goude ma oa aet da get. En Europa ar Grennamzer e voe klasket adsevel impalaeriezhioù par d'an hini roman : Impalaeriezh Latin ar Reter (1024-1261) goude ar pevare Kroaziadeg, hag an impalaeriezh roman Santel German. Dre nerzh trevadenniñ Europiz goude mare an azginivelezh, hag ar stadoù krouet goude, ar sevenadurezh c'hresian-goman ha yuzev-kristen a voe ledet dre ar bed, hag a yeas da ziazez ar bed a-vremañ.

Gwelet ivez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.